Mont d’an endalc’had

Botswana

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Bechuanaland)
Republic of Botswana
Lefatshe la Botswana

Republik Botswana
Banniel Botswana Skoed-ardamez Botswana
Banniel Skoed-ardamez
Ger-stur : "Pula" (glav)
Kan broadel: Fatshe leno la rona (Benniget ra vezo ar Vro Nobl-mañ)
Lec'hiadur Botswana
Lec'hiadur Botswana
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Gaborone
24°45′S 25°55′E
Yezh(où) ofisiel saozneg (yezh ofisiel), setswana (yezh vroadel)
Gouarnamant Republik
 - Prezidant Mokgweetsi Masisi
 - Kentañ ministr
Dizalc’h diouzh ar Rouantelezh Unanet 
 - Deiziad 30 a viz Gwengolo 1966 
Gorread
 - Hollad 600 370 km² (48vet)
 - Dour (%) 2,5%
Poblañs
 - istimadur 2006 1 639 833 ()
 - Stankter 3/km² (231vet)
Moneiz Pula (BWP)
Gwerzhid-eur (UTC+ 2)
Kod kenrouedad .bw
Kod pellgomz +267

Botswana (bro ar bobl Swana) a zo ur vro e su kevandir Afrika, harzoù dezhi gant Namibia er c’hornôg hag en norzh, gant Zambia en norzh, gant Suafrika er su, ha gant Zimbabwe er biz. Gaborone eo ar gêr-benn. Gwechall e oa dindan gwarezveli ar Rouantelezh Unanet, hag anvet e oa Bechuanaland, betek 1966, ar bloavezh ma teuas da vezañ dizalc’h.

Liammoù armerzhel strizh a-walc’h he deus Botswana gant Suafrika, ha pinvidik eo e gondon (diamantoù).

Botswana a zo unan eus ar stadoù stabilañ a zo en Afrika. Un demokratelezh eo, hag hervez an aozadurioù etrebroadel e vez doujet da wirioù mab-den eno.

Ur baobab.

Berr-berr eo koulzad ar glaveier ha hanter grin eo an hinad. Daoust da se, abalamour da uhelder keñverel ar vro, ha d'al ledred, emañ an hinad da vezañ renket e-touez an hinadoù istrovanel. Er pep brasañ eus ar bloaz n'hall ket ar redoù-avel gleb tizhout ar vro. Ar c'houlz-amzer krin a bad eus miz Ebrel da Here er su ha betek miz Du en norzh (koulskoude e ra muioc'h a c'hlav dre eno). Digor eo ar rann su d'an avelioù yen er goañv, eus miz Mae da fin miz Eost, gant ur gwrezvark krenn a 14 °C. Tomm e vez an hañv dre holl gant gwrezvrek krenn a 26 °C. Heoliet eo ar vro a-hed ar bloaz, ha muioc'h c'hoazh er goañv. Avelek ha poultrennek e vez e-pad ar c'houlz-amzer krin.

Rannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo Botswana e 9 distrig.

Ouzhpenn d'an distrigoù-se ez eus distrigoù-kêr meret gant kuzulioù-kêr : Gaborone, Francistown, Lobatse, Selebi-Phikwe.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.