Alain Yaouanc
Neuz
Alain Yaouanc, bet ganet d'ar 6 a viz Du 1931 e Saint-Germain-en-Laye (Seine-et-Oise) hag aet da Anaon d'ar 1añ a viz Here 2019 e Rochefort (Charente-Maritime), a oa un ezoterour, ur prederour ha romantour gallek. Steredour e oa ivez ha savet en devoa ur bern oberennoù war ar gartomañs hag ar steredouriezh,
Meur a anv-pluenn en devoa graet ganto : Hadès evit e oberennoù ezoterek, Alain Jansen evit ar romantoù polis ha Lieutenant Kijé evit an danevelloù hag ar romantoù skiant-faltazi (La Guerre des machines embannet e miz Kerzu 1959, Celten Taurogh embannet e miz C'hwevrer 1961, L'Épée de l'archange embannet en eil trimiziad 1963, ha Les Cendres de la Terre embannet e kentañ trimiziad 1976).
|
|
B E D A R S K I A N T - F A L T A Z I