Kevredidi an Eil Brezel-bed
Neuz
(Adkaset eus Re Unanet an Eil Brezel Bed)
Kevredidi an Eil Brezel-bed
Deiziad krouiñ | 1939 |
---|---|
Perzhiad e | Eil Brezel-bed |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Graet e vez ar Gevredidi[1] eus ar broioù bodet a-enep d'an Ahel e-pad an Eil Brezel-Bed. Trec'h int bet hag en ur mod eo bet aozet ar bed a-vremañ ganto diwar an trec'h-se. E-pad ar brezel e veze graet alies ar Broadoù unanet anezhe ivez, daoust ma reer gant an anv-mañ hiziv evit komz eus Aozadur ar Broadoù Unanet, savet gante pa zeuas ar peoc'h en-dro.
E-touez Stadoù ar Gevredidi edo Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet hag URSS. « An Tri Bras » a veze graet eus an teir broad-se[2]. A-wechoù e lakaer ouzhpenn Republik Sina (1912-1949) e-mesk pennoù pouezus an emglev-se. Ar prezidant Franklin D. Roosevelt, oc'h ober anv eus an Tri Bras hag eus Sina, a gomze eus ar « pevar archer »[3].
Deiziadoù ma oa disklêriet ar brezel gant ar Gevredidi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul aloubadeg Polonia gant Bro-Alamagn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Polonia : 1añ a viz Gwengolo 1939 (goude aloubadeg Polonia en em gannas Gouarnamant Polonia en harlu hag e soudarded a-du gant ar Gevredidi)
- Aostralia : 3 a viz Gwengolo 1939
- Zeland-Nevez : 3 a viz Gwengolo 1939
- Rouantelezh-Unanet hag Impalaeriezh Breizh-Veur : 3 a viz Gwengolo 1939
- Impalaeriezh Indez : 3 a viz Gwengolo 1939
- Bro-C'hall hag Impalaeriezh trevadennel Bro-C'hall (goude miz Even 1940 e oa rannet an impalaeriezh etre ar re a oa a-du gant Vichy ha ar re a heulias an FFL) : 3 a viz Gwengolo 1939 (Bro-C'hall, dindan gouarnamant Vichy a sinas an arsav-brezel e miz Even 1940 hag a chomas neptu en un doare teorikel betek aloubadeg ar Gevedidi e 1944 ha savidigezh ar Gouarnamant dibad ar Republik C'hall|Gouarnamant dibad e Pariz)
- Nepal: 4 a viz Gwengolo 1939
- Suafrika : 6 a viz Gwengolo 1939
- Kanada : 10 a viz Gwengolo 1939
Da vare trec'hioù an Ahel en Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Norvegia : 9 a viz Ebrel 1940 (Gouarnamant en harlu, pa oa dalc'het ar vro gant Alamagn)
- Danmark : 9 a viz Ebrel 1940 (Dalc'het eo ar vro gant an Alamaned hag e teu neptu en un doare teorikel. Dalc'het eo ar Greunland gant an Amerikaned)
- Belgia hag Impalaeriezh trevadennel Belgia :10 a viz Mae 1940
- Kongo Belgia :10 a viz Mae 1940
- Luksembourg : 10 a viz Mae 1940
- Izelvroioù : 10 a viz Mae 1940
- Gres : 28 a viz Here 1940
- Yougoslavia : 6 a viz Ebrel 1941 (bet ezel e-pad ur pennadig eus an Emglev an Tri Zu[5])
- URSS : 22 a viz Mezheven 1941
- Republik Poblel Tannu Tuva : 25 a viz Mezheven 1941 (Staget ouzh an URSS e 1944)
Goude Pearl Harbor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Panamá : 7 a viz Kerzu 1941
- Costa Rica : 8 a viz Kerzu 1941
- Republik Dominikan : 8 a viz Kerzu 1941
- El Salvador : 8 a viz Kerzu 1941
- Haiti : 8 a viz Kerzu 1941
- Honduras : 8 a viz Kerzu 1941
- Nicaragua : 8 a viz Kerzu 1941
- : Stadoù-Unanet 8 a viz Kerzu 1941
- Samoa Amerikan : 8 a viz Kerzu 1941
- Guam: 8 a viz Kerzu 1941
- Commonwealth ar Filipinez: 8 a viz Kerzu 1941
- Puerto Rico: 8 a viz Kerzu 1941
- Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet: 8 a viz Kerzu 1941
- Tiriadoù distag ar Stadoù-Unanet: 8 a viz Kerzu 1941
- Republik Sina: 9 a viz Kerzu 1941 (o vrezeliñ gant Bro-Japan abaoe 1937)
- Guatemala : 9 a viz Kerzu 1941
- Kuba : 9 a viz Kerzu 1941
- Tchekoslovakia (Gouarnamant en harlu) : 16 a viz Kerzu 1941
Goude Disklêriadenn ar Broadoù Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Perou : 12 a viz C'hwevrer 1942
- Mec'hiko : 22 a viz Mae 1942[6]
- Brazil : 22 a viz Eost 1942[7]
- Impalaeriezh Etiopia : 1añ a viz Kerzu 1942
- Rouantelezh Irak : 17 a viz Genver 1943 (Bet kevredet gant an Ahel, hag aloubet gant ar Gevredidi e 1941[8])
- Bolivia : 7 a viz Ebrel 1943
- Stad impalaerel Iran: 9 a viz Gwengolo 1943 (aloubet gant ar Gevredidi e 1941[9])
- Rouantelezh Italia :13 a viz Here 1943, Goude dilestradegoù ar Gevredidi (bet ezel eus an Ahel[10])
- Kolombia : 26 a viz Du 1943
- Liberia : 27 a viz Genver 1944
Goude an Devezh D
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roumania : 23 a viz Eost 1944 (bet ezel eus an Ahel)
- Bulgaria : 8 a viz Gwengolo 1944 (bet ezel eus an Ahel)
- San Marino: 21 a viz Gwengolo 1944
- Albania : 26 a viz Here 1944 (bet dalc'het gant Italia)
- Hungaria : 20 a viz Genver 1945 (bet ezel eus an Ahel)
- Bahawâlpur: 2 a viz C'hwevrer 1945
- Ecuador : 2 a viz C'hwevrer 1945
- Paraguay : 7 a viz C'hwevrer 1945
- Uruguay : 15 a viz C'hwevrer 1945
- Venezuela : 15 a viz C'hwevrer 1945
- Turkia : 23 a viz C'hwevrer 1945
- Rouantelezh Egipt : 26 a viz C'hwevrer 1945
- Siria : 26 a viz C'hwevrer 1945
- Liban : 27 a viz C'hwevrer 1945
- Arabia Saoudat : Meurzh 1945
- Finland : 4 a viz Meurzh 1945 (de facto er gevredadeg abaoe brezel Laponia e miz Gwengolo 1944)
- Arc'hantina : 27 a viz Meurzh 1945
- Chile : 11 a viz Ebrel 1945
Goude Hiroshima
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Republik Pobl Mongolia: 9 a viz Eost 1945
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Istor IIIe klas, Eil derez Diwan, levrenn I, p 169, Louis Elegoët, Istor Breizh, TES, 1998, p 208
- ↑ Kuzuliadeg Yalta d'ar 4 a viz C'hwevrer 1945
- ↑ Douglas Brinkley, FDR & the Making of the U.N.
- ↑ Kronologiezh - Ordre de la Libération
- ↑ Sellet ouzh aloubadeg Yougoslavia
- ↑ Kas a reas nijerezed e 1945 da gemer perzh e Emgannoù ar Filipinez
- ↑ Kemer a reas perzh en emgannoù Italia s.o. Le Brésil en Guerre
- ↑ s.o. Brezel saoz-hag-irakian
- ↑ s.o. Aloubadeg saoz-ha-sovietek Bro-Iran
- ↑ sellet ouzh Eil Brezel-bed