Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar broioù zo bet dalc’het gant an Izelvroioù da vare pe vare. Al liv gwer teñval a ziskouez trevadennoù a voe savet gant Kompagnunezh nederlandat Indez ar C'hornôg, hag al liv gwer sklaer ar re savet gant Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter.

Impalaeriezh trevadennel an Izelvroioù eo an anv a roer da hollad ar broioù a voe e dalc’h an Izelvroioù etre ar XVIIvet hag an XXvet kantved. Gant an Izelvroioù e voe heuliet skouer Portugal ha Spagn o doa savet trevadennoù er-maez eus Europa.

Broudet e voent gant o barregezh war tachennoù ar verdeadurezh hag ar c'henwerzh ha gant al lañs a oa en o bro gant ar vroadelouriezh da vare stourm an Izelvroioù evit en em zistagañ diouzh Spagn. Evel en Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, e voe savet trevadennoù da gentañ gant kevredadoù kevalaour dizalc’h diouzh ar stad, evel da skouer Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter. Diwezhatoc’h hepken e voe kemeret an emell eus an trevadennoù-se gant ar stad. Kenwerzhourien ha moraerien eus an Izelvroioù ivez a gemeras perzh er beajoù da zizoleiñ ar voul-douar a voe, gant Europiz, er XVIvet kantved hag er XVIIvet kantved ; ar broioù ergerzhet gant tud evel Willem Barents, Henry Hudson,Willem Janszoon pe Abel Tasman avat, ne zeujont ket da vezañ trevadennoù eus an Izelvroioù.

Adalek ar XVIvet kantved e kreskas beli an Izelvroioù war vor gant nerzh o morlu. Ren a raent war ar c’henwerzh war vor dre ar bed a-bezh a-benn an eil hanterenn eus ar XVIIvet kantved : unan eus galloudoù pennañ ar bed e oa deuet an Izelvroioù da vezañ. E-keit-se e oa o sevenadur o vleuniañ, ken ma reer Oadvezh Aour an Izelvroioù eus an amzer-hont. Da vare an Dispac'h gall avat e kollas an Izelvroioù ul lodenn vat eus o zrevadennoù, war un dro gant o galloud war vor, pa voent aloubet gant armeoù Bro-C’hall. Etre 1795 ha 1814 e voe an Izelvroioù dindan gouarnamantoù e dalc’h ar C’hallaoued, ha kouezhañ a reas o zrevadennoù etre krabanoù Breizh-Veur. Goude 1815 e voe rentet o zrevadennoù d’an Izelvroioù ha chom a rejont dindan renerezh Den Haag, betek diskar an impalaeriezhioù trevadennel en XXvet kantved. Hiziv an deiz e chom stag Aruba hag an Antilhez Nederlandat ouzh an Izelvroioù o-unan, en ur framm laosk anvet Rouantelezh an Izelvroioù.

Azia[kemmañ]

Ur wech savet Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter (pe VOC, diwar an anv nederlandek Verenigde Oost-Indische Compagnie) e 1602, an Izelvroioù a glaskas tapout krog e trevadennoù Portugal, ar pezh a voe abeg d’ar Brezel etre Portugal hag an Izelvroioù. Daoust ma oa unanet Portugal ha Spagn dindan ur gurunenn hepken, en amzer-hont, e chome disparti o div impalaeriezh, ha trevadennoù Portugal, strewet dre ar bed a-bezh, a oa preizhoù aes evit an Izelvroiz, c’hoant bras ganto ren war kenwerzh an temzoù.

Indez ar Reter (Indonezia)[kemmañ]

E 1605 e voe skrapet ar c’hontouerioù kenwerzhel a oa gant Portugal war Inizi ar Spisoù (bremañ inizi Maluku) gant Izelvroiz. E 1619 e voe savet ganto ur c’hreñvlec’h e Batavia, a zeuas da vezañ penngreizenn Kompagnunezh Indez ar Reter. En XIXvet kantved e tremenas douaroù ar Gompagnunezh dindan galloud ar stad hag hollad Indez ar Reter a voe melestret gant gournamant an Izelvroioù. Dont a reas ar vro da vezañ dizalc’h dindan an anv Indonezia, d’ar 17 a viz Eost 1945.

Selan (Sri Lanka)[kemmañ]

Douarañ a reas an Izelvroiz kentañ war Selan e 1602, pa oa an enezenn-se e dalc’h Portugal. Etre 1636 ha 1658 e teujont a-benn da skarzhañ ar Bortugaliz, war c’houlenn priñsed eus ar vro, da gentañ. Portugaliz a oa mistri war an arvor hepken, abaoe 1505. Gouzañvet o doa tud ar vro, Boudaiz, Hindoued ha Muzulmiz, dindan gwask Portugaliz, a glaske o zreiñ davet ar gristeniezh. Izelvroiz, int, a oa o freder gant ar c’henwerzh kentoc’h eget gant ar relijion. E dalc’h Kompagnunezh Indez ar Reter e voe an arvor e-pad ur c’hantved hanter, met diabarzh ar vro a chomas e-maez o galloud. Ur c’hontouer a bouez bras e oa Selan evit ar Gompagnunezh, dre ma oa un arsav hanter-hent etre kontouerioù Suafrika ha re Indonezia. En enez hec’h-unan a-hend-all e veze kavet kanell hag olifanted, a veze gwerzhet da briñsed eus douar-bras India. E 1796 e kouezhas an enez etre krabanoù ar Saozon, war-lerc’h ma vijent deuet da reiñ skoaz da briñsed Kandy, a-enep an Izelvroiz.

Formoza (Taiwan)[kemmañ]

Ur c’hreñvlec’h anvet Fort Zeelandia a voe gant Izelvroiz war enez Taiwan, etre 1624 ha 1662, pa voent skarzhet ac’hano. Eus an enez e c’helle ar VOC (Kompagnunezh Indez ar Reter) ober kenwerzh gant marc’hadourien eus douar-bras Sina ; prenañ a raent seiz diganto da skouer. En enez hec’h-unan e veze gounezet korz-sukr.

Malaka[kemmañ]

Sultanelezh Malaka, war aod Malezia (bremañ Malaysia), a voe kemeret digant ar Bortugaliz e 1641. Da-heul sinadur ur feur-emglev e tremenas e daouarn ar Rouantelezh Unanet e 1806, e-pad brezelioù Napoleon. Rentet e voe da Rouantelezh Unanet an Izelvroioù e 1816, a-raok tremen adarre dindan dalc’h Breizh-Veur e 1824.

Suafrika[kemmañ]

E 1652 e voe savet ur c’hontouer e-kichen Kab ar Spi Mat gant Kompagnunezh nederlandat Indez ar Reter, dre ma oa hanter-hent etre Indez Nederlandat ar Reter hag Indez Nederlandat ar C'hornôg. Kemeret e voe an drevadenn gant Breizh-Veur e 1797, e-pad ar Pempvet Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù, hag un drevadenn saoz e teuas da vezañ e 1805. An drevadennerien deuet eus an Izelvroioù da Suafrika a chomas er vro nevez-perc’hennet gant Breizh-Veur, ha diwezhatoc’h ez ejont a-stroll war-zu ar reter d’en em staliañ pelloc’h e Natal. Diwezhatoc’h c’hoazh e voe brezelioù etrezo hag ar Saozon (Boer Wars). Afrikaners a reer eus o diskennidi.

Amerika[kemmañ]

Izelvroioù Nevez[kemmañ]

Nieuw Amsterdam e 1664.

Izelvroioù Nevez a voe graet eus an douaroù ergerzhet gant Izelvroiz er biz d’ar pezh zo aet d’ober ar Stadoù Unanet diwezhatoc’h, war aod ar Meurvor Atlantel. Trevadennet e voe an douaroù-se gant Kompagnunezh nederlandat Indez ar C’hornôg, en aber ar stêr Hudson da gentañ : Fort Nassau (1614, anvet diwezhatoc’h Fort Orange) el lec’h m’emañ bremañ Albany, ha Nieuw Amsterdam, savet e 1625 war enez Manhattan. An Izelvroioù Nevez a voe en o ec’honañ, pa voe staget trevadennoù Svediz outo (Fort Christina e 1655).

An Izelvroioù Nevez a yeas da get e 1674, goude an Trede Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù : tremen a reas an trevadennoù nederlandat-se dindan yev ar gurunenn saoz ha Nieuw Amsterdam a voe lakaet New York.

Hervez an emglev peoc’h skoulmet etre an div vro e oa echu ar brezel ha chom a rae pep kostezenn gant an trevadennoù a oa ac’hubet ganti. Ne voe eskemm ebet etre domanioù an eil hag eben. Miret e voe gant ar Saozon an drevadenn nevez-aloubet ganto, Nieuw Amsterdam gant traoñienn ar stêr Hudson, tra ma chomas gant an Izelvroioù an trevadennoù o doa e Gwiana nederlandat (Surinam hiziv) e Suamerika kerkoulz hag inizi bihan en Indez ar Reter (Inizi ar Spisoù) ma veze kavet un temz prizius, ar muskadez. En amzer-hont e oa prizius-kenañ ar c’hraoñ-muskadez. Hag en inizi-se hepken e veze kavet ar gwezigoù a roe anezho. Laouen e oa an Izelvroiz o virout Inizi ar Spisoù eta ha ne oant ket chalet kement-se gant koll Nieuw Amsterdam.

Indez Nederlandat ar C'hornôg[kemmañ]

Trevadennerezh Indez ar C'hornôg a grogas e 1620 gant aloubidigezh enez Sint Maarten, unan e-touez an inizi a oa e dalc’h Spagn neuze e Mor Karib. En amzer vremañ c’hoazh ez eo stag an enez-se ouzh Rouantelezh an Izelvroioù, evel m’emañ ivez enez Aruba hag an Antilhez Nederlandat. Emren eo an inizi-se ha stag, en un doare laosk a-walc’h, ouzh Rouantelezh an Izelvroioù.

Gwiana[kemmañ]

Aloubet e voe douaroù Surinam, e Suamerika, gant Izelvroiz e-pad an Eil Brezel etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù. Ha goude sinadur Emglev Westminster e 1674 e tremenas ar plantadegoù korz-sukr a oa eno etre daouarn Izelvroiz, en eskemm ouzh an Izelvroioù Nevez. Ur vro stag ouzh an Izelvroioù e chomas Surinam betek 1975 : er bloavezh-se e teuas da vezañ ur stad dizalc’h.

Er XVIvet kantved ez erruas an Europiz kentañ war aodoù ar pezh zo bremañ Guyana hag Izelvroiz en o zouez. Adalek deroù ar XVIIvet kantved e voe savet teir zrevadenn gant tud eus an Izelvroioù da lezel o merk war ar vro ha da ziskouez e oant perc’henned warni : Essequibo (1616), Berbice (1627), ha Demerara (1752). Met gant Breizhveuriz e voe aloubet Guyana e dibenn an XVIIIvet kantved. Rankout a reas an Izelvroioù lezel Guyana gant ar Rouantelezh Unanet e 1814.


Liammoù diavaez[kemmañ]