Impalaeriezh trevadennel Frañs
Impalaeriezh trevadennel Frañs (Empire colonial français e galleg) eo hollad an tiriadoù e-maez Europa hag a oa e dalc'h ar Frañs eus ar XVIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1960. An impalaeriezh trevadennel-se a oa unan eus ar re vrasañ er bed, a-gevret gant Impalaeriezh trevadennel Breizh-Veur, Impalaeriezh Rusia, hini Spagn, an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Qing. Betek 12,898,000 km² a zouaroù a oa dalc'het ganti pa oa en he bog er bloavezhioù 1920 ha 1930, ar pezh a rae 8.7% eus douaroù ar bed ma konter Frañs Europa e-barzh. Skignet eo bet kalz ar galleg gant an Impalaeriezh-se, koulz ha yezhoù trevadenniñ all evel ar saozneg, ar spagnoleg pe ar portugaleg bet kaset war-raok gant an impalaeriezhioù all.
I- Trevadennoù, gwarezvelioù pe perc'henniezhioù gall kozh :
Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria, Maroko, Tunizia) · Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) · Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant, Dahomey, Soudan c'hall (Mali), Ginea C'hall, Maouritania, Niger, Senegal, Volta-Uhel) & Togo c'hall & Enez James (Gambia) · Afrika ar C'heheder C'hall (Tchad, Gabon, Kreiz Kongo, Oubangui-Chari) · Aod C'hall ar Somalied · Komorez (Anjouan) · Madagaskar · Inizi Mascareigne : Enez Frañs (Moris) & Sechelez
An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) : Frañs Nevez (Akadia, Louiziana, Kebek, An Douar-Nevez) · Inini · Berbice · Haiti & Santo Domingo · Tobago · Inizi Gwerc'h (darn)
Azia : Alaouit · Proviñs Hatay · Sri Lanka · Indez Frañs (Chandernagore, Aod Koromandel · Chennai · Malabar, Mahe, Pondichery, Karaikal, Yanaon) · Kwangchowan (Sina) · Indez-Sina (Annam, Kochinchina, Kambodja, Laos, Tonkin), Liban, Siria.
Antarktika & Oseania: Kaledonia-Nevez · Hebridez Nevez (Vanuatu hiziv) · Frañs Antartika
II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv
Gwiana c'hall · Polinezia c'hall · Gwadaloup · Martinik · Mayotte · Kaledonia-Nevez · Ar Reünion (gwechall Enez Vourbon)