Oubangui-Chari

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oubangui-Chari e 1910; klotañ a ra gant gevred ar Republik Kreizafrikan

Oubangui-Chari, pe Ubangi-Shari, a oa un tiriad gall e kreiz Afrika hag a zeuas da vezañ ar Republik Kreizafrikan.

Ar C'hallaoued a grogas d'en em staliañ er vro e 1889 pa savjont kêr Bangui, war ribl ar stêr Ubangi. E 1894 e voe roet hec'h anv d'ar vro. E 1910 e teuas da vezañ un tiriad en Afrika ar C'heheder C'hall. Adanvet e voe Republik Kreizafrikan e 1958, daou vloaz a-raok an dizalc'hiezh.