Inizi Gwerc'h
Eus Wikipedia
An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib, etre an Antilhez Bihanañ hag an Antilhez Brasañ.
[kemmañ] Douaroniezh
Ur c'hant enezenn bennak zo anezho, kerreg hag enezennoùigoù, 600 km² en holl. En hanternoz dezho emañ ar Meurvor Atlantel hag er c'hreisteiz ar Mor Karib, adalek Puerto Rico betek foz Anegada.
[kemmañ] Teir lodenn
Teir lodenn zo anezho:
- an Inizi Gwerc'h Breizhveurat, er reter hag en hanternoz, a zo un Tiriad Breizhveurat Tramor
- an Inizi Gwerc'h Stadunanat er c'hreisteiz, zo un Tiriad Aozet, ha n'emañ ket e SUA,
- an Inizi Gwerc'h Spagnol, er c'hornôg, a zo stag ouzh Puerto Rico
- an Inizi Gwerc'h Nederlandat, etre 1625 ha 1680.
Dollar SUA eo ar moneiz en holl anezho.
[kemmañ] Istor
Dizoloet e voent gant Kristof Kolomb en 1493 hag anvet Santa Ursula y las Once Mil Vírgenes (berraet en Las Vírgenes), abalamour ma c'hoarvezas kement-se da zeiz santez Ursula.