Antilhez Brasañ

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
LocationGreaterAntilles.png

An Antilhez Brasañ a reer eus ur strollad peder enezenn vras eus an Antilhez, e-skoaz stroll an Antilhez Bihanañ.

Ar peder enezenn[kemmañ]

Bez' ez int, eus ar vrasañ d'ar vihanañ anezho:

Int-i a c'holo kement ha 90 % eus gorread an holl Antilhez. A-wechoù e stager oute enezeg ar Bahamas.

Abalamour da istor an trevadennerezh eo ar spagnoleg a gomzer dreist-holl enno.

Douaroniezh[kemmañ]

Pobloù[kemmañ]

  • A orin afrikan eo ar braz eus an dud, evito da vout hironet gant Europeaned. Komz a reer eus kreolegezh a vije liamm sevenadurel an holl inizi.


Hin[kemmañ]

Klouaraet e vez an hin en arvor an inizi gant an avelioù-kenwerzh, a vez o c'hwezhañ a-hed ar bloaz. Ehan ebet ne vez dezhe nemet pa zegouezh barradoù war ar Meurvor Atlantel. Tommoc'h e vez en doaroù. Seul uheloc'h an douaroù, seul vrasoc'h ar glebor, ma tigresk an tommder. Daou goulz-bloaz zo:

  • ar c'houlz sec'h eo ar freskañ, eus Kerzu da Vezheven, anvet ivez koulz ar C'horaiz;
  • ar c'houlz gleb eo an tommañ, eus Mezheven da Gerzu, pe ar c'houlz kelc'hwidennek.