Anjouan

Eus Wikipedia
Kartenn Anjouan

Anjouan, pe Nzwani, pe Ndzuwani, zo un enezenn e Komorez, e Meurvor Indez. 424 km² eo he gorread ha war-dro 270 000 annezad zo enni. Mutsamudu eo ar gêrbenn.

Er bloavezhioù 1500 e voe savet sultanelezh Ndzuwani a yae an enez a-bezh d'he ober. E 1886 ec'h eas dindan gwarez Bro-C'hall ha staget ouzh ar Stad-se e 1912. E miz Kerzu 1974 e tibabas an annezidi bezañ dizalc'h diouzh Bro-C'hall hag unanet ouzh republik Komorez.

Digevrediñ a reas diouzh Komorez e 1997 ha dont da vezañ Stad Anjouan d'an 3 a viz Eost, gant Abdallah Ibrahim prezidant. E 1999 e roas Ibrahim e zilez ha kemeret e voe ar galloud gant Mohamed Bacar dre un taol-nerzh. E 2002 e voe adunanet an enez ouzh Komorez. Hervez Bonreizh nevez Unaniezh Komorez e oa pep a brezidant gant an teir enezenn emren hag ur prezidant evit an Unaniezh. Bacar a voe dilennet da brezidant Anjouan evit pemp bloaz. Goude e dermen ec'h aozas un dilennadeg e-maez lezenn hag embann adarre dizalc'hiezh Anjouan e miz Gouere 2007. E miz Meurzh 2008 e voe aloubet an enez gant an arme komorian ha Bacar a zeuas a-benn da dec'hel kuit da enez Mayotte. Moussa Toybou a c'hounezas an dilennadeg aozet e miz Even ha mont da brezidant an enez emren.