Brezel saoz-hag-irakian

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Soudarded saoz e-tal Bagdad d'an 11 a viz Even 1941

Ar brezel saoz-hag-irakian a vez graet eus ur brezel berr etre ar Rouantelezh-Unanet ha gouarnamant broadelour Rouantelezh Irak e-pad an Eil Brezel-Bed. E reuz a reas etre an 18 a viz Ebrel hag an 30 a viz Mae 1941. Daoust d'e verrder e echuas ar brezel gant kreñvadur bezañs ar Saozon er vro, distro ar rejant a-du gant Breizh-Veur, ar priñs Abdul Illah, ha gant kresk droukrañs ar vroadelourien a-enep ar vonarkiezh a-du gant Breizh-Veur. Diouzh tu an Irakiz e voe 2500 den lazhet pe dianadet ha 6000 prizoniad ha 1200 den lazhet pe dianadet diouzh tu Breizh-Veur.

Abegoù[kemmañ]

Rouantelezh Irak a oa dizalc'h en un doare ofisiel abaoe an 3 a viz Here 1932 met chom a re dindan gward Breizh-Veur. Ar skrid-emglev saoz-hag-irakian eus 1930 a briente dizalc'hiezh ar vro dindan un nebeud divizoù. Aotren a rae ar Saozon da gaout kampoù er vro ha hag ar gwir a roe d'o soudarded da dremen en holl ar vro. Displijet e oa kalz Irakiz gant an dra-se ha ne soñje ket dezhe e oa dizalc'h o bro da vat peogwir e oa c'hoazh ur vonarkiezh meret gant Breizhveuriz en he fenn. Fellout a rae da Vreizhveuriz mirout o c'hrog war eoul-maen Irak. Ezhomm o doa eus ur gouarnamant a-du gante evit un hevelep strategiezh.

E 1939, gouarnamant Breizh-Veur a bouezas war ar rejant Abdul Illah evit ma tisklêrfe ar brezel d'an Trede Reich goude aloubadeg Polonia. Koulskoude e lavaras ar c'hentañ ministr Rachid Ali al Gaylani, a-enep Breizh-Veur, ne oa ket evit terriñ an darempredoù diplomatek gant Alamagn. Goude bezañ bet rediet da reiñ e zilez e reas un taol-Stad e 1941 mes ne ziskaras ket ar vonarkiezh. Abdul Illah a oa kemeret e lec'h gant ur rejant all, na oa ket ken a-du gant ar c'hevredad gant Breizh-Veur. Ali, deuet kentañ ministr en-dro, a glaskas strishaat gwirioù ar Vreizhveuriz divizet e skrid-emglev 1930. Ne oa ket a-du gant an Nazied en un doare disklêriet, met kroget e oa d'en em glevet gant an Trede Reich. Nebeut amzer goude ma oa kemeret ar galloud gantañ, unan eus e zivizoù kentañ a oa nac'hañ dilestradeg an eil brigadenn eus an 10vet rannarme indian e Bassorah.

Fellout a ra dezhañ mont a-du gant an Ahel hag esperout a ra un harp milourel a-berzh an Alamaned. Sinañ a reas un emglev kuzh gant kannadour Italia. Raktresiñ a rae an destenn unaniñ Siria hag Irak, ha broadelañ an eoul-maen. Ar gompagnunezh vroadel krouet evel-se a oa da vezañ renet da 75% gant Alamagn hag Italia. En eskemm e lezfe Siria-Irak tri zachad kreñvaet eus 25 km pep hini, en-dro da borzhioù-mor, d'an Italianed ha d'an Alamaned[1].

Troc'het e oa an eoulsan etre puñsoù an Iraq Petroleum Company ha Haifa, e Palestina, gant an Irakiz a gasas an eoul-maen da Dripoli e Liban, dindan evezh Renad Vichy[2].

Komandant arme Breizh-Veur er Reter-Kreiz a roas an urzh da gas an 10vet rannarme troadegiezh indian eus Breizh-Veur, renet gant ar jeneral Edward Quinan. Dilestrañ a reas ar soudarded e Bassorah d'an 18 a viz Ebrel 1941. Ar pal kentañ a oa kemer ha difenn porzh Bassorah a oa sellet gant Churchill evel ur porzh n'hallent ket dioueret da verañ an dafar a zeue eus ar Stadoù-Unanet. Ur gefridi all a oa cheñch gouarnamant Irak ha gwareziñ mad Breizh-Veur er vro.


Notennoù[kemmañ]

  1. (fr) PARTIE 1 - QU'EST-CE QU'UN IRAK LIBRE ?, Mostapha Benhenda, École normale supérieure
  2. L'Armée de l'Air de l'armistice. 4. Le Levant, Aerostories

Mammennoù[kemmañ]

  • London Gazette du 02/07/1946 Danevell ar jeneral Archibald Wavell diwar-benn an emgannoù en Irak hag e Siria eus ar 7 a viz C'hwevrer betek ar 15 a viz Gouere 1941, pp 3438 ha goude.
  • London Gazette du 13/08/1946 ; Rapport du général Archibald Wavell sur les opérations en Irak, en Syrie et en Iran du 10 avril 1941 au 12 janvier 1942.
  • François de Lannoy, "La guerre en Irak", 39-45 Magazine n°195 miz Du 2002.
  • Colonel David Smiley, Au cœur de l'action clandestine. Des Commandos au MI6, L'Esprit du Livre Éditions, 2008 (troidigezh Irregular Regular, 1994).
  • John Bagot Glubb Pacha, Soldat avec les Arabes, Plon, 1958.
  • The Household cavalry at war : First Household Cavalry Regiment gant ar c'horonal Everard Humphrey Wyndham (1888-1970, MC) - ti-embann Gale & Polden Ltd - Aldershot - 1952.

Liammoù diavaez[kemmañ]