Republik Poblel Tannu Tuva

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Tьвa Arat Respublik
Republik Poblel Tannu Tuva
Stad-heulier
Flag of the Republic of China 1912-1928.svg
1921 – 1944 Flag of the Soviet Union.svg
Flag Coat of arms
Flag ardamezioù
Location of Tannu Tuva
Kartenn Republik Poblel Tannu Tuva
Kêr-benn Not specified
Yezh(où) Tuvaeg, rusianeg
Relijion Boudaegezh, Chamaniezh
Political structure Stad-heulier
Ministr Kentañ Salchak Toka
' Etre-brezel
 - Krouet Eost 14
 - Staget Here 11
Gorread
 - 1990 170 500 km2
65 830 sq mi
Poblañs
 - 1990 est. 366 000 
     stankder 2,1 /km²  (5,6 /sq mi)

Ur Republik Soviedel berrbad e oa Republik Poblel Tannu Tuva (ruseg: Тувинская Народная Республика), bet krouet e 1921 war takas ez-Tuva (anvet ivez Uryanc'hayskiy Krai) hag aet da get e 1944.

Trec'h e oa bet an Arme Ruz war d-Tuva e miz Genver 1920 ha addisklêriet e oa bet emrenerezh Tuva.

D'ar 14 a viz Eost 1921 e voe krouet gant ar Volcheviked ur Republik Poblel anvet Tannu Tuva hag a badas betek 1926.

E Belotsarsk (ruseg: Белоцарск) e voe staliet ar gêrbenn, deuet da vezañ adanvet Kyzyl ("Ruz" er yezhoù turkek; kirillek: 'Кызыл').

Sinet e voe ur feur-emglev etre an Unaniezh Soviedel ha Republik Poblel Mongolia e 1926 o kadarnaat statud emren Tannu Tuva.

Donduk Kuular a oa Kentañ-Ministr kentañ Tuva ha gantañ e oa bet lakaet ar voudaegezh da relijion ofisiel ar Republik. Klask a reas ivez herzhel ouzh Rusiz da vont d'en em staliañ er vro o kas gante eno propaganda soviedel en ur glask stardañ liammoù gant Mongolia. Muioc'h-mui e tisplije an emdalc'h -se da Rusia hag a-benn ar fin e oa bet harzhet ha barmet da vervel Kuular e 1929.

E 1930 e oa bet dilennet gant Rusia pemp ezel eus Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter (KTUV) da vezañ komiserion dreistordinal. Feal-tre e oant e-keñver Stalin ha naetaet e oa bet gante Strollad Komunour Tuva dre skarzhañ un drederenn eus e izili. Kaset e oa bet war-raok ivez ar politikerezh kenstrollañ ha mac'het e oa bet war ar voudaegezh hag ar chamanegezh o klask stourm a-enep d'ar relijion.

Anvet e oa bet unan eus ar gomiserion, Solchak Toka e anv, da Sekretour-Meur Strollad Dispac'hel Pobl Tuva e 1932 ha menel a reas-eñ evel penn ar vro betek e varv e 1973.

D'an 11 a viz Here 1944 e oa bet asantet gant breujoù Tuva (ar C'houral bihan) en em stagañ ouzh an Unaniezh Soviedel evel Oblast Emren Tuva.

Anvet e oa bet Soltchak Toka da Benn-Sekretour Strollad Komunour Tuva ha dont a reas Tuva da vezañ ur republik emren anvet Republik Sokialour Soviedel Emren (RSSE) Tuva e diabarzh RSKS Rusia) adalek an 10 a viz Here 1961 betek 1992.

Bremañ eo deuet ar Republik Poblel da vezañ ur rann eus Kevread Rusia gant an anv "Republik Tuva".

Burutellet eo bet adstalian emrenerezh Tuva adarre met betek-hen n'eo ket bet lakaet e pleustr, dreist-holl abalamour da bouez ekonomiezh Rusia er vro hag ivez peogwir ez eus meur a hini a-orin rusek a vevañ eno, daoust ha m'emañ an darn vrasañ eus ar boblañs a-orin tuvek (war-dro 75%)