Organeg daskemmet he genoù
Hervez disentez 2001/18/CE Parlamant ha Kuzul Europa e reer Bevedeg[1] Daskemmet e C'henoù (BDG) eus kement bevedeg ez eo bet daskemmet dezhañ e zanvezioù genetek dre un doare na c’hoarvez ket ent-naturel dre baotadur ha/pe dre adstummadur naturel[2].
Dre deknikoù dreistijin-genetek e treuzkaser ur gen pe veur a hini e genotip ur bevedeg, da lavaret eo hollad e c'henoù, a-benn kas doarennoù nevez dezhañ. An teknikoù-se a c’hell bezañ implijet kement war loened, fungi, plant pe c'harvevien.
Liesseurt eo orin ar genoù a dreuzplanter : ur viruz, ur vakterienn, ur blantenn, ur foueenn, ul loen, pe c'hoazh korf un den.
Ar BDG eus ar molekul d'ar bevedeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er par molekulel – an TDN
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An TDN (Trenkenn Dezoksiribo-Nukleek) zo ur geurvolekulenn a zo e nukleüs kelligoù pep boud bev, prokariot pe eukariot e vefent.
Dougen a ra an holl zitouroù genetek a ya d'ober fenotip ar boud, da lavaret eo hollad perzhioù e gorf. Orin mont-en-dro enaozadur ar protein eo an TDN ivez, ha dre ar protein e vez savet ar fenotip. Douger an hêrelezh eo an TDN c'hoazh, dre ma c’hell ar volekulenn-se bezañ eilet ha kaset d'un diskennad(ez) e-kerzh ar paotadur pe ar gouennadur.
An TDN eo an danvez pennañ a ya d'ober ar c’hromozomoù ; dizalc'h eo er c’helligoù prokariot dre ma n’eo ket dispartiet an nukleoplasm hag ar c'hitoplasm gant goloenn an nukleüs er c’helligoù-se. E nukleüs ar c’helligoù eukariot ez eus TDN ivez, daoust d'an nukleoplasm bezañ disrann diouzh ar c'hitoplasm.
Doubl eo stumm ar geurvolekulenn-se, a zo rannet e div chadennad nukleotidoù liammet an eil gant eben dre ereoù gwan. Pep nukleotid zo savet gant ur fosfat, ur sukr (dezoksiriboz) hag ur vazenn azotek.
Er par kelligel – eus an TDN d'ar protein
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit tremen eus an TDN d'ar protein e ranker :
- treuzskrivañ an TDN e TRN (Trenkenn Ribo-Nukleek) ;
- treuzkas an TRN eus an nukleüs betek ar c'hitoplasm ;
- treiñ an TRN da broteinenn.
Pa ’z eo bet kevanaozet ar broteinenn e vez dieubet hag e ya d’ober he labour : sevel ar bevedeg hag e lakaat da vont en-dro.
Diwar gement-se ez eo bet savet ar BDG, dre zaskemmañ ar genoù ha neuze ar protein kevanaozet a-benn pinvidikaat, sikour, buanaat pe eeunaat mont-en-dro ur boud bev.
An dreistijin genetek a servij neuze da zaskemmañ, lemel pe zegas an doareenn-mañ-doareenn. Pal an treuzfurmadur eo :
- degas ur gefridi nevez ;
- nullañ pe greñvaat efeduster ur gefridi hag a zo dija er bevedeg.
Dre ma vez termenet an doarennoù-se e live ar genoù ez eo el live-se e vo daskemmet ar bevedeg, dre-se e teu da vezañ ur Bevedeg Daskemmet e C'henoù, ur BDG.
Ar genoù kemeret ha/pe zaskemmet a zeu eus bevedegoù hag a zo gouest da lieskementiñ o danvezioù genetek hag a c’hell ivez en em veskañ en hon endro ; da skouer : daskemmet e vo bet en ur blantenn BDG kement hag ar pezh a genderc'ho : he greun, he frouezh, he brenn hag all.
Mar ne baota ket ar bevedeg e-unan, pe mar ne baota ket e gelligoù a-hed an amzer, e tremener dre ur vakterienn ma lakaer ar gen nevez. Pa baotao ar vakterienn e paotao ivez he genotip, ha dre-se e vo kenderc'het meur a c'hen a-benn o c'has er bevedeg a zo da zaskemmañ, hag a zeuio da vezañ ur BDG.
E par ar bevedeg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre eskemmañ, ouzhpennañ pe dennañ genoù e taskemmer neuze doareennoù, mont-en-dro ha stumm ur bevedeg. Evit sevel ur BDG avat ez eo ret gouzout da gentañ peseurt gen a vo ouzhpennet, tennet pe zaskemmet.
Ar pezh zo, petra bennak ma vez disheñvel genoù ur bevedeg diouzh re unan all e vezont kodet bepred dre bevar nukleotid an TDN : an adenin (A), an timin (T), ar guanin (G) hag ar c'hutosin (C). Pep bevedeg a c’hell neuze treuzskrivañ ar genoù-se e TRN hag a vo troet e proteinennoù, ha pa vefent en e gelligoù orin pe bet enframmet en un doare kalvezadel.
Dre ma 'z eo dibar pep bevedeg ne c‘heller ket gouzout petra e vo efed ur gen daskemmet ennañ ; prouadoù a ranker ober neuze, da c’houzout petra a c'hoarvezo pa vo tennet ur gen, da skouer ur gen anavezet a anver « G », pe pa vez ouzhpennet ar gen G-se. War lapined e kaser an arnodoù-se peurvuiañ rak damheñvel eo o bevedeg ouzh hini un den ; dre-se e teu aes evezhiañ ar pezh a c‘hoarvez pa zaskemmer ar gen G. Pa vez ouzhpennet pe nullet ur gen G e c'hall c'hoarvezout kemm en un doareenn hepken, met kemmoù a c'hall c'hoarvezout e metabolegezh ar bevedeg a-bezh.
- Gen enep amprevaned
- Degaset e vez an eneberezh-se d'ar plant dre c'henoù a god un doare endotoksin proteinek kenderc'het gant bakteriennoù an douar: ar Bt.
- Gen enep dilouzaouer
- Servij a ra da skuilhañ un dilouzaouer war ur blantenn ha tro-dro dezhi hep na varvfe ; kemeret e vez dreist-holl war genoù ar c‘hrug, ha gouzañv a ra ar glufosat (danvezenn oberiant an dilouzaouer Roundup) hag ar glufosinat ammoniom (a zo en dilouzaouer Basta).
- Gen difrouezhusted parel
- Ar gen-se (Banase) a god ur ribonukleotid a zo reoliet a-benn bezañ efedus er greun brenn hepken. Enebiñ a ra ouzh enaozadur ar molekulennoù TRN a gemer perzh er frouezhadur. Implijet eo bet en Europa evit mirout ouzh ar ribonukleotid-se da frouezhañ ha neuze da grouiñ plantadurioù heñvel-gen, da lavaret eo parezed hepken enno.
- Gen dalc'henn eus genoù all
- Enframmet e vez ur gen a-eilpenn en ur gen buk ; a-wechoù e tegaser ur gen a zo en tu mat, met daskemmet urzh e nukleotidoù (A el lec'h ma oa C, pe T el lec'h ma oa A, da skouer). Bezañs ar gen a-eilpenn a wana efedusted ar gen buk, ar pezh a vir ouzh enaozadur ar protein buk.
Aozañ ur BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh pazenn zo en argerzh krouiñ ur BDG
- 1. Dibab ar gen rekis
Ar gen anvet « Bt », tennet eus ar vakterienn Bacillus Thuringiensis, vo kemeret evel skouer ; servijout a ra da genderc'hañ un amprevanlazher.
- 2. Eztennañ ar gen eus e TDN orin
- Ar plasmid (kromozom) a eztenner eus ar vakterienn
- Gant enzimoù-strishaat e troc’her tro-dro d'ar gen en ur zerc’hel ur rible dezhañ ; tric'hementiñ a reer nukleotid penngaser ar gen ha nukleotid dibenn ar roer.
- 3. Raskañ ar penngaser hag an dibenn
Spesadel d'ar blantenn pe d'ar bevedeg eo penngaser ha dibenn ar gen. Eztaoladur ar gen eo o c'hefridi. En edoù ne vez ket eztaolet ar gen gant penngaser ar vakterienn ; dre-se ez eo ret eztennañ ar penngaser hag an dibenn dre enzimoù-distruj all.
- 4. Adsevel ar gen
Ret eo lakaat ar resever da anavezout ar gen, neuze e vez staget outañ ur penngaser hag un dibenn anavezet gantañ.
- 5. Lieskementiñ ar gen
Ret eo lieskementiñ ar genoù adsavet a-raok o implijout. Gant bakteriennoù stomog mab-den e vez graet, peogwir ne baouezont ket a baotaat.
- Plasmidoù a eztenner eus bakteriennoù ur stomog.
- Etre daou c'hen e troc'her ar plasmidoù-se.
- Enframmañ ar genoù daskemmet er plasmidoù-se a reer da c'houde.
- Adenframmañ ar plasmidoù en o bakterienn orin a reer neuze.
- Degas a reer d'ar vakterienn-se ar pezh he deus ezhomm evit paotaat (glukoz ha maguzennoù all) en un endro 37°C e dommder, da lavaret eo gwrezverk reizh korf mab-den. Dre baotadur ar bakteri e paotao ivez o genotip, ha dre-se e vo lieskementet a-galz ar gen daskemmet.
- 6. Enframmañ ar plasmid er blantenn
Meur a zoare zo da enframmañ genoù er plant ; ar biolistik[3] eo an hini a vez arveret an aliesañ : korrvouligoù induet a blasmidoù a zoug ar gen daskemmet kemeret er bakteriennoù a vanner gant ur c'hanol TDN.
- Ar c’hanol a vann ar meskajoù-se er bagudennoù.
- Treuzet eo pep bagudenn gant ur gorrvoulig a lez enni plasmidoù pe tammoù TDN hepken ; chom a ra neuze ar gen daskemmet e kelligoù ar vagudenn.
- Ar bagudennoù tizhet a enframmo ar genoù daskemmet en o genotip.
- 7. Dibab ar plantennoù daskemmet
- Diwar boestadoù e tibaber bagudennoù daskemmet evit gouzañv un dilouzaouer resis.
- Skuilhañ a reer an dilouzaouer-se warno.
- Gwiriekaet e vez neuze a-hed an amzer hag-eñ e c'houzañvont an dilouzaouer hep mervel hag e chomont gwarezet a-hed an amzer.
Istor ar genetik hag ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1866 Gregor Mendel, ur manac’h, a gav lezennoù an hêrelezh.
- 1941 George W. Beadle hag Edward L. Tatum a gav ez eo renet enaozadur ar protein gant ar genoù, met n’anavezont ket natur ar genoù-se.
- 1944 Oswald Avery, Maclyn Mc Carthy ha Colin Mc Lead a brou ez eo an TDN a ya da sevel ar genoù hag a ren an hêrelezh, ha n’eo ket protein ar c'hitoplasm evel ma veze kredet a-raok.
- 1953-1955 Francis Crick ha James Watson a zeskriv framm an TDN. Goulakaat a reont ez eo diazezet enaozadur ar protein war an TRN kannad hag a vez treuzskrivet en nukleüs diwar an TDN a-raok bezañ troet en organitoù ar c'hitoplasm.
- 1970 Dont a ra Hamilton Smith ha Kent Wilcox a-benn da c'houbarañ ar broteinenn Hind II, un enzim bakteriel hag a goazh ar molekulennoù TDN. Ar seurt sizailh gimiek-mañ a droc’h an TDN a-dammoù a c’hell bezañ enframmet e TDN spesadoù all ; tu zo neuze da dreuziñ ar vevenn etre ar spesadoù.
- 1973 Er vakterienn Agrobacterium Tumefaciens e kaver ar plasmid Ti hag a ro tro da zegemer ur gen a zoug un ditour genetek klasket, ha d'e enframmañ e genom ur blantenn.
- 1983 Mary Dell Chilton hag Andrews Binns a grou ar blantenn dreuzgenel gentañ, ur blantenn vutun, dre enframmañ ur gen goell en he genom.
- 1985 Kentañ blantenn daskemmet e c'henoù hag a harz ouzh an amprevaned.
- 1986 Krouidigezh ar « C’huzul Dreistijin Biomolekulel » (Commission de Génie Biomoléculaire) hag a ziviz hag aotreet eo lakaat war ar marc’had un aozad BDG, hag a briz diferadennoù strewerezh ar BDG en diavaez.
- 1987 Kentañ plantenn dreuzgenel hag a zalc'h penn d'un dilouzaouer.
- 1988 Kentañ ed treuzgenel (maiz hag a zalc'h penn d'ar c'hanamisin, ul louzaouenn).
- 1989 Krouidigezh ar « C’huzul Dreistijin Genetek » (Commission de Génie Génétique), hag a varn riskloù ur BDG nevez a-raok ma vefe aotreet e implij.
- 1990 Unaniezh Europa a embann div lezenn nevez diwar-benn ar BDG :
- • an disentez 90/219/CEE, diwar-benn implij korrvevedegoù daskemmet o genoù (MDG) e lec’hioù kloz (labouradegoù) evit ar greanterezh hag an enklask[4] ;
- • an disentez 90/220/CEE, a reoilh strewerezh ar BDG evit an enklask hag an emdroadur. Rediañ a ra e vefe gwiriet, a-raok strewiñ pe lakaat war ar marc’had ur BDG bennak, e efedoù war ar yec’hed denel, ar yec’hed loenel hag an endro[5].
- E 1990 ivez e voe ar blantenn BDG gentañ lakaet war ar marc'had : ur blantenn vutun, e Sina.
- 1994 Kentañ legumaj BDG lakaet er c'henwerzh, e Stadoù-Unanet Amerika : tomatez « Flavr Savr », gorrekaet o azverezh[6].
- 1996 Kentañ gounezerezh Plant Daskemmet o Genoù (PDG).
- 1997 Kentañ butun o produiñ hemoglobin.
- E Bro-C'hall : kentañ PDG aotreet er gounezerezh, ar maiz BT, hag a zalc'h penn d'an amprevaned dre broduiñ un toksin lazhamprevan a-drugarez d'ur gen eus ar bakteri Bacillus Thuringiensis ; an toksin Cry1Ab a c’hell lazhañ ar biskoul anvet « piraled », a zebr ar maiz.
- 1998 10 a viz Meurzh : staliadur ar « C’huzul Skiantel Bioevezhiañs » (Conseil Scientifique Biosurveillance)[7].
- 1999 1añ a viz Ebrel : krouidigezh an AFSSA (Agence Française de Sécurité Sanitaire des Aliments)[8].
- 20 a viz Mae : ar skiantour John Losey a embann er gelaouenn skiantel saoz Nature ur pennad diwar-benn riskl pollen ar maiz Bt evit ar balafenned eus ar spesad Danaus plexippus.
- 24 a viz Gouere : Europa a diviz goursezañ diwar-benn ar BDG hag a zifenn aotreañ PDG nevez evit ar c’henwerzh.
- 2000 Miz Ebrel : reolenn europat nevez diwar-benn an tikedennañ : bezañs BDG a rank bezañ meneget pa vez muioc’h eget 1% anezho en aozad pe aozad.
- Miz Mae : merzout a reer ez eus BDG e gwirionez eus hadoù kolzac'h hag a oa brudet bezañ di-BDG, gwerzhet gant an embregerezh Advanta ha plantet e meur a vro. E Bro-C’hall ez eus goulennet digant ar gouarnamant distruj ar parkeier kontammet.
- Eus miz Gwengolo betek miz Kerzu : tabutoù a vez aozet e 60 kêr e Bro-C’hall ; en diwezh e nac'h an dud beveziñ molekulennoù nevez pa na vez ket anavezet o efed war hirdermen war bevedeg mab-den.
- 2001 Kuzul Europa a ginnig div reolenn nevez a-benn gwellaat oliadusted ha tikedennañ ar BDG.
- Miz Eost : e Bro-C'hall, distrujet ez eus parkadoù BDG gant an aozadur gall Confédération paysanne.
Un nebeud BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]PDG talvoudus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Butun gouest da broduiñ hemoglobin
- Implijet evit degas gwad, ober ensikladennoù. Ijinet ez eus bet ivez butun gouest da broduiñ molekulennoù a vefe arveret a-benn pareañ ar skleroz strewek, ur c'hleñved a vir ouzh an dud a fiñval. Deuet eo ar skiantourien a-benn da grouiñ ur butun gouest da gevanaozañ antikorfoù da vukañ ar c’hrignoù-bev. Butun dinikotin zo bet ijinet ivez. Un embregerezh amerikan zo e-soñj krouiñ ur butun a-enep an dent fall.
- Ar geot-gall a-enep ar c’hign-bev
- Gant Louis-Philippe Vézina, un enklasker e Kebek eo bet daskemmet geot-gall (Medicago sativa). Produiñ a reont kalz interleukine II, ul louzaouenn a-enep ar c’hrign-bev, na vez ket kavet kalz mod-all hag a goust ker-ruz. Hervez Vézina e c’hellfe ar parkadoù geot-gall dont da vezañ pourvezerien pennañ an apotikouriezh. Deuet eo a-benn Vézina da lakaat geot-gall da enaozañ kediuzennoù gouest da anavezout ar c’hevredad gwad[9].
- Bananez-vaksinañ
- Gant an dreistijin genetek e vo tu da vaksinañ poblañsoù a-bezh, hep na verzfent tra ebet. Emañ ar skiantourien e sell da grouiñ ur spesad bananez a brodufe antigenoù an avufooù A ha B. Dibabet eo bet ar bananez abalamour ma kreskont er broioù paour ma vez an avufo ur c'hleñved-red alies, hag ivez abalamour ma vezont debret kriz gant an dud rak diefed e vefe ar bananez PDG mar befent poazhet.
- Fungi a-enep an drammoù
- An embregerezh Monsanto en deus bet ur yalc'had a 5 milion a zollaroù digant ar gouarnamant stadunanat evit krouiñ ur fungi a dagfe ar c’hanab (Cannabis sativa indica) hag ar c’hoka (Erythroxylum coca) dre o gwrizioù. Ar fungi Fusarium oxysporum a vo daskemmet gant ar pal-se, pa dag an tomatez dija ; a-benn nebeut e vo implijet e Kalifornia evit distruj parkadoù marijuana berzet.
PDG dic'hortoz o efedoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Krouet ez eus bet ur goell BDG evit gwellaat goadur an alkool, met gant ar goell-se e veze produet 30 gwech muioc'h a vethilglioksal eget an hevelep goell digemm ; pistrius-kenañ eo ar methilglioksal.
- Emañ Monsanto o klask lakaat ar c'holzac'h da enaozañ muioc’h a garotenoid, un danvezenn a servij da broduiñ ar vitamin A ; merzet ez eus bet e kenderc'h ar blantenn kalz nebeutoc'h a vitamin E hag a glorofil.
- Skiantourien all o deus klasket daskemmañ enaozadur karotenoid an tomatez gant sikour ar genetik. Bihanoc'h eget kustum avat e teue ar plant, hep na oufer perak.
- Soja BDG, anvet Roundup Ready (RR) ha krouet gant Monsanto, a varv aes pa vez re domm an amzer ha pa vez un tamm nebeutoc’h a zour eget ma vez dleet, sur a-walc’h peogwir a vez enaozet muioc’h a lignin gant ar blantenn. Ouzhpenn-se, etre 12 ha 14% izeloc’h eget er soja boaz eo ar c'hementad a fitoestrogenoù er plant BDG.
- En avaloù-douar ez eo bet uhelaet pe izelaet en un doare dic’hortoz ar c’hementad a glikoalkaloid, un toksin, a-c'houde arnodoù embregata genetek disheñvel na oa ket o fal daskemmañ ar c'henderc'hañ toksinoù en avaloù-douar.
PDG aotreet en Europa hag e Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aotreet eo kenderc'hañ, treuzfurmiñ ha gwerzhañ :
- ar butun ITB-1000-0X, a c’hell enebiñ ouzh un dilouzaouer ;
- ar maiz Bt-176, a c’hell enebiñ ouzh ar piraled hag ouzh un dilouzaouer ;
- ar maiz MON 810, a c'hell enebiñ ouzh ar piraled ;
- ar maiz T 25, a c’hell enebiñ ouzh un dilouzaouer.
PDG aotreet e Bro-C'hall hepken ha ket e Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar soja 40-3-2, a c’hell enebiñ ouzh un dilouzaouer ;
- ar maiz BT-11, a c’hell enebiñ ouzh ar piraled hag ouzh un dilouzaouer ;
- unnek bouedenn BDG zo bet aotreet da vezañ gwerzhet d’an dud : eoul kolzac'h, hag aozadoù deveret eus ar maiz (bleud, amidon, glukoz, eoul).
BDG nevez-krouet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An avaloù-douar-lost-lou, a zo leun a brotein ;
- ar givri-kevnid, a genderc'h en o laezh gwiadoù gweñv par da re ar c'hevnid ;
- ar riz-bleunioù, a zo riz melen leun a veta-karoten ;
- ar moc’h-kranked, melen ha lufrus o mourroù ;
- ar c'helien-krank, a vann gouloù ;
- ar c'hotoñs-lapin, evit ma vefe dousoc’h ;
- an avaloù-douar-kraoñ Brazil, a zo bet dilezet dre allergiezh ;
- an avaloù-douar-bleuñv-erc’h, a zo bet devet peogwir e oant kankreiat-meurbet ;[11]
- an avaloù-douar-krank, a zo lufrus ;
- an avaloù-douar-viruzoù, a zo bet arnodet evit vaksinañ an dud ;
...ha reoù all c'hoazh.
Ekologiezh ha PDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Enep ar BDG hag ar PDG e sav difennerien an ekologiezh, gant gwir abeg alies.
Ar soja Monsanto
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E soja treuzgenel BDG an embregerezh amerikan Monsanto, ur gen enframmet a warez ar blantenn diouzh an dilouzaouer Roundup (a zo gwerzhet gant Monsanto ivez) dre ma vez kenderc'het molekulenn oberiant ar Roundup gant ar blantenn hec'h-unan.
Un dilouzaouer « hollek » eo ar Roundup dre ma lazh an holl blant, koulz ar re a venner mirout hag ar re a venner lazhañ, war-bouez ar plant a endalc'h ar gen gwarezer-se.
Hollret eo d'ar gouerien hag a c'hounez ar soja BDG Monsanto implijout an dilouzaouer Roundup. Dre-se, Monsanto a laka kresk war marc’had e zilouzaouer ha war hini e blant treuzgenel, ar pezh a gemm ar c'henderc'hadur gounezkimiek betek distruj an endro hag ar struzh.
En ur gounezerezh naturel ez eo bevennet implij an dilouzaouerioù hollek, abalamour d'o efedoù war ar plant gounezet hag ar re a zo tro-dro d’ar parkadoù. A-gementadoù bras-kenañ e kenderc'h Monsanto e soja KG, neuze e tegas ur saotradur bras en douar e meur a zoare hag ar gweleadoù freatek a vez saotret ivez.
PDG hag ekoreizhiad naturel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Argerzh naturel an emdroadur en deus kaset pep spesad da emdreiñ en un endro spesadek dezhañ, da lavaret eo dre etrewezhiadur boudoù bev resis en ur metoù bennak (en un doare geologel ha hinel). Enplantañ ur spesad en diavaez eus e vetoù orin a gas peurvuiañ d’ur gwallreuz ekologel.
Da skouer ar bezhin Caulerpa taxifolia o tont eus Meurvor Indez, a zo bet kavet er Mor Kreizdouar oc’h aloubiñ un enezenn hag o chalañ ar bezhin henvroat betek o distruj ha kemer o lec'h, ha dre-se lazhañ spesadoù plant ha loened a vouetae diwarno abaoe milvedoù.
Heñvel eo ar riskloù gant ar BDG, ha dreist-holl ar plant treuzgenel, rak n’o deus ket a lec’h-emdreiñ, da lavaret eo n’o deus ket emdroet en un ekoreizhiad dibar, Gouest int da vevañ e forzh pe lec’h. Ar plant treuzgenel eo o fal enebiñ gwelloc’h ouzh ar preizherien pe ouzh enebourien naturel all, ar pezh a ro dezho un dreistelezh war ar spesadoù all, hag ar riskl eo e kasfent ar re-se da get en ur leuskel PDG hepken war an douaroù.
Ar plantadurioù henvroat eo a gas ar genoù spesadus d’ar PDG, met an aozadoù implijet a dago ar plant henvroat-se dre o heñvelded genetek. Taget int neuze gant kleñvedoù krouet abalamour d’o heñvelded ouzh ar PDG. Plantadurioù bedel e vo neuze ar PDG hep na chomfe eus ar spesadoù orin. Evel-mañ e teu ar soja, ar c’holzac'h hag ar maiz Monsanto, plantadurioù bedel, ezel eus ar BDG ha drastus d’an ekologiezh.
Saotradur dre ar PDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar saotradur treuzgenel anvet « saotradur genetek » n’en deus netra da welet gant forzh peseurt saotradur anavezet hiziv an deiz er bed : ne c'hall ket mab-den reoliañ e efedoù rak ar plant-se o deus urzh da baotaat dibaouez. Den ebet hiziv n'en deus keal pe geal a-zivout ar pezh a c'hoarvezo, ha dic'hallus e vo mont war-gil mar bez merzet efedoù dic’hoantaet en dazont.
Skiantourien c’hall an INRA (Institut National de Recherche Agronomique)[12] o deus merzet kontammerezh ar plant naturel gant ar PDG a zo bet lakaet tro-dro-dezho.
Un taol-arnod a zo bet graet gant an INRA e-pad bloaz en ur parkad kolzac'h kelc’hiek, 100 metrad e skin, gant kolzac'h naturel digemm e c'henoù tro-dro ha kolzac'h PDG en e greiz (10m skin).
Pa zeuas koulz produadur brenn ar plant e krogas an daou zoare kolzac'h d'en em barañ ; teir sizhunvezh diwezhatoc’h e voe stadet e oa troet an holl blantennoù da spesad nevez, ur paradur etre an daoù seurt kolzac'h a oa bet plantet.
Gouzout a reer e teu ar c’hontammerezhioù-se eus paradurioù trumm, gant eskemmoù genoù. « Lanviad genel » a reer eus an treuzkas-se.
Evit ar vezegiezh pe evit taolioù-arnod hepken e voe implijet BDG en deroù ha pelloc'h c’hoazh. Harzet gant mogerioù al labourvaoù e chome ar spesadoù BDG avat, ne oa eskemm ebet gant an diavaez hag an natur. Bremañ avat e vez implijet PDG el labour-douar, en egorioù dindan an amzer, neuze e c’hell forzh piv o gwelet, stekiñ outo hag o zreuzkas da forzh pe lec'h dre ar bed. Implijet, plantet, debret e vo ar BDG–se : binvioù n'int ket ken, boued gwirion int deuet da vezañ. Ne c'haller mui o displantañ, rak dre an treuzkas pe ar c'hontammerezh/saotradur genetek hepken ez int bet strewet war an douaroù dre ar bed tro-dro.
Hiziv an deiz e krou Monsanto ur spesad plant a genderc'h tri dilouzaouer a c'hall lazhañ an holl spesadoù plant a zo er bed : hini ebet ne c’hell enebiñ ouzh an dilouzaouerioù-se ha dreistbevañ. Peogwir e vez gwarezet ar plant BDG-se diouzh an dilouzaouerioù a genderc'hont-i n'eus dilouzaouer ebet er bed a gement a c'hall o lazhañ. Dre saotradur e vez kontammet ar plant naturel a gresk tro-dro d’ar parkadoù BDG-se, da PDG e troont gant ar genoù dilouzaouer, ha ne c'haller ket enebiñ outo ken.
Ur « saotradur genetek » a c'hoarvez neuze, hag a zo, er c’hontrol eus ar saotradur kimiek pe skinoberiant, dreistfaltazi penn-da-benn. Biken ne vo tu da zegas d'ul labourva en-dro ur gen a vefe bet strewet gant ar PDG-mañ-PDG.
Eskemmañ genoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou zoare zo d'ar plant da eskemmañ genoù.
- « A-serzh »
- An doare stadet peurvuiañ eo, hag anzavet gant al lezennoù.
- An eskemm genoù a c'hoarvez dre ouennadur ar plant, pa eskemmont o brenn pe o c'helligoù marv dre genstok, an avel, viruzoù, bakteriennoù, amprevaned, hag all, da lavaret eo en diavaez d'an douar.
- « A-blaen »
- Ar skiantourien a anavez an doare-se, n'eo ket anzavet gant al lezenn.
- Dre amprevaned an douar, kenstok ar wriziennoù hag all e vez eskemmet genoù etre ar plantennoù, ha saotret e vez al leur ez-genetek. Dek bloavezh zo rekis d'an douar evit ma ne vije mui roud ebet, greunenn ebet ken eus ur blantenn a zo bet plantet ennañ ha tennet war-lec’h. Saotret eo an douar neuze, hag an natur a brodu neuze BDG goude bezañ bet e darempred gant meur a hini, pe zoken unan nemetken.
PDG enep-amprevaned hag enep-viruzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kresk enebiezh an amprevaned ouzh ar plant
- PDG hag a zo aozet, gwerzhet hag aotreet e Frañs hiziv an deiz, evel ar maiz treuzgenel, zo savet diwar ur gen tennet eus ur vakterienn a vev en douar : ar Bacillius Thuringiensis (Bt). Enaozañ a ra ar gen-se un toksin er blantenn, hag he laka da vezañ gwarezet diouzh an amprevaned rak ne c’hellont ket ken he debriñ.
- Da skouer, pa vez enframmet ar gen Bt en ur blantenn vaiz, ha pa dro neuze da vaiz treuzgenel, e vez gwarezet diouzh piraled an edoù – ar biskoul brudetañ e Bro-C'hall dre o distrujoù — na c’hellont mui debriñ ar blantenn ha neuze en em staliañ enni.
- Er c’hontrol d'un amprevanlazher klasel a skuilher war ar plant, ar PDG a brodu anezhañ dibaouez. An amprevaned, dre ma vezont atav e darempred gant ar plant-se ha neuze gant an amprevanlazher-se, a zeuio boasoc'h-boasañ d’ar pistri. Nullet tamm-ha-tamm e vo efed an toksin Bt war an amprevaned-se, ha ret e vo skuilhañ un amprevanlazher all war ar PDG-se rak ne vo ket efedus ken an hini produet gant ar plant o-unan. Kreskiñ a raio neuze saotradur an douar, ha div wech muioc’h eget pa vez implijet amprevanlazherioù klasel nemetken ; war ar marc'had e vo ret ijinañ edoù BDG a genderc'ho un amprevanlazher nevez, betek ma teufe d’e dro da vezañ diefedus. Nebeut goude ez adkrogo ar mont-en-dro-se hag en diwezh e vo torret chadenn naturel hag amzerel an amprevaned, saotret an douar muioc’h-mui ha distrujet hon endro.
- Plant a zoug viruzoù
- Evit gwareziñ ur blantenn diouzh ur viruz – evel an tomatez diouzh ar viruz mozaik o laka da vreinañ – e vez treuzplantet enno ar gen hag a brodu ar viruz-se.
- Den ne oar perak, met pa vez produet ur viruz gant ur blantenn he-unan e teu ar blantenn-se da vezañ gwarezet diouzh tagadennoù ar viruz-se eus an diavaez. :Vaksinadur genetek a reer eus an teknik-se.
BDG ha geopolitikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levezonet eo hon endro gant ar BDG eta, hag efedoù o deus ivez war geopolitikerezh ar bed.
Tachennoù-implij ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peseurt talvoudegezh d'ar BDG ?
- En imbourc'h
Dre studiañ ar BDG hag an treuzgenadur e c'haller kompren gwelloc’h doareoù mont-en-dro ar genoù, o doareoù reoliañ hag ar protein kodet gante. Da skouer e c'haller enframmañ ur gen en ur vakterienn anavezet mat he fenotip, ha studiañ an doareennoù nevez a-benn kompren gwelloc’h perzh ar gen-se.
- En apotikouriezh
Dre implijout plant,loened pe vakteri daskemmet e c'haller kenderc'hañ louzoù pe vaksinoù nevez a-gementadoù bras ha marc'hadmatoc’h. Kemmet ez eus bet genoù bakteriennoù a zo a-benn o lakaat da broduiñ insulin denel a ensinkler evit pareañ an dud diabetek.
- Er greanterezh gounezvouedel
Dre zaskemmañ genoù plant e c'haller o lakaat da zerc’hel penn da louzoù pe da dilouzaouerioù, pe c’hoazh o lakaat da broduiñ o-unan un toksin gouest da lazhañ un amprevan.
Ar plant Bt zo plant bet ouzhpennet dezho ur gen eus ar bakteri Bacillus Thuringiensis, hag a zo neuze gouest da broduiñ un toksin hag a lazh ar piraled. Evit ar poent e vez produet maiz ha kotoñs Bt evit al labour-douar, hag arnodennoù zo graet war plant all hag a c’hello bezañ implijet a-benn nebeut.
Ar plant Bt a c’hell bezañ gounidus war verrdermen evit al labour-douar dreistproduer, a-benn kreskiñ c’hoazh ar produadur dre implijout nebeutoc’h a amprevanlazherioù hag en ur saotrañ nebeutoc'h neuze. Met war hirdermen e c'hello an amprevaned enebiñ ouzh an toksin produet a-gementadoù bras gant ar plant, evel ma 'z int bet gwelet o tont a-benn da enebiñ da veur a amprevanlazher boutin, ha ret e vo neuze kavout un diskoulm all. Ouzhpenn da se, mard eo pistrius an toksin-mañ evit ur spesad amprevaned e c’hell ivez bezañ pistrius evit spesadoù all, hag a c’hellfe bezañ breskoc’h ha dic'houest da enebiñ : evel-se eo bet diskouezet e c’helle ar plant Bt bezañ pistrius evit ar balafenned Danaus plexippus. Gallout a rafe ivez an toksin, war hirdermen bepred, kaout efedoù war bevedeg al loened a zebro ar plant... evel an dud, da skouer.
- Plant Roundup Ready Monsanto
Betek 40% eus gounid Monsanto a zeu eus an dilouzaouer Roundup, daoust d’e vreoued bezañ deuet foran e 2000. Ar glifosat C3H8NO5P eo ar volekulenn bennañ a zo ennañ ; gouest eo da lazhañ kement plantenn a zo, pa 'z a enni dre he delioù kent bezañ treuzkaset en he c'horf a-bezh. Lazhañ a ra ar blantenn dre herzel ouzh enaozadur ar protein rekis da sevenidigezh ar c’helligoù.
Gouest eo ar PDG Roundup Ready (RR), produet ha breouet gant Monsanto ivez, da zerc’hel penn da efedoù ar glifosat. Gouest e vo neuze al labourerien-douar da skuilhañ Roundup war o farkadoù RR, pa oa ret louzaouiñ ar parkad a-raok plantañ spesadoù nann-RR ennañ. Gant Monsanto e vez gwerzhet plant RR d'ar gouerien dre ur gevrat e redi da brenañ ivez ar Roundup a za gante.
Tost ken pistrius evit an dud hag evit ar plant eo ar Roundup. Ouzhpenn ar glifosat ez eus ennañ tallowamin polietoksilet (POEA), trenkennoù organek tost d'ar glifosat, hag isopropilamin. Euvradur hag analadur an danvezioù pistrius-se a zegas kudennoù yec’hed bras (krignoù-bev, kleñvedoù analañ ha kudennoù koazhañ). Kavet ez eus bet dija roudoù glifosat e plant bet hadet e parkeier ma oa bet skuilhet Roundup er bloavezh a-raok, rak en douar e chom ar volekulenn-mañ. Er plant a gresko er Roundup e vo sur a-walc’h muioc’h a roudoù eus ar glifosat, ha arvarus e ve o debriñ marteze.
Ouzhpenn-se, ar Roundup ha na chom ket en douar pe er plant a vo kaset dre ar glaveier betek ar stêrioù, hag a yelo da saotrañ an dour. En degouezh-se n'eo ket anat perzh ar BDG da wareziñ an endro, petra bennak ma vez bepred meneget gant an embregerezhioù pro-BDG.
A-hend-all, plant evel ar c’holzac'h hag an edoù a c’hello, dre ar vrennadur, kas o ditouroù genetek da blantoù all eus ar memes spesad, hag a zalc’hfe penn d’an dilouzaouer ivez neuze. Ur wech strewet an doareenn, ar plant da lazhañ na vint ket tizhet ken gant an dilouzaouer, ha ret e vo d’al labourerien-douar implijout un dilouzaouer disheñvel, gant hadoù hag a zalc’h penn dezhañ, betek ma teufe al louzoù a-benn da zerc’hel penn d’an dilouzaouer nevez, hag all ha kement zo.
Spletusoc'h eo ar plant Bt da Vonsanto eget d'al labourerien-douar neuze.
Dre ma 'z eo breouet hadoù Monsanto ne c’hell ket re an eostadoù bezañ adimplijet gant ar gouerien ar bloavezh war-lec’h : rediet int neuze da adprenañ hadoù bep bloaz. Setu eo ar BDG ur pezh-mell business evit seurt embregerezhioù : dister eo an dispign lakaet da broduiñ hadoù BDG e-keñver ar gounid a zegasont.
Hag an hadoù diwerzhet a c'hell bezañ "profet" d’ar broioù paour, hag ar re-mañ, pa na vo mui profet an hadoù dezho, a vo rediet d'o frenañ rak n'o do ket ar gwir da adimplijout hadoù ar bloaz a-raok. Sur eo neuze an embregerezhioù gounezvouedel da c'hounid un nebeud pratikoù e-touez ar broioù-se, evel Suafrika, hag a zo mennet da vont war-raok ha da ziorren o labour-douar.
Ar BDG hag ar broioù war eskoriñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez difennerien ar BDG e vefent un diskoulm da gudenn an naonegezh ha da ziaesterioù al labour-douar er broioù war eskoriñ. Hervezo bepred, ar plant treuzgenel hag a zalc'h penn d'ar sec'hor pe d'an amprevaned a lakafe kenderc'hadur ar broioù-se da greskiñ, hag o emrenerezh da heul, o vont a-enep an naonegezh er bed neuze.
Bravaat ha glannaat keal ar BDG evit ma vefent degemeret gwelloc’h gant ar vevezerien eo pal an arguzenn-se. Ur gudenn e rannadur ar pourvezioù eo kudenn an naonegezh er bed e gwirionez : er broioù diorroet o armerzh e vez kudennoù yec’hed gant an dud dre ma tebront re, pa c'houzañv tud ar broioù paour gant un diouer a voued. E gwirionez c'hoazh ez eus trawalc’h a voued evit holl dud ar bed, an diskoulm da gaout d'an naonegezh a vefe neuze un doare da rannañ ar pinvidigezhioù ha n'eo ket un doare da genderc'hañ muioc’h c’hoazh : ezporzhiet e vez al lodenn vrasañ eus ar pezh a vez kenderc'het hiziv an deiz gant ar broioù paour (frouezh, edoù, kakao, kafe hag all) hag ar fed ma vefe BDG pe get ar c'henderc'hadur-se ne gemmo ket kalz tra er gudenn, ar c'hontrol bev eo : broioù Europa a chom evit ar poent un tamm e-kichen marc’had ar BDG, hag an darn vrasañ eus ar vevezerien a gav gwelloc’h prenañ aozadoù naturel eget re gant BDG enno ; ne vefe ket neuze ar BDG un diskoulm evit armerzh ar broioù war eskoriñ.
En enep, emled ar BDG er bed a gresko galloud an embregerezhioù meur etrebroadel evel Monsanto pe Adventis hag a brodu o hadoù, hag a lakaio en arvar an doareoù labour-douar hengounel hag al labour-douar « bio ». Dre ma n’o deus ket al labourerien-douar ar gwir da adimplij o hadoù BDG a vloaz da vloaz e vint rediet da adprenañ hadoù bep bloaz mar n'o deus ket c'hoant da gaout ur mell tell-gastiz da baeañ.
Ar skoazell vouedel amerikan a ro ur skouer vat eus an dra-se : dre veuziñ broioù Afrika gant ar BDG e krouont marc’hadoù nevez en ur gavout an tu d'en em zizober eus an hadoù a re. Evit ar poent e vez « profet » an hadoù-mañ d’ar broioù war eskoriñ, met a-benn un nebeud bloavezhioù, pa vo rediet ar broioù-se da baeañ evit o c’haout pe evit paouez d'o gounez, e vo diaes dezho dibab : strewet e vo BDG e pep lec’h er c’hontre, difennet e vo dezho o adimplijout, ha diaes e vo dezho sur a-walc’h kavout hadoù nann-BDG da brenañ. Rediet e vint neuze da genderc’hel da c'hounid BDG en ur brenañ hadoù nevez bep bloaz.
Lezennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur goursez divizet e 1997 gant 7 bro eus UE ha lakaet e pleustr adalek 1999 a reolie implij ha prouadoù ar BDG betek an 19 a viz Mae 2004.
Etre 1997 ha 2004 neuze n'eus bet aotreet BDG nevez ebet da vezañ lakaet war ar marc’had. E 2004 eo bet aotreet an embregerezh Suis Syngenta da lakaat he maiz Bt 11, gouestlet d’ar magadur denel, war ar marc’had.
Adalek ar 17 a viz Here 2002, diouzh al lezenn 2001/18 diwar-benn ar vouedoù nevez, pa fell d'un embregerezh gwerzhañ ur BDG en ur vro europat ez eus daou zegouezh disheñvel :
- mard eo an imbourc'h ar pal nemetañ e vez a-walc’h gant un aotre eus ar vro vuket a-benn diorren ar BDG, met ret eo d’ar C’huzul europat bezañ kelaouet ;
- mard eo ar pal lakaat ar BDG war marc'had ar vro vuket, gant hec'h aotre, ar stadoù all a rank reiñ o ali. Mar savont holl a-du gant ar BDG e c'hallo bezañ lakaet war ar marc’had europat.
- Reolennoù evit an tikedennañ en Europa
D’an 18 a viz Ebrel 2004 ez eus bet lakaet e pleustr ul lezenn europat nevez evit tikedennañ ar BDG. Adalek an devezh-se ez eo skrivañ sklaer, war an tikedennoù, e listenn danvezioù ar produ, mar bez BDG er produ. Da heul al lezenn-se ez eo ret neuze tikedennañ :
- ar maiz, ar soja, ar c'holzac'h hag ar plant all a endalc'h muioc’h eget 0,9% a BDG ;
- an danvezioù deveret diouzh maiz, soja, kolzac'h pe blant all, mard eus enno pe mard int aozetet diwar muioc’h eget 0,9% a BDG, zoken pa n'eus roud ebet ken eus ar c’hemm er produ (evel en eoul, er sukr, en alkool, hag all) :
- ♦ ar bleud, ar semoul
- ♦ an amidon maiz kemmet, ha produoù savet diwar amidon evel ar siros glukoz
- ♦ an druzoni ouzhpennet aozet diwar maiz, soja pe golzac'h mar bezont aozet diwar 0,9% a BDG, zoken ma n’eo ket anat ken ar c’hemm genetek er produ, evel da skouer :
- • an ouzhpennadoù diwar vaiz : an amidon oksidet (E 1404), ar fosfatoù amidon (E 1410, E 1412, E 1414), ar sorbitol (E420), ar mannitol (E 421), an isomalt (E 953), ar maltitol (E 965), hag all
- • an ouzhpennadoù diwar soja : al lekitin (E 322), an eoul oksidet (E 479b) ;
- ar bouedoù evit al loened a zo ivez rediet da vezañ tikedennet mard eo ar BDG muioc’h eget 0,9% eus ar produ, eus un danvez pe ouzhpennad ennañ ; kelaouet e vez neuze ar vagerien loened mar roont boued BDG pe get d’o loened ;
- an aozadoù enno danvezioù a zeu eus loened bouetaet gant BDG (laezh, kig, vioù, amann...) n’int ket rediet da vezañ tikedennet ; ar studiadennoù bet graet betek-henn evit gouzout hag-eñ e chom roudoù eus ar BDG bet debret gant al loened en aozadoù-mañ n’int ket bet kaset da benn : paouezet int bet a-raok ma vefe bet kavet disoc’h pe zisoc'h ;
- pa vez skrivet « amidon modifié » pe « amidon transformé » war un dikedenn, ne dalvez ket ez eus amidon o tont eus ur PDG en danvez, amidon hag a zo bet daskemmet war lec’h ne lavarer ket. Pa vez BDG er produ eo rediet resisaat « génétiquement modifié ».
E Bro-C’hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E forzh peseurt bro, a-raok ma vefe lakaet ur produ nevez war ar marc’had e rank bezañ graet studiadennoù a-benn bezañ sur n’eo ket dañjerus. Heñvel eo evit lakaat ur BDG nevez war ar marc’had. An embregerezh hag a grou ur BDG a rank studiañ e efedoù posupl war ar yec’hed, ha sañset ne vo lakaet war ar marc’had nemet mar n'eus riskl ebet.
E Bro-C’hall ez eus meur a aozadur gouestlet da reoliadur implij ar BDG er vro :
- Kuzul an Dreistijin Genetek (Commission du Génie Génétique, CGG) a zielfenn an teuliadoù, a ro e ali war an aotreoù laosket d’al labourvaoù hag a varn riskloù ur BDG a-raok ma vefe aotreet e implij ;
- Kuzul an Dreistijin Biomolekulel (Commission du Génie Biomoléculaire, CGB), krouet e 1986, a dermen hag a evesha diferadennoù strewerezh ar BDG er maezioù, hag a zewerzh reoù all lakaet war ar marc’had ; e gefridi eo rentañ kont eus an efedoù war an endro, daoust ma n’eus enni skiantour(ez) ebet arbennikaet war tachenn an endro ;
- an AFSSA (Agence Française de Sécurité Sanitaire des Aliments), a wiria surentezh ar bouedoù gant plant treuzgenel enno ;
- ar C’huzul Skiantel Bioevezhiañs » (Conseil Scientifique Biosurveillance), a evesha hag a zewerzh ar riskloù evit an endro kaset gant ar BDG aotreet.
Armerzh ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe kentaoù ar BDG e 1996 eo kresket o gounidigezh etre 10 ha 15% bep bloaz. Ur c'hresk dibaouez ken fonnus a c'hellfe bezañ souezhus, met e gwirionez n'eo ket, dreist-holl pa ouzer ne oa mann ebet en deroù ; diaes e vefe bet neuze d'an traoù mont war-raok en ur mod all.
Da 148 198 000 000 km² e sav gorread an douaroù war hor planedenn[13] ; 10,43% anezho a c'haller labourat, hag 1,15% hepken anezho a labourer hañv-goañv[13]. E 2006, 2% eus gorread an douaroù-gounez a vefe PDG[14]. PDG e oa 57% eus ar soya, 25% eus ar maiz, 13% eus ar c’hotoñs ha 5% eus ar c’holzac'h kenderc'het er bed.
War-dro 13% e vefe bet kresk ar gorread PDG etre 2005 ha 2006. E 2005, gounezet e vefe bet PDG gant 8,5 milion a labourerien-douar ha gant 10,3 milion anezho e 2006, 90% anezho er broioù war eskoriñ evel India, Brazil ha Sina. Emañ ar broioù-se o klask diorren ur greanterezh genetek dizalc’h diouzh SUA.
Europa, dre « bennahel an diarbennañ », eo ar rannved a chom ar pellañ diouzh marc’had ar BDG ; gwelet a vo er bloavezhioù o tont ha ganti emañ ar gwir pe get.
Da vagañ al loened ez a 80 % eus ar BDG produet evit ar magadurezh. Ar peurrest a vez implijet, a-gementadoù bihan pergen, en aozadoù gouestlet d’an dud, e rezh ouzhpennadoù an aliesañ, hag ivez e rezh eoul soya, eoul kolzac’h ha bleud maiz.
Ar gorreadoù aotreet ha disklêriet eo ar gorreadoù meneget amañ ; ret eo gouzout avat e vez gounezet PDG diaotre e meur a vro, evel e Thailand, hag e vez ivez gounezet gorreadoù PDG (aotreet pe get) disklêriet evel gorreadoù gounezerezh klasel.
Sifroù an ISAAA[15] eo ar re a zo roet er pennad-mañ ; un ensavadur kellidet gant an embregerezhioù BDG eo an ISAAA, setu e c'haller arvariñ war e neptuegezh, dreist-holl pa bouez war ar fed ma vefe gounezet muioc’h a PDG gant ar broioù war eskoriñ, ar pezh a vefe, hervezo, ur brouenn eus efeduster hag eus talvoudegezh ar PDG evit al labour-douar.
E 2000 e veze gounezet PDG en Amerika dreist-holl : e Stadoù-Unanet Amerika, en Arc’hantina hag e Kanada e oa 98% eus ar gorread PDG gounezet er bed, 1% e Sina hag 1% e broioù all.
War-dro 15% bep bloaz eo bet kresk ar PDG etre 1999 ha 2006. En SUA bepred e vez kenderc'het ar muiañ a PDG. E 2006 e vefe 102 milion ha gorread ar parkadoù PDG er bed. Stadoù Unanet Amerika a zo c’hoazh, hag a-bell, ar vro hag a brodu ar muiañ a PDG, gant ur gorread a 54,6 milion ha a vaiz, soya, kotoñs ha PDG all.
Arc’hantina a chom an eil produer BDG, gant ur gorread a 18 milion ha.
Brazil eo an trede produer, pell dirak Kanada, gant 11,5 milion ha pa vez gounezet 6,1 milion ha e Kanada.
Evit ar wech kentañ e tremen India (3,8 milion ha PDG) dirak Sina (3,5 milion ha), met se ne bado ket atav rak a-benn nebeut e vo kroget gounidigezh riz BDG gant Sina.
En Unvaniezh Europa hag e Bro-C’hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kichen marc’had ar BDG e chom Unaniezh Europa dre bennaenn an diarbennañ. Betek 2004 e oa ur goursez o tifenn gounit spesadoù PDG nevez en Europa evit ar c’henwerzh, ne veze gounezet nemet maiz neuze. Spagn eo a genderc'h ar muiañ a BDG en Europa, war ur gorread a war-dro 100 000 ha. E Bro-C’hall, Alamagn hag Aostria e vez gounezet ivez maiz BDG evit ar c’henwerzh. Er broioù all ne vez gounezet PDG nemet evit an enklask.
Bihan e chom memestra ar gorread PDG en Europa : 0,1% eus ar gorreadoù-gounez, pa 'z eo 2% eus gorreadoù-gounez ar bed.
Ar maiz eo ar PDG nemeto a zo aotreet e kenwerzh Bro-C’hall. Hiziv an deiz e vefe war dro 5 500 ha maiz BDG gounezet e Bro-C’hall, hervez maodierniezh al labour-douar[16].
An dud hag ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Degemeret fall a-walc’h e vez ar BDG gant ar vevezerien c'hall : 78 % eus ar boblañs a vefe kentoc’h a-enep ar BDG. Pennabegoù skeudenn fall ar BDG d’ar vevezerien c’hall eo :
- ar gudenn zivezel degaset gante : tud o c’hoari gant ar vuhez, brizhsorserien oc’h en em lakaat par da zoueed e vefe ar vioteknologourien ;
- ar vuhez o vezañ prevesaet gant an embregerezhioù meur ;
- ar fed ma teufe pep tra da vezañ gallus d’ar vioteknologourien mar bezont laosket da oberiañ : dre an dreuzgenezenn e c'heller krouiñ a bep seurt euzviled, « moc’h-kranked » zo bet krouet dija, Frankenstein pe Hulk a vo a-benn nebeut ;
- kudenn ar yec’hed : an dud n’o deus ket fiziañs pa vez kadarnaet dezho n'eus efed fall ebet war ar yec’hed gant ar BDG ; re skort eo ar studiadennoù a zo bet graet, ha ne c'heller ket gouzout diwar-benn an efedoù war hirdermen ; 70 % eus an dud ne vefent ket prest da vagañ o bugale gant boued diwar BDG ;
- kudenn an endro : ar c'hevredigezhioù a zifenn an endro evel Greenpeace pe Les Amis de la Terre[17] a sav a-enep-krenn gounidigezh BDG en diavaez d'al labourvaoù, abalamour d’an efedoù dianav war an endro hag ar vevdiseurtegezh.
Krediñ a ra d'an dud e vezont gwall-gelaouet ha lakaet da doaz-merat, setu e teuont da vezañ disfizius e-keñver ar BDG. Keleier enep-BDG a resevont a-berzh kazetennoù disheñvel, a-berzh o Stad hag ar c'hevredigezhioù a zifenn an endro.
- Diouzh an eil tu e vez kadarnaet dezho ec'h eo ar BDG un diskoulm d’an naonegezh er bed, un diskoulm evit labourat an douar en ur saotrañ nebeutoc’h hag un doare da saveteiñ buhezioù dre genderc'hañ louzeier a-gementadoù brasoc’h ha marc'hadmatoc’h, ha frealzet e vezont pa lavarer dezho ez eo bet graet studiadennoù ha n’eus bet diskouezet dañjer ebet evit o yec’hed mar debront BDG.
- Diouzh an tu all e kadarnaer dezho n’eo ar BDG un diskoulm nemet war verrdermen evit ar broioù paour kement hag evit al labour-douar, dic'hallus pe ziaes-kenañ eo mont war-gil ur wech strewet ar BDG, en arvar eo ar stummoù labour-douar all abalamour d’ar saotradur genetek, un dañjer eo ar BDG evit ar vevdiseurtegezh, re skort eo ar studiadennoù bet graet diwar-benn o efed war ar yec’hed evit kadarnaat eo dizañjer ar BDG.
Dirak kement a zitouroù dislavarus e kav gwelloc’h an dud chom war evezh ha difiziout er BDG, n'int nemet un deknologiezh labour-douar nevez hag a gaso arc’hant d’an embregerezhioù gounezvouedel.
A-du pe a-enep ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Savboent ar werzherien BDG
Setu amañ perzhioù-mat ar BDG, hervez ar genwerzhourien :
- kresket e vez kenderc'husted al labour-douar, pa zalc'hont penn d'ar sec'hor ha d'an astuz ;
- torret e vez an naonegezh er bed a-feur ma kresk ar c'henderc'hadur ;
- marc’hadmatoc’h e vez al louzoù-pareañ evit ar gounezerezh, ha nebeutoc'h anezho a vez implijet.
- Savboent enebourien ar BDG
Ar c'henderc'hañ BDG e parkeier digor a c'hall eskemmañ gant ar parkeier a zo tro-dro dezho en eus kaset da veur a vanifestadeg, pa parkadoù BDG zo bet distrujet. Strolladoù tud liesseurt o deus kaset an taolioù-se da benn: falc’herien a youl-vat, ekologourien, labourerien-douar eus an aozadur etrebroadel Via Campesina ha re eus e skourr gall Confédération paysanne (CP). E Bro-C’hall, d'an 18 a viz C'hwevrer 1998 e voe kondaonet José Bové ha meur a zen all, evit bezañ bet distrujet ur staliad hadoù BDG e ti Novartis e Nérac (Lot-ha-Garona). Meur a stourmer hag un nebeud dilennidi ekologour a zo klasket war o lec’h evit falc’hadegoù youlel
.
Muioc’h eget 2000 strollenn c’hall a zo en em disklêriet « zonenn hep BDG » dre ziviz o c’huzulioù-kêr, a zo bet tamallet gant ar brefeded rak enep lezennadur Europa eo an disentezioù-se.
Da soñj lod enebourien ar BDG ez eo mantrus ar bevedegoù-se e-keñver mirerezh an natur glan evel m'emañ bremañ. Soñjal a ra dezho ne c'haller ket rakwelout efedoù ar BDG war an endro, ar geopolitikerezh, ar yec’hed, ar vuhez ; an dud a ziskleir bezañ a-du gant implij ar BDG ne gomzont eus an efedoù pe ne ouzont tra pe dra diwar o fenn. Lod enebourien a klask gouzout hiroc'h diwar-benn ar BDG : o efedoù gwirion, disoc’hoù ar prouadoù graet warno ; lod all c'hoazh zo a-du gant o implij e lec’hioù kloz hepken hag evit an enklaskoù hepken, a-benn ma na vefe ket a riskloù saotradur genetek nag emled an doareennoù.
Ha c'hoant o deus an dud da c'houzout hiroc'h e gwirionez ? Trouz bras a savas, koulz a-berzh aduidi ar BDG hag o enebourien, pa embannas an enklasker gall Gilles-Eric Séralini disoc'hoù e labour war efedoù ar BDG[18].
BDG ha mezegiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En apotikouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er vezegiezh hag en apotikouriezh e servij ar BDG da grouiñ loened daskemmet a-benn studiañ ar c’hleñvedoù denel. Dre an treuzgenetikerezh e studier an argerzh a gas da c'hanedigezh ur yoc’henn, ha gouzout a reer e vez alies kammober ur gen o tegas ar c’hleñved. Pa vez kaset ur gen daskemmet resis en ul logodenn e ouzer e vo ur yoc’henn el lec’h-mañ-lec’h, ha petore yoc'henn e vo. Evel-se ez anavezer gwelloc’h mont-en-dro ar yoc’hennoù, ar pezh a servij da arbenikaat molekulennoù nevez da bareañ ar c’hleñved. A-drugarez da logod emeur o klask kompren argerzh kleñved Alzheimer.
Mar geller klañvaat ul logodenn gant ur gen daskemmet e c'haller ivez pareañ kleñvedoù, genetek pe get, gant sikour ar genoù daskemmet pe ar molekulennoù a genderc'hont. Tu zo da zegas er c’helligoù ar gen a vank dezho : "mezegadur genetek er gellig" a reer eus an doare-se, a zo disheñvel diouzh ar "mezegerezh genetek" a labour er c’horf en e bezh. Bugale a zo klañv gant divig an hangae dre o genotip o deus gallet kregiñ da vont er-maez eus o c’hlogorenn-wareziñ goude bezañ bet resevet ur gen estren e kelligoù o mell-kein, met diaes e chom an doare mezegiezh-se da embreger rak diaes eo degas ur gen e kelligoù ur boud bev. Met degas ar proteinoù a vank dezhañ zo un doare kalz aesoc’h da ober, hag un teknik kozh-tre eo ivez.
Ar gounezvouederezh-yec’hed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn ar fed ma c'hall ar plant BDG kreskiñ aesoc'h en ur metoù a oa diaes dezho dre natur ez eo bet merzet gant an arbennigourien e c'haller lakaat e pleustr ur vezegiezh nevez diazezet war ar genetik. Gant ar vezegiezh c'henetek e c'haller ijinañ plant pe zoken loened a genderc'hfe un danvez pe ur volekulenn bennak a servijfe da bareañ ur c’hleñved resis. « Mezegiezh ameeun dre BDG » a c'hallfer ober eus an doareoù-pareañ-se.
Gallus eo ivez degas en un den klañv molekulennoù pe gelligoù a c’hello e bareañ diouzh krign-bev pe grign-bev.
Dre m'eo ledan-tre tachenn ar vezegiezh c'henetek, petore skoazell a c’hellfe degas d’ar broioù paour en dazont, penaos e c'hellfe pareañ kleñvedoù a zo c’hoazh ur gudenn evit mab-den, nes komz eus kleñvedoù al loened hag ar plant ?
Hiziv an deiz ez eo bet krouet al lodenn vrasañ eus ar PDG abalamour ma 'z int ar re aesañ da zaskemmañ a-benn enebiñ ouzh kleñvedoù pe ouzh dilouzaouerioù. Evit aesaat al labour int bet savet, met bremañ ez eus c’hoant gant an dud da gaout boued gwelloc’h evit o yec’hed hag doujusoc’h d'an endro.
Dre-se, un doare PDG nevez zo war studi ha war wellaat. Anav eo ez eus plant a c’hell enebiñ ouzh, pe zoken pareañ, ar c'hleñved-mañ-kleñved abalamour ma 'z eus enno trenkennoù druz liesamvec'h, eneboskiderioù, vitaminoù, oligoelfennoù hag all a erbeder debriñ bemdez. Petra bennak ma vez diuzouennet ar plant-se dija en un doare kalvezadel ez eo aesoc’h bremañ tapout ar genoù rekis a-benn aozañ PDG hag a genderc'h muioc’h a volekulennoù a barefe ar c'hleñved-mañ kleñved. Gant an doare ober-mañ ez eus soñj pareañ ar c’hrignoù-bev. Soñj ar skiantourien eo : mar ne greder ket e c'hallfer pareañ ur c’hrign-bev dre zebriñ ur BDG, mar kreder ivez e ranker labourat kalz muioc'h evit pareañ ur c’hrign-bev hag implijout kalz a louzoù, e c'haller memestra soñjal e vez digresket ar riskloù mar debrer ur vouedenn bennak alies.
Disgwallañ ar c'hrign-bev dre louzoù eo an doare efedusañ marteze ; dre ar BDG a c'heller ober marteze ivez. A-benn nebeut avat ne vo ket kaoz ken eus disgwallañ, eus mezegadur an hini e vo kaoz. Protein BDG, genoù BDG zoken a c’hellfe bezañ al louzeier nevez. Met ret e vo o c'henderc'hañ a-gementadoù bras a-walc’h.
Loened BDG er vezegiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-baoe pell-tre e vez implijet loened evit studiañ kleñvedoù mab-den ha krouiñ louzoù nevez, met ne vez ket atav al loened-se frammet diouzh ezhomm ar skiantourien. Klasket ez eus bet neuze, gant al logod, ar razhed, al lapined hag ar moc’h daskemmañ o genotip a-benn ma vefent loened tostoc’h da vont-en-dro korf mab-den, ha neuze efedusoc’h evit ar studioù. A-drugarez d'al loened daskemmet-se e c'heller studiañ ar c’hrignoù-bev, an skleroz an talmerennoù, an HAZA, ar mukoviskidoz, an diabet hag ar miopatiezhoù. Ar c’hleñvedoù genetek zoken a vez studiet, dre erlerc'hiañ ur gen kleñvedus ouzh unan reizh.
BDG evit an imboudañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War ziskar e ya ar c'hementad a organoù prest evit an imboudoù. Un diskoulm hepken zo, hervez al lodenn vrasañ eus ar skiantourien : implijout organoù loened. Ar moc’h eo al loened spletusañ, pa c'hall mab-den degemer o c'halon, o lounezhi, o enezigoù Langerhans (kelligoù lec’hiet en ilgreiz, a vorc'h an insulin.
Met strivañ a ranker evit aesaat an ober-se, rak taeroc'h c'hoazh e vez distaol un imboudadur digant ur spesad estren eget distaol unan digant un den all. En organoù estren ez eus antigenoù anavezet gant antikorfoù naturel an den bet treuzplantet an organ dezhañ : disheñvel eo an antikorfoù-se diouzh ar re a ya en-dro pa vez denel an imboud, hogen par int d'ar re a ya en-dro dirak allergenioù. Dister c'hoazh eo an organoù estren a dreuzvev an imboudadur.
Un diskoulm zo bet studiet nevez zo avat : dre enframmañ genoù denel er moc'h e waner an distaolioù. Kalonoù ar moc’h BDG-se o deus gallet treuzvevañ daou vizvezh-pad en ur marmouz, hep bezañ gwall zistrujet gant an antikorfoù. Gwarezioù all a vo ret kaout evit ma c’hallfe an organ treuzvevañ, nemet marteze e c'hallfe an organoù BDG talvezout da organoù-gortoz betek ma vo kavet un organ denel da imboudiñ. Diasur e chom an teknik-mañ evit ar mare, pa ne c'heller ket gouzout ha ne vo ket kleñvedoù nevez o tont diwarnañ, kleñvedoù-red pergen, a c’hellfe tagañ koulz an dud hag ar moc’h.
Erlerc'hiañ louzoù BDG ouzh ar re gimiek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek ma’z eus bet eus ar gimiezh evit ober al louzoù ez eo bet kemmet a galz dazont mab-den. Ar vevoniourien hag ar vevgimiourien n'o deus ket savet un daolenn eus ar molekulennoù a yafe da sevel ur boud bev, met a-drugarez d'o labour ez eur aet pelloc’h eget eztennañ danvezennoù-pareañ eus plant : gouest eur d'o c'henderc'hañ a-gementadoù bras dre zaskemmañ o framm evit ma vefent efedusoc’h, gant sikour ar gimiezh. Ur skouer vat eo delioù an haleg, salix o anv latin.
A-gozh e ouie mab-den diwar-benn efedoù an haleg war ar yec'hed. Adalek ma voe anavezet, e penn kentañ an XXvet kantved, framm kimiek eeun a-walc'h ar volekulenn oberiant – an drenkenn aketilsalikilek, da lavaret eo an Aspirin®[19] — e voe gallus he c'hevanaozañ. Priziet-bras e vez an aspirin bepred, hag efedoù nevez a gaver ennañ c'hoazh[20].
Ar gimiourien a glaskas mont kalz pelloc’h, c’hoant ganto da gevanaozañ molekulennoù kalz luzietoc’h. Bremañ e c'hall greanterezhezh an apotikouriezh prouata an holl volekulennoù dibar war ul lodenn vihan eus ur gellig, war ur gellig a-bezh pe en ur boud bev zoken. Ent-damkanel e studier ivez o mont-en-dro er gellig, ar pezh a servij da c’houzout gwelloc'h-gwellañ peseurt molekulenn a zazgwered gant mont-en-dro an organ-mañ-organ, evit ma vefe stabiloc’h ha dinoasoc'h goude bezañ bet roet d’un den klañv. Da louzoù a c'heller gwerzhañ e troer ar molekulennoù-se neuze. Daoust d’ar studioù don-tre-se avat e chomer boud e-tal kleñvedoù ken luziet ha mont-en-dro an organ a zo bet taget ganto. N’eo ket a-walc’h neuze implijout molekulennoù kimiek, daoust dezho bezañ galloudus, evit o fareañ.
Mar goufe ar skiantourien kement tra a denn da c'henom mab-den e c'hellfent anavezout gwelloc’h mont en-dro e gorf, ar pezh a gasfe da vrasaat an niver a gelligoù a c'hellfed eztennañ molekulennoù diouto a-benn ober war-dro kleñvedoù na ouzer ket pareañ. Diwar skouer ar c’hrign-bev ez ijiner e c'hellfer kavout molekulennoù a c’horrekafe paotadur ar c’helligoù klañv, gant sikour ar pezh a ouzer diwar-benn ar gen a ren mont-en-dro an organ-mañ-organ. Ez-resisoc’h, emeur o klask molekulennoù a nullfe ober ar broteinenn atebek da ziorroadur ur yoc'henn. Par da re ar c'himigurañ, hogen galloudusoc'h, resisoc'h ha dinoasoc'h e vefe efedoù hevelep molekulennoù.
Anavezout perzh ar genoù, ar protein hag alc'hwezioù ar c'hod genetek eo ar pep pouezusañ e gwirionez evit mont pelloc'h war hent ar pareañ holl gleñvedoù ar boudoù bev.
Ar protein adkediadus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad pell-tre n’eus ket bet kaoz eus ar protein en apotikouriezh, ar pezh a seblant iskis hiziv pa ouzer e vez ar molekulennoù-se e penn al lodenn vrasañ eus an dazgweredoù kimiek a c'hoarvez er bevedegoù bev.
Bewech ma tiouer ur gellig pe un organ bennak proteinenn pe broteinenn e vez-hi kenderc'het dindan reol ar gen a zo atebek d'hec'h enaozañ, ha distrujet e vez ar broteinenn pa ne vez ket ezhomm anezhi ken (stabil e chom ar gen). Aes eo d'ar c'helligoù enaozañ protein diwar amindrenkennoù, hogen n’eo ket gouest c'hoazh ar gimiourien da gevanaozañ molekulennoù muioc’h eget tregont amindrenkenn enno, 30 o vezañ un niver bihan-bihan e gwirionez. Unan eus abegoù da berzh dister implij ar protein en apotikouriezh eo kement-se ; un eil abeg zo : betek nevez zo ez anavezed re nebeut a brotein evit ma vefe spletus o c'henderc'hañ en un doare greantel ; un trede abeg : distabil eo ar protein, pa vezont debret e troont da amindrenkennoù kent tremen eus ar bouzelloù da red ar gwad o c'has betek ar c'helligoù ma vezont implijet da enaozañ protein all.
Neuze, evit ma chomfe digemm ur broteinenn bennak e ranker hec'h enframmañ er c'horf hep tremen dre ar benvegad koazhañ, evel ma ra an dud diabetek a rank degas insulin en o gwad a-raok pep pred.
Kemmoù bras zo bet a-c'houde ganedigezh an dreistijin genetek : desket ez eus bet treuzkas ur gen en ur gellig pe en ur bevedeg a-bezh evit ma'z enaozfe a- gementadoù bras ar protein reoliet gant ar gen-se, evit ma talvezfent da louzoù. Da skouer, bakteri zo bet lakaet da genderc'hañ insulin dre lakaat gen an insulin denel enno, ar pezh a vez graet bremañ en un doare greantel. Ar c’hentañ protein adaozet eo bet, pa'z eo bet aozet goude adaozadur ur gen.
Diwar genoù denel e voe graet e 1987 logod BDG a genderc'h tPA[21] en o laezh (ur volekulenn a zileizh pa vez kenstaget gant an hemoglobin eo an tPA, ar pezh a servij da zistrujañ kaouledennoù er wazhiadurezh). Krouet ez eus bet en un doare arbennikaet traoù dileizher evit sikour an hemolierien, an alfa1-antitripsin (AAT)[22] reoliet gant ar gen A1AT enep ar mukoviskidoz, hormonoù kreskiñ, antigenoù evit ar vaksinoù hag enzimoù evel an alfa glukokidaz denel, kevanzozet diwar laezh lapinezed, en deus gallet sikour babigoù taget gant ar c’hleñved genetek anvet kleñved Pompe[23].
Soñjet ez eus bet ivez lakaat loened, givri da skouer,da genderc'hañ antikorfoù en o laezh evit o implijout a-benn pareañ tud taget gant ar c’hrign-bev. Prouet eo bet e c’hell lod antikorfoù gwareziñ en un doare efedus bevedeg an den diouzh ar viruzoù kururennek[24]. Ouzhpenn, efedusoc’h eget ar bevastalerioù[25] e vefe an antikorfoù-se, rak ar bakteri kleñvedus ne enebont ket outo hag an antikorfoù-se a c’hell enebiñ ouzh ar viruzoù.
A-benn nebeut e vo krouet PDG a enaozo lipaz kon, abalamour m'eo an enzim-se al lipaz nemetañ na vez ket distrujet gant ar sugoù koazhañ, ha neuze e c'heller e reiñ dre ar beg, evit sikour an dud taget gant ar mukoviskidoz. Krouet ez eus bet ivez antikorfoù monoklonel a zo gouest da skarzhañ ar bakteri a zo pennabeg da stummadur dent fall el logod.
Vaksinoù efedus-tre zo bet aozet dre lakaat ur gellig da genderc'hañ antigenoù adkaset eus un elfenn gleñvedus, evel en avufo B : lakaet e vez goelloù pe loened da genderc'hañ protein antigen an avufo B, treuzkaset e vez ar protein-se en un den, enaozet gant an den e vez an antikorfoù a-enep ar protein-se, ha setu an den vaksinet. Klasket ez eus bet krouiñ an « hangae[26] genetek » evit al loened, en aner avat evit ar poent.
Marteze e vo dizoloet e-kerzh ar c’hantved-mañ kantadoù a broteinennoù all adsavet evel louzoù.
Pareañ ar chrignoù-bev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz seurtoù krignoù-bev zo, a dizh organoù disheñvel, ha meur a grign-bev disheñvel a c'hall tagañ an organ-mañ-organ, hervez e natur hag e c'hrevusted.
Goude bezañ bet war al Loar e oa bet divizet gant an Amerikaned klask pareañ ar c’hrignoù-bev. N’int ket deuet a-benn, met kavet o deus ul lodenn vras eus an abegoù ; labour zo c'hoazh eta evit dont a-benn a bareañ ar c'hrignoù-bev.
Diorroadur ar c’hleñved
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa vez yac’h kelligoù ur bevedeg lieskelligeg en em lec'hiont hag en em rannont evit sevel an organoù e-kerzh diorroadur ar grouell. Ur gefridi resis zo da bep kellig e diorroadur an bevedeg a-bezh : diforc'hek eo ar c'helligoù en degouezh-se ; da skouer : lod kelligoù a labour evit sevel ar wagrenn anvet skoedenn a vorc'ho ar rakhormon T4 hag an hormon T3.
Pouezhus-tre eo e vefe reoliet ez-reizh liesadur ar c’helligoù, paneveken evit adsevel un organ a zo bet gloazet. Alies e vez distrujet kelligoù ar c’hroc’hen ha re ar bouzelloù, padal e c’hell kelligoù an avu bevañ pell-tre. Goude pep gwallzistruj en avu e c'hoarvez un adsavidigezh a baouez p’eo bet kempennet an organ.
Meur a c'hen dibar zo karget da liesadur ar c’helligoù-se, pa 'z eus lod a vuana an dazgwered ha lod all e laka da baouez.
Kemmoù a c'hell c'hoarvezout er genoù-se evel er genoù all, da lavarout eo e c’hell an ditour-mañ-ditour enno gouzañv un daskemmadur. Pa vez ur gellig oc’h en em rannañ eo sañset an TDN a zo enni en em rannañ ivez, en un doare kevatal evit an div gellig da zont. A-wechoù e vez ur fazi na c’hell ket bezañ reizhet, ha da heul e vez kemmet ar gellig nevez en un doare dic'hortoz. Seul aliesoc'h e c'hoarvez an adnevesadur kelligel, seul vuioc’h a riskloù da gaout ur gen daskemmet. Abegoù diavaez a zo ivez d'ar c'hemmoù, strafuilheroù evel molekulennoù dibar pe skinoù uslimetra a c’hell distresañ an TDN. Hevelep kemmoù a c’hell lakaat ur gellig da enaozañ ur volekulenn hag a zo disheñvel diouzh an hini e oa sañset kenderc'hañ.
Pa vez lies kemmoù e genoù disheñvel e kresk ur yoc'henn. Pa c'hoarvez ur c'hemm hepken e c’hell ur gellig paotaat en un doare diziwezh, met gant an tizh reizh. Evel divarvus e teu ar c'helligoù-se neuze, petra bennak ma ne c'hell tost kellig ebet e bevedeg mab-den en em rannañ aliesoc’h eget 50 gwech. Kemmoù all en ur gen a c'hall nullañ ar gen a zo e karg da vevenniñ an niver a gelligoù nevez.
Pa vez yaouank ar yoc'henn e chom diforc'hek he c’helligoù, tost a-walc’h d'ar re all int c'hoazh. Trawalc'h eo neuze troc'hañ ar yoc'henn evit he lemel a-ziwar ar bevedeg ha pareañ ar c'hrign-bev a oa krog d'e zistrujañ. Un doare all eo reiñ louzoù evit gorrekaat diorroadur ar c’helligoù kemmet : evit pareañ ur yoc’henn yaouank er vronn e roer antiestrogenoù peogwir ez eo an estrogenoù a reoilh kreskidigezh kelligoù ar bronnoù, hag evit lemel ur yoc'henn yaouank er raksavenn e roer antiandrogenoù.
Kemmoù all a c’hell lakaat kelligoù ar yoc'henn da metastaziñ, da lavaret eo d’en em rannañ en un doare direol, da goll o c'hefridi ziforc'hek ha d'en em gavout en un organ all, a vo klañv d’e dro. Diaesoc’h a-galz eo pareañ ar yoc’hennoù metastazet, rak e pep lec'h en em strew kelligoù direol ar yoc'henn.
Mezegadur arnevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Yaouank c'hoazh e vez ar yoc'hennoù pa vez deznaouet ar c'hrign-bev abred a-walc'h, aesoc'h eo o lemel neuze hep distrujañ kelligoù yac'h ar bevedeg klañv.
Daou deknik a implijer peurliesañ war ar bazenn-ze : ar c'himigurañ hag ar skingurañ ; krog eur d'ober gant teknikoù genetek ivez.
- Ar c'himigurañ
Gant danvezennoù kimiek e vez pistriet ar c'helligoù klañv a baota buanoc'h eget ar re yac’h. Efedus eo an teknik-mañ, met kelligoù yac’h a vez taget ivez rak dre red ar gwad e vez kaset ar pistri, ne vez ket enstrilhet war-eeun er yoc’henn peogwir ne c'heller ket en ober peurliesañ.
- Ar skingurañ
Klask a reer lazhañ ar yoc'henn dre skinoù X, skinoù gamma pe un hordennad elektronoù pe bezañ ar resisañ posupl, betek ar yoc’henn. Ar skin-se, kemmgenel kennañ, a lako da vezañ diefedus ul lodenn vras eus genoù ar c’helligoù taget, ar pezh a zegaso o distruj. Na vez ket bewech distrujet an holl gelligoù, hag a-wechoù e tegas un doare krign-bev all.
- Pareañ gant ar BDG
- An antikorfoù monoklonel
- Ar reizhiad imunekaat eo argerzh-difenn pennañ ar boudoù bev lieskelligeg. Pa 'z erru un elfenn estren er bevedeg e vez anavezet ha taget diouzhtu gant antikorfoù (limfokit B) kenderc'het gant kelligoù gwenn ar gwad.
- Protein a c’hell anavezout un elfenn estren hepken hag he distrujañ eo an antikorfoù. Pa 'z eo bet taget ur wech dija gant un elfenn bennak e oar ar bevedeg peseurt antikorf enaozañ ha kas a-benn he distrujañ, setu e tastaol buanoc'h hag en un doare efedusoc'h.
- Gouest eo ar c’horf da genderc'hañ antikorfoù a-enep molekulennoù a bep seurt. Troc'het eo ar genoù a zo e karg da enaozañ an antikorfoù. Pa 'z erru un elfenn estren en em stag ar genoù en un doare dargouezhel, ar pezh a genderc'h kalz antikorfoù disheñvel. Ne vez miret nemet ar c’helligoù a sav an antikorf a zere. Kreskiñ a ra o niver, ha neuze e kenderc'hont kalz antikorfoù a-benn difenn ar bevedeg. En eñvor ar c’horf e chom an darvoud e stumm limfokit B a vez degaset er felc’h. Bewech ma tistrio an elfenn estren e paotao al limfokitennoù B a glot gantañ, ha kenderc'het e vo antikorfoù a zere.
- Ur broteinenn-viruz pe ur broteinenn-vakterienn e vez ar c'horf estren alies. Pep antikorf ne anavez nemet ul lodennig vihan – ur gen – eus an elfenn estren, evel un antigen e ra an antikorf-se neuze. Setu perak e reer "antikorf monoklonel" eus hevelep antikorfoù, « klonel » oc'h aroueziñ kelligoù heñvel dre o genoù.
- An antikorfoù poliklonel
- Emsiladur ur broteinenn estren a zelank enaozadur lies antikorfoù monoklonel, pep hini anezho o vezañ un antigen buket war ur gen estren hepken. "Antikorf poliklonek" a reer eus ar strollad antikorfoù monoklonel-se neuze.
- Gouest eur da gloniñ limfokit B a enaozo antikorfoù a-enep un elfenn estren ; pep klon a enaozo un antikorf monoklonel, neuze : seul vuioc'h a limfokit B, seul vuioc'h a antikorfoù monoklonel. Gant an dreistijin-genetek e c'haller tapout genoù pep enep-korf monoklonel hag o zreuzkas e loened pe blant, a-benn ma enaozfent kalz antikorfoù resis ; gant ar BDG-se neuzee vo tu da genderc'hañ antikorfoù monoklonel arbennik en un doare greantel .
Ugent vloaz zo e voe soñjet implijout an enepkorfoù monoklonel evit klask distrujañ ar c’helligoù yoc’hennus. Er c'helligoù a zo war-benn ar yoc'hennoù e vez alies molekulennoù a zo antigenoù na gaver nemet dibaot a wech war ar c’helligoù yac’h. Amreizh, ezreol eo ar c’helligoù-se neuze, e-keñver ar re yac’h.
Logod bet imboudet enno tammoù yoc’henn denel o deus klasket skarzhañ an elfennoù estren dre zegas antikorfoù a glot gant an antigenoù yoc’hennel ; tapout an antikorfoù-se a c'heller ober, hag o c'has dre red ar gwad betek ar c’helligoù klañv a-benn o lazhañ en un doare efedus.
Da gentañ e voe klasket arverañ pennabeg bezoud an antikorfoù : distrujañ an elfennoù estren. Dipitet e vezed alies pa glasked kas antikorfoù monoklonel betek ur yoc’henn rak en abeg d'o ment re vras ne c'hallent ket tizhout ar c'helligoù taget, hag alies ivez e veze lec'hiet fall ar c’helligoù klañv.
A oa gwashoc'h, antikorfoù bet enaozet gant logod a veze implijet, setu e vezent lakaet de elfennoù estren gant ar bevedeg, ha skarzhet diouzhtu. Abegoù all a oa da gement-se marteze : antigenoù an antikorfoù ne oant ket gwall estren d'ar bevedeg e gwirionez, rak kar da c'henoù e c'helligoù e oant, met direizh e oa o neuz kentoc'h ha neuze ne veze ket lanket argerzh ar reizhiad imunekaat evit distrujañ ar c’helligoù klañv, a oa aotreet neuze da chom er bevedeg. Daoust d'an anadenn-se ez eo gouest reizhiad imunekaat forzh pe vevedeg yac'h da zistrujañ yoc’hennoù nevez-c'hanet, soñjet ez eus bet neuze arverañ an antikorfoù evit treuzkas danvezennoù pistrius betek ar c’helligoù yoc’hennek.
Toksinoù (protein pe anvezennoù kimiek) a ouzhpenner d'an antikorfoù kent o ensiklañ en un den klañv, ha mont a ra neuze an antigenoù betek ar c’helligoù yoc’hennel. Efedus eo bet an teknik-mañ war al loened, ha war an dud ivez diwezhatoc'h.
Un eil teknik zo bet kavet c’hoazh : enframmañ e penn un antikorf ur seurt gwask kimiek a c’hell derc'hel un ionenn houarn en un doare padus. Peget e vez neuze un atom skinoberiant ouzh pep antikorf. N’en em stago ar strollad atom-antikorf nemet d’ur gellig yoc’hennel, ar pezh a ro tro da c'houzout dre skinlun pelec’h resis emañ ar yoc’henn-se. Mar treuzkaser kalz koubladoù ionenn-antikorf e vez ken efedus ar mezegadur-se hag ur skinguriadur klasel.
Diefed avat eo bet an teknik-se war yoc'hennoù an ilgreiz, rak dic'houest e oa ar c'houbladoù-ionenn-antokorf da ziforc'hañ ar c'helligoù klañv diouzh ar re yac'h : distrujet e voe an holl neuze.Klasket eo bet implijout an teknik-maén evit parreañ deus yoc’henn ar pankreas, met n’eo ket bet efedus, rak na veze ket annavezet gant an antikorf peseurt kelligoù oant yac’h, ha peseurt reoù na vezent ket. Distrujet e vezent holl.
Soñjet eo bet ivez stagañ ur « gen lazher » e penn an antikorf, da lavarout eo ur gen eo lazhañ ur gellig e gefridi naturel : pa anavez an antikorf ar gellig klañv e treuzkas ar gen lazher enni evit he distrujañ. Amprouet eo bet an teknik-se war logod bet kaset enno tammoù yoc’henn lounezh denel, ha bihanaet a-galz eo bet ar yoc’henn.
An hevelep doare a c'heller implijout da lakaat kelligoù yac'h da baotaat : dre stagañ ur gen arbennik ouzh un antikorf e c'haller tizhout gwiadoù gloazet pe glañv hag o adsevel a-drugarez d'ar gen.
Riskl ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pistriusted ar BDG
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pep kemm genetek devoudet en ur vouedenn bennak a c’hell degas riskloù evit bevezerien ar vouedenn daskemmet, dre ar vouedenn-se end-eeun pe dre an aozadoù a zo deveret diouzh ul loen bet debret gantañ ar vouedenn daskemmet. Rekis eo neuze gouzout hiroc'h diwar-benn riskl pep BDG a-raok e lakaat e gwerzh.
Ar pezh a ranker ober neuze eo :
- • spisaat natur an daskemm genetek ;
- • dielfennañ an aozad hervez efedoù ar genoù bet daskemmet pe zegaset, an aozadur kimiek nevez, an efedoù dic’hortoz a c'hoarvez.
A-raok lakaat ur BDG war ar marc’had ez eo ret sevel un teuliad a ro ditouroù a-zivout ar c’hemmoù genetek, pistriusted an aozad, an allergiezhioù a c'hellfe degas. Sañset eur studiañ ha diskouez pistriusted ar BDG :
- • war loened a lakaer debriñ an aozad daskemmet ;
- • war koazhadur ar BDG gant al loened-se ;
- • war lodennoù ar BDG goude bezañ bet koazhet ;
- • war an aozadoù deveret diouzh ar BDG.
A-c'houde pep daskemm genetek e c’hell c'hoarvezout kemmoù e talvoudegezh mezhurel ur blantenn ; an danvezennoù pistrius a oa er blantenn dija kent an daskemm a c'hell bezañ bet kemmet ivez.
Diaes-kenañ avat eo arnodiñ un aozad BDG. Kalz dafar zo rekis, war un hirdermen e vez graet an arnodoù, ha ker-ruz e koustont evit ar mare.
Atav e studier ur BDG keñver-ha-keñver gant e stumm naturel, anez ne c'haller ket gwiriekaat ar studiadennoù.
Pa na vez ket kenderc'het a-walc’h eus un danvezenn gant ur blantenn e vez tapet ar gen a zere ha degaset d'ur c'horrvevedeg a enaozo an danvezenn rekis. Met marteze ne vo ket enaozet rik ar memes danvezenn gant ar c'horrvevedeg. Ret eo neuze dielfennañ ar riskloù ha keñveriañ efedoù an div zanvezenn, ha pa vefe bihan-bihan an diforc'h etrezo : pouez ar volekulenn, kemalenn an amindrenkennoù enni, he mont-en-dro bevoniel, he c'hizidigezh e-keñver ar proteazoù, hag all.
Da soñj an enklaskerien e vefe ret arbennikaat ar BDG war hirdermen war al loened en arnodva a-benn gouzout hiroc’h a-zivout efedoù ar BDG war ar reizhiadoù imekaat hag an ardivinkoù-genel.
« Pistriegezh war verrdermen » a reer eus ar pezh a c'hoarvez pa vez lakaet meur a wech pe a-hed an amzer loened ul labourva da c'houzañv un danvezenn bistrius ; 28 devezh betek 90 devezh eo padelezh an arnodoù[27], hervez ur c'homenad resis :
- yaouank, yac'h hag eus an div rev eo al loened ;
- hervez liested naturel an elfenn studiet e tibaber niver al loened, a-benn ma vefe stabil an disoc'hoù ;
- seul vihanoc'h an diforc'hioù etre an elfennoù, seul vrasoc'h niver al loened studiet ;
- ret eo e vefe trawalc’h eus an danvezenn er boued hep digempouezañ magadurel al loen (betek 50% BDG d'ar muiañ) ;
- ret eo boueta al loened a-hiniennoù ;
- ret eo kemer e kont kizidigezh disheñvel al loened dre o doare da goazhañ, rak o metabolegezh a c’hellfe boniañ aozadoù pistrius en organoù arbennik ;
- arsellet e vez kresk al loened ;
- arsellet e vez ar c'hementad a zebront ;
- mar marv ul loen e klasker perak ;
- mar c'hoarvez kemm pe gemm en organ pe organ e kendalc'her gant ar studiadenn.
Diaezamantoù a c'hall c'hoarvezout neuze :
- ar gen euvret n'eo ket glan, elfennoù all eus ar blantenn zo ennañ ;
- diaes eo tapout aozad ar gen, ha ret eo gwelet hag heñvel eo an danvezenn a eztenner diouzh er blantenn ouzh an hini a vo roet d'al loen da zebriñ.
Ar c'homenad-se zo bet lakaet e pleustr war razhed maget gant 15% BDG e-pad çà devezh a-benn studiañ efedoù an ODG war diorroadur o gwiadoù hag o organoù.
A-benn un nebeut e c'hallor mont pelloc’h gant ar studioù, a-drugarez da deknikoù nevez. Gouest e vior da anavezout en un doare hollekoc’h levezon an daskemmoù genetek war enaozadur an TRN, ar protein, ar metabolitoù, ha da vezañ gouiziekoc’h e-keñver ar surentez.
Daskor kont an disoc'hoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-c'houde ar c'homenad-se n'eur ket sañset lakaat ur BDG e gwerzh mard eus riskl pe riskl evit ar yec'hed a zeu war wel goude an arnodeoù.
Hervez lod skiantourien avat e vefe gwelloc'h kas ar studiadennoù war hiroc'h termen, betek daou vloavezh, da welet hag efedoù noazus all a zeu war wel.
Daoust d'ar studiadennoù don a vez kaset war ur BDG bennak a-raok e lakaat e gwerzh, e seblant bezañ pouezus kenderc’hel da amprouiñ an aozad BDG-se a-benn merzout hag efedoù dic'hortoz a c'hoarvez goude meur a vloavezh. Ret eo derc’hel e kont ivez ar fed ma 'z eus pobladoù a zo kizidikoc’h eget ar re all, ha neuze e ranker chom war ziwall bepred bewech ma vez anv a Bevedegoù Daskemmet o Genoù e lec'h pe lec'h war an Douar.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gilles-Éric Séralini (2012), Tous cobayes ! — OGM, pesticides, produits chimiques, Flammarion, 2013, ISBN 978-2-08-130092-7 (fr)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ar ger organeg a gaver evit Gl. « organisme » e Bevoniezh Arzel Even, Preder niv.29-39 (1961), a zo meneget e Dictionnaire classique français-breton Reun ar Glev levrenn VII p. 2499-a (1990) ; bevedeg eo ar ger degemeret hiziv : gwelet Geriadur Brezhoneg An Here (2001) p. 137-a, Geriadur Ménard (2012) p. 951-b ha TermOfis.
- ↑ Journal oficiel n°L 106 du 17/04/2001 (fr)
- ↑ Diwar ar galleg biolistique, a zo savet diwar ar gerioù biologie "bevoniezh" ha balistique "bannouriezh" ; gene gun "kanol gen" eo an anv saoznek.
- ↑ Directive 90/219/CEE (fr)
- ↑ Torret eo bet an disentez-se gant an disentez 2001/18/CE (17 a viz Ebrel 2001) (fr)
- ↑ The Transgenic Tomato (en)
- ↑ Institut de Veille Sanitaire (fr)
- ↑ Futura (fr)
- ↑ Greenpeace (en) (fr)
- ↑ GFP : Green Fluorescent Protein
- ↑ Kankreiat : a ro ar c'hankr, anv all ar c'hrign-bev.
- ↑ INRA (fr)
- ↑ 13,0 ha13,1 The World Factbook (en)
- ↑ Sifroù 2014 : 1 740 000 km², da lavaret eo 12,6% eus douaroù-gounez ar bed. Andon : GMO Compass (en)
- ↑ International Service for the Acquisition of Agri-biotech Applications (en) (fr) hag all (euskareg, katalaneg, kembraeg... brezhoneg ebet)
- ↑ Ministère de l'agriculture (fr)
- ↑ Les Amis de la Terre (fr)
- ↑ Libération, 19/10/2012 (fr)
- ↑ Ur merk kenwerzhel eo Aspirin®, bet marilhet e 1899 gant an embregerezh alaman Bayer AG.
- ↑ Doctissimo (fr)
- ↑ « tPA » : tissue Plasminogen Activator' ; gwelit Futura Santé (fr) hag an American Heart Association (en)
- ↑ vulgaris Médical (fr)
- ↑ Orpha (fr)
- ↑ Centers for Disease Control and Prevention (en)
- ↑ Termofis
- ↑ Reizhiad imunekaat : TermOfis ; gwared en Ar Glev V, p. 1805-b ; reizhiad hangaeañ e Ménard p.706-a.
- ↑ Obervatoire des Résidus de Pesticides (ORP) (fr)