Mont d’an endalc’had

Bro-Dreger

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Treger)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn broioù kozh Breizh ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bro-Dreger
Bro-Dreger
BannielArdamezioù
Anv(ioù) all Treger
Anv gallek Trégor
Geografiezh
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor,
 Penn-ar-Bed
Kêr-benn Landreger
Kêrioù pennañ Montroulez, Lannuon, Gwengamp
Daveennoù
lec'hiañ
48°37′23″N 3°20′14″W
Gorread 2 251 km²
Lein uhelañ 306 m (Roc'h C'hlas)
Poblañs
Annezidi Tregeriad, Tregeriadez
Poblañs 205 023 ann. (2010)
Stankter 91,08 ann./km²
Yezhoù Brezhoneg Treger, galleg
Relijion Katoligiezh
Istor
Savidigezh Eskopti Treger 865
Diskar Treger 27 a viz Genver 1790

Bro-Dreger pe Treger (e galleg : Trégor pe Trégor(r)ois pe Tréguier) a zo unan eus nav bro diazez Breizh, hag a glot dre-vras gant an nav eskopti a oa bet e Breizh betek an Dispac'h Gall, war-bouez un dek parrez bennak eus Bro-Dreger hag a oa stag ouzh eskopti Dol. Koshoc'h eo ar vro eget an departamantoù, a zo bet savet e 1790.

E Gwalarn Breizh emañ Treger. Hiziv ec'h endalc'h e diriad lodenn Gornôg departamant Aodoù-an-Arvor hag ur bastellig-vro e biz departamant Penn-ar-Bed ("Treger Izel"). Teir dourredenn a yae d'ober an harzoù anezhi,

A gornôg da reter:

A-hend-all, ouzhpenn Treger Izel, etre Kefleud ha Leger, e komzer ivez eus

  • Treger Vras etre Leger ha Treñv ;
  • Treger Vihan etre Treñv ha Leñv .

Bevennet eo Bro-Dreger, er c'hreisteiz, gant Menez Are, eus eienenn ar C'hefleud da hini al Leñv (Kerchouan).

Ar menezioù se a ra an disparti gant Bro-Gernev.

Dont a rafe an anv eus Tri+*kor = Tri bagad.

Gwelout breutadenn war bajenn Landreger.

Delwenn Sant Tual en iliz-veur Landreger

Eskopti Treger

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Eskopti Treger

Diazezer an eskopti a zo bet, hervez an hengoun, sant Tudwal (Tugdual dre fazi), anvet ivez Pabu (Tad). P'eo unan eus ar seiz sant diazezer Breizh e oa Landreger war hent ar birc'hinrided a rae Tro Breizh. Bevañ a rae sant Tudwal er VIvet kantved hag eus Kembre e oa deuet. Roet e vije bet, gant e eontr Riwal, roue Domnonea, pe gant e genderv Derrog, un tamm douar evit ma vije savet un abati, hini Landreger. Daoust ma vije bet dilennet sant Tudwal da eskob e 532, ne gaver ket roud eus an eskopti a-raok an Xvet kantved. Er XIIIvet kantved e tap sant Erwan, barner-Iliz ha person, ganet er Vinic'hi, e-kichen Landreger, ur vrud a santelezh ken buan m'eo santelaet daou-ugent vloaz goude e varv e 1303.

An eskob a zo staliet e Sant-Brieg bremañ a zo eskob Sant-Brieg ha Landreger diouzh e ditl ofisiel.

Bro Dreger bremañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

127 kumun a-vremañ a ya d'ober Bro-Dreger istorel.

Hervez niveradeg 2010 e oa 205 023 annezad[1] hag ur gorread a 2 251 km². Lannuon, Montroulez (glann dehou) ha Gwengamp eo ar c'hêrioù pennañ.

Kartenn Breizh-Izel, emañ Bro-Dreger en orañjez.
Pennad pennañ : Brezhoneg Treger

Emañ Bro-Dreger e Breizh-Izel evit an darn vrasañ ha komzet e veze brezhoneg eno. N'eus nemet e daou barez e gevred ar vro e-lec'h e veze komzet gallaoueg[2].

E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 896 skoliad (10,6% eus skolidi ar vro evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].

Koef Treger, an doukenn, a veze kavet e-maez Treger a-wechoù, evel e kanton Kallag, e Kerne.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.