Mont d’an endalc’had

Plagad

Eus Wikipedia
Plagad
Maner Fornbello.
Maner Fornbello.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouagat
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Plagad (betek 2015)
Pleuloc'h (abaoe 2015)
Kod kumun 22206
Kod post 22170
Maer
Amzer gefridi
Olivier Boissière
2019-2020
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs 2 844 ann. (2016)[1]
Stankter 124 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 32′ 15″ Norzh
2° 59′ 51″ Kornôg
/ 48.5375000000000, -2.9975000000000
Uhelderioù kreiz-kêr : 144 m
bihanañ 68 m — brasañ 262 m
Gorread 31,98 km²
Lec'hiañ ar gêr
Plagad

Ur gumun e Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor e oa Plagad ([ˈplaːgat]). Penn kanton e oa betek 2015.

  • Stummoù kozh ː Ploagac, 1148 ; Ploeadgat, Ploadgat, 1198 ; Ploagat, 1199 ; Plouagat, 120 2; Ploagat, 1202, 1215 ; Ploadgat, 1219 ; Ploagat, 1240 ; Ploadgat, 1259 ; Ploeasgat Castri Audreni, 1371 ; Plezasgar, 1388 ; Ploeagat, 1457 ; Plouagat, Ploagat Chatelaudren, 1467 ; Ploeagat Castel Audren, 1516 ; Plouagat-Chatel-Audren, 1779[2].
En gul e dreustell en argant, heuliet gant teir fempdeliaouenn ivez en argant, 2 ouzh kab, 1 ouzh beg.
  • Ardamezioù an tiegezh Eder (siell Per ag Eder, 1345).
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Plagad, Gabriel Corez e anv, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3].
  • Mervel a reas 138 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, eleze 7,02 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Klasket e voe kemer argant en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 17 viz Mae 1944, met c'hwitet e voe o zaol gante, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[5].
  • Mervel a reas seitek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas daou vilour.

XXIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kendeuzet e oa bet gant Kastellaodren d'ar 1 a viz Genver 2019 d'ober ur gumun nevez : Kastellaodren-Plagad[6].

  • 68,0 % eus anvioù-lecʼh ar gumun gozh a zo brezhonek[7].
Ar Brezoneg er Skol
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[8].
Deskadurezh
  • E distro-skol 2018 e oa 27 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (6,0 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An iliz katolik Sant Pêr zo bet kaoz da zistruj, saveteet e voe hervez ur referendom graet e 2013[9].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bernard
Aotrounez Keryann
"en gul, e zaou c'hleze lammellet, heuliet gant div flourdilizenn, unan ouzh beg, unan ouzh kab, ha leziet gant div rodig-kentr, an holl en arc'hant"
Marc'hec / Marec / Chevalier
Aotrounez Pellan, Kerguilly, Kerouzien
En argant e leon en gul, krabanet, teodet, ha kurunet en aour, e dreustell balirant en sabel, karget gant teir rodig-kentr en argant.
Martin
Aotrounez Malros
En gul e rozenn-doubl en argant.

Darempredoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 246, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  6. (fr) Recueil des actes administratifs de la préfecture des Côtes-d'Armor
  7. Jean-Yves Le Moing, Les noms de lieux bretons de Haute-Bretagne, Coop Breizh, 1990, p. 381
  8. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  9. (fr)Pennad war lec'hienn "Le Parisien"