Mont d’an endalc’had

Catuvellauni

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Katuvellaoned)
Ar vro annezet gant Catuvellauni, en Enez Vreizh

Catuvellauni eo anv ur ur bobl vrezhon a veve e kreisteiz Enez Vreizh, a-raok donedigezh ar Romaned.

Roudoù eus ar bobl-se a weler er pezhioù moneiz bet kavet war o lerc'h hag er menegoù a gaver e skridoù latin. Anv anezho a ra an istorour roman Cassius Dio ha menegiñ a ra o stourm ouzh an aloubadeg roman er bloaz 43. Unan eus keodedoù roman Enez Vreizh e oant ivez, hervez Douaroniezh Ptolemaios en Eil kantved. Diazezet e oant neuze el lec'h m'emañ bremañ kontelezhioù Hertfordshire, Bedfordshire hag ul lodenn eus Cambridgeshire, en-dro da gêr Verulamium (St Albans bremañ).

En-dro dezho e oa ar pobloù Iceni ha Corieltauvi en norzh, Trinovantes er reter, Dobunni hag Atrebates er c'hornôg, ha Regnenses ha Cantiaci er c'hreisteiz.

cf Rivet & Smith :

Savet e vije o anv diwar an elfennoù *catu- (=emgann) hag *uellauno- (=rener, gourc'hemenner). Talvezout a rafe kement ha "pennoù brezel"[1].

  1. Cassivellaunus, war-dro 54 kent JK
  2. Tasciovanus, war-dro 20 kent JK – 9
  3. Cunobelinos ( 940)
  4. Togodumnus
  5. Caratacos

Ur bobl all a oa anvet Catuvellauni ivez e Galia.

Levrioù talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.
  1. Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Errance, 2003, p. 311