Mont d’an endalc’had

Hent-houarn Brest Roazhon

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Roazhon – Brest
Tamm eus al linenn
Paris-Montparnasse – Brest
Pont meur Montroulez
Riez Breizh
KêrioùGwitregRoazhonSant-BriegGwengampMontroulezBrest
Istor
Digoradur1863-1865
Tredanaet 1989
Korvoerien
Spisverkoù teknikel
Niv. ofisiel420000
Hirder249,172 km
TreuzBoutin (1,435 m)
Tredan25 000 V – 50 Hz
KemennerezhBAPR + BAL
Forzhioù2
Tremenerezh
Perc'hennSNCF
KorvoerienSNCF ha re all
TremenerezhTGV, THR, fred

Ul linenn hent-houarn zo etre Roazhon ha Brest, niverennet 420000 en anvadur Réseau Ferré de France (RFF). An tamm eus al linenn Pariz-Brest a zo e Breizh eo e gwirionez.

Al linenn-mañ zo bet staliet etre 1857 ha 1865. E miz mae 1857 e voe digoret an troc'had Pariz-Roazhon, e miz Gwengolo 1863 e voe tizhet Gwengamp, ha Brest e 1865.

Etre 1987 ha 1989 e vo tredanaet al linenn. E 1990 e oa 58 tren ha 43 anezhe gant beajourien enne[1].

Nevesaet eo bet al linenn gant Rannvro Breizh er bloavezhioù 2010.

Dre astenn emañ ebarzhet tier-gar al linenn da Bariz hag a zo e Breizh.

  • PK = Poent Kilometrek, an hed etre ti-gar Paris-Montparnasse hah ar porzh-houarn e Breizh.
Ti-gar Roazhon e-tro 1900
Ti-gar Sant-Brieg e 2019
Ti-gar Gwengamp e 2016
Porzh-houarn nevez Brest e-tro 1940
Porzh-houarnKumunPK
GwitregGwitreg335
Al LanneierSant-Albin-al-Lann345
Kastell-Bourc'hKastell-Bourc'h352
ServonServon357
Noal-EginegNoal-ar-Gwilen362
Saozon-SevignegSaozon-Sevigneg367
Roazhon
Linennoù evit Redon, Sant-Maloù, Kastell-Briant
Roazhon373
Ar Peniti - MorzhellAr Peniti385
BrezhielBrezhiel391
MoñforzhMoñforzh395
MenezalbanMenezalban405
LanvroenegMenezalban410
KediliegKedilieg415
KaonKaon419
BronnBronn427
Plened-YugonPlened-Yugon438
PlestanPlestan446
Lambal
Linenn evit Dol
Lambal454
IlfiniegIlfinieg464
Sant-Brieg
Linennoù evit Pondi ha Porzh Al Leger
Sant-Brieg474
LanvealgonLanvealgon481
Plerneg-PlouvaraPlerneg-Plouvara485
Kastellaodren-PlagadKastellaodren-Plagad491
Gwengamp
Linennoù evit Karaez ha Pempoull
Gwengamp504
Pederneg-TreglañvizPederneg-Treglañviz514
Benac'h-BearBenac'h-Bear519
TregromTregrom525
Plouared - Bro-Dreger
Linenn evit Lannuon
Plouared530
PlounerinPlounerin539
Ar PontoùAr Pontoù545
PlouignoPlouigno553
Montroulez
Linenn evit Rosko
Montroulez562
Pleiber-KristPleiber-Krist571
Sant-TegonegSant-Tegoneg577
GwimilioGwimilio581
LandivizioLandivizio589
Ar Roc'h-MorvanAr Roc'h-Morvan598
Landerne
Linenn evit Kemper
Landerne603
Ar Forest-LanderneAr Forest-Landerne608
KerhuonAr Releg-Kerhuon614
Ar rodi (serr)
Linenn evit Porzh Brest
Ar Releg-Kerhuon589
BrestBrest622

Tredanet eo gant 25 000 V – 50 Hz. D'an 23 a viz Ebrel 1987 e oa bet tredanet al linenn eus Roazhon da Sant-Brieg, ha d'an 12 a viz Gwengolo 1989 e voe tizhet Brest

Dre ar reizhiad BAPR (Block Automatique à Permissité Restreinte) ha BAL Block Automatique Lumineux e vez meret ar c'hemennerezh a-hed al linenn.

Marc'hoù-du CCFO

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stlejerezioù 030 a veze implijet gant CCFO (Compagnie des Chemins de Fer de l'Ouest) war-dro ar bloavezhioù 1880, met chom a ra da wiriekaat e vezent implijet war al linenn-mañ.

Adalek 1855 e voe implijet ar stlejerezioù 111[2] Ar re 111 ne c'hellent ket stlejañ trenioù abalamour da ziribinoù serzh war al linenn Roazhon-Brest, setu ma voe implijet marc'hoù-du 121 fardet etre 1860 evit ar re gentañ ha 1888 evit ar re diwezhañ.

Goude-se e voe implijet stlejerezioù mod 220 ; unan anezhe a tizhas 138 km/e e 1889. Ar re 220-500, hag a voe degaset etre 1897 ha 1900, a voe implijet evit mont da Vrest.

Adalek 1896 e vo fardet stlejerezioù dre aezhenn e mod 230.

Da-heul e voe ar marc'hoù-du 231 Pacific[3], ar re gentañ e Bro-C'hall, hag a voe implijet war al linenn mañ adalek 1908.

Tri rummad tremenerezh a oa e 2008 e oa, hervez 3 rummad tremenerezh[4].

  • Etre 200 000 ha 420 000 den war ar beajoù-mañ : Brest - Landerne ha Sant-Brieg - Roazhon.
  • Etre 44 000 ha 200 000 beajer war Landerne - Montroulez, Sant-Brieg - Lambal ha Brest - Roazhon.
  • Nebeutoc'h eget 44 000 a dud war ar beajoù penn - dibenn all.
  1. Blier, Gérard Blier. Nouvelle Géographie ferroviaire de la France – Tome 2 : L'organisation régionale du trafic. Éditions La Vie du Rail, 1993 (ISBN 978-2-902808-43-4)
  2. Eleze, eus an diadreñv d'an diaraok : 1 ahel douger, 1 ahel lusker hag 1 ahel douger.
  3. Eus an diaraog d'an diadreñv : 2 ahel douger, 3 ahel lusker hag 1 ahel douger.
  4. (fr) Observatoire des transports en Bretagne
Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.