Ilfinieg
Ilfinieg | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Finyac | |
Anv gallek (ofisiel) | Yffiniac | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Langaeg (betek 2015) Tregaeg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22389 | |
Kod post | 22120 | |
Maer Amzer gefridi | Michel Hinault 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 977 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 285 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 10 m bihanañ 5 m — brasañ 147 m | |
Gorread | 17,44 km² | |
kemmañ ![]() |
Ilfinieg[2] (Yffiniac e galleg) a zo ur gumun eus kanton Tregaeg e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War lez genoù ar stêr Urn emañ Ilfinieg.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
«Ilfiniac» eo ar stumm skrivet koshañ anavezet (1182)[3].
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'eus gerdarzh asur ebet evit an anv-mañ a ouzer hepken eo un anv a-orin galianek-ha-romanek.
- Evit G. Taverdet (Prezidant ar Société française d'onomastique) e c'hallfe bezañ un emdroadur eus ar rummad anvioù evel "Épiniac", hag a verk lec'hioù a-hed un hent bras kozh[4].
- Evit Bernard Tanguy e c'hallfe dont diwar anv ar gwez-ivin, pe un anv-den galianek-ha-romanek dizave "Ivinius"[5].
- Ar gomz Ifinieg a vefe un anv-harz. Eus al latin fines : an harz, gant al lostger -iacus lakaet war e lec'h(Daveoù a vank).
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En aour e leon en gul krabanet ha teodet en glazur. Diwar ardamezioù tiegezh Pont-'n-Abad (siell 1384)[6] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1790 e voe lakaet Ilfinieg da benn ur c'hanton. Dilamet e voe kanton Ifinieg e 1801.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 119 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,97 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel; ur soudard yaouank a varvas e 1947 en Alamagn p'edo e dalc'h Bro-C'hall[7].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: daou soudard a varvas.
- Tunizia: mervel a reas ur milour e 1956.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz katolik.
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1954 : Bernard Hinault, marc'hhouarner
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Annor Aotrounez la Roche En gul e bempdeliaouenn en erminoù |
![]() |
Le Bigot de la Villerabel Palefarzhet : ouzh 1 ha 4 en argant e leon kudennek en sabel kurunet en gul ; ouzh 2 ha 3 en gul e greskenn en aour[8] |
![]() |
de Plédran
Aotrounez Beaurepaire ha la Villeguermel
[PPC] |
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2001 | → bremañ | Michel Hinault | Strollad Sokialour Gall | |
1989 | 2001 | Marcel Chaplain | Strollad Sokialour Gall | |
1977 | 1989 | Louis Marteil | RPR | |
1965 | 1977 | Pierre Cléret | Strollad Sokialour Gall | |
1965 | Mathurin Auffray | |||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa 14 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (4,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Wackersberg | 2002 |
Kevelouri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Kolia | 1992 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Roll skoueriekaet kumunioù Breizh. Liste normalisée des communes de Bretagne, Ofis ar Brezhoneg, Eil embannadur, 2003, p.21.
- ↑ Bernard Tanguy, Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor, ArMen - Le Chasse-Marée, 1992, p.359.
- ↑ Gérard Taverdet, "Un tabou étymologique: le f en gaulois." Hieronymus I, 2007, p.10.
- ↑ Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor, ArMen - Le Chasse-Marée, 1992, p.359.
- ↑ Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, Froger & Pressenssé, 2008 (ISBN 978-2-908752-83-0)
- ↑ 7,0 ha7,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pol Potier de Courcy