Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù
Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù | |
---|---|
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Brieuc Armor Agglomération |
Melestradurezh | |
Stad | ![]() |
Rannvro | Rannvro Breizh |
Departamant(où) | Aodoù-an-Arvor |
Furm | kumuniezh tolpad-kêrioù |
Sez | Sant-Brieg |
Deiziad krouidigezh | 1 Gen 2017 |
Kod RAKEM | 200069409 |
Prezidant Amzer gefridi |
Ronan Kerdraon 2020-2026 |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 151 733 ann. (2017)[1] |
Stankter | 252 ann./km² |
Douaroniezh | |
Niver kumunioù | 32 |
Gorread | 601,72 km² |
Lec'hiadur en departamant | |
![]() | |
Lec'hienn web | https://www.saintbrieuc-armor-agglo.bzh/ |
kemmañ ![]() |
Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù[2] (Saint-Brieuc Armor Agglomération e galleg) a zo anezhi ur gumuniezh tolpad-kêrioù savet d'ar 1añ a viz Genver 2017 etre kumunioù eus Frañs, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe ar gumuniezh diwar vod Sant-Brieg Tolpad-kêrioù, Kumuniezh kumunioù Kreiz Aodoù-an-Arvor Galloud 4, Kintin Kumuniezh, Kumuniezh kumunioù Su Goueloù hag ur gumun eus Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour[3].
Kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'ar 1añ a viz Genver 2017 ez ae 32 gumun d'ober kumuniezh tolpad-kêrioù Sant-Brieg, roet an anv Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù dezhi:
- Binig-Staol
- Bodeoù
- Bourc'h-Kintin
- ar Fouilh
- Hilion
- Ilfinieg
- Kintin
- Lanfeun
- Langaeg
- Lanhervoed
- Lannidig
- Lanvealgon
- al Leslae
- Pledran
- Plenaod
- Pleneventer
- Plerin
- Ploheg-Peniti
- Ploufragan
- Plourc'han
- Porzhig
- Sant-Bic'hi
- Sant-Brieg (sez)
- Sant-Donan
- Sant-Juluan-Pentevr
- Sant-Kareg
- Sant-Ke-Porzh-Olued
- Sant-Vedan
- Sant-Weltaz
- Tregaeg
- Tremuzon
- Treveneg
Prezidanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Genver 2017 - Gouere 2017: Bruno Joncour (MoDem), maer Sant-Brieg
- Gouere 2017 - Gouere 2020: Marie-Claire Diouron (MoDem), maerez Sant-Brieg
- Abaoe Gouere 2020: Ronan Kerdraon (PS), maer Plerin
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E distro-skol 2022 e oa enskrivet er c'hlasoù divyezhek 351 skoliad (2,5 % eus skolidi an tolpad-kêrioù evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4]