Kumuniezh kumunioù Kreiz Aodoù-an-Arvor Galloud 4

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Pelec'h emañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor.

Kumuniezh-kumunioù Kreiz Aodoù-an-Arvor Galloud 4[1] (berraet e Kag4) a oa un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) eus departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Un darn eus Bro Sant-Brieg eo. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant teir etrekumuniezh-all hag ur gumun eus Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour.

Edo he sez e Ploheg. He frezidant diwezhañ oa Joseph Le Vée, maer Pleneventer[2]

Ar c'humunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri c'humun a yae d'ober anezhi:

  1. Bodeoù
  2. Pleneventer
  3. Ploheg-Peniti (sez)

Bodet e oa Ploheg gant Peniti-Koedrac'h d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Ploheg-Peniti.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. « Le conseil communautaire est installé », Ouest-France, 26 a viz Ebrel 2014.