Ar Fouilh
ar Fouilh | ||
---|---|---|
Maner ar Wervaen. | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Fœil | |
Bro istorel | Bro Sant-Brieg (Goueloù) | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Kintin (betek 2015) Pleuloc'h (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22059 | |
Kod post | 22800 | |
Maer Amzer gefridi | Pascal Prido[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 403 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 68 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 250 m bihanañ 129 m — brasañ 256 m | |
Gorread | 20,54 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Fouilh a zo ur gumun eus Bro Sant-Brieg, hag e Bro-Oueloù, e kanton Pleuloc'h, e departamant Aodoù-an-Arvor, e hanternoz Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Régis de Saint-Jouan ː treff paroeschial du Feill, 1499; ; Feil, 560; Fail, 1801; Lefoeil, 1802.
- Erwan Vallerie ː En Follet, 1160; An Folled, 1170; de Folleia, 1255; La Foillee, 1306; La Folloe, 1306; La Fouilliee, 1316; La Foillye, 1366; La Foillee, 1371; Foulleia, 1371; La Fueillee, 1380; La Fouillee, 1384; La Feillee, La Fouillee, 1433; Feillee, 1536
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
N'ez eus ket evit ar poent
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 73 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,77 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas pemp den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: daou vilour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ville-Pirault (galian ha roman)
- la Brosse-Joly (galian ha roman)
- Kastell Crenan; aspadennoù ar c'hastell kozh, bet devet er bloaz 1927, a zo bet enrollet ar Iñ Kerzu 1969. Ar chapel santez Suzanna a zo eus 1785
- Kastell la Noë-Sèche, XVvet kantvad; an antre a zo bet enrollet ar 17 Mezheven 1936
- Kastell Robien, c.1745 / c. 1789, gant ar chapel, machosioù, hag ar park, a zo bet enrollet ar 5 Gwengolo 1946. Ar c'hastell a zo en stad fall.
- Maner ar Wervaen (e galleg du Guermain) XVIvet; talbennoù ha toennoù bet enrollet an 11 Mezheven 1964
- Chapel sant Laorañs a sant Moris (fin XVIIIvet)
- Chapel santez Radegonda du Mauguerrand (XVIIvet)
- Maner la Pommeraie (XVIvet)
- Maner la Rochefoucauld (XVIIvet)
- Maner la Ville-Berthelot (XVIIIvet)
- Maner ar Volozen (1749)
- Manet ar Sal (XVIvet)
- Maner Pouëmen (XVIvet)
- Maner la Ville-Pirault (Porrastell eus XVIvet)
- Iliz Itron-Varia (04 Here 1896 / 11 Kerzu 1898)
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
857 | 884 | 888 | 1084 | 1085 | 1124 | 1321 | 1509 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pascal Prido, maer, labourer-douar
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Cill an Mhuilinn | 2000 |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pierre de Perrien ː markiz Krenan; marichal-kamp (1649); hanafer-veur Bro-C'hall (1670)
- Sébastien de Robien ː beskont Pleneventer, bet ganet e Robien (d'ar c'houlz-se trev Sant-Thurian Kintin) ar 26 Mezheven 1633; kuzulier ouzh Breujoù Breizh eus 1655 da 1684. Aet da Anaon e Robien ar 5 Mae 1691.
- Pierre de Perien (II) ː mab d'an hini a-us; markiz Krenan, bet ganet war dro 1650; Koronal rejimant ar Rouanez (1676), brigadier troadiegiezh (1683); marichal kamp (1688); letanant jeneral (1693); gouarnour Condé (sur-l'Escaut, Nord). Bet gloazet e-kerzh emgann Crmona (Lombardia, Italia) ar Iñ C'hwevrer 1702, hag aet da Anaon abalamour d'e c'hloazadennoù an 9 C'hwevrer.
- Paul de Robien ː mab da Sebastien; beskont Pleneventer; bet ganet an 3 Genver1660; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1684, ha kadoriad gant tog eus 1704 da 1744; aet da Anaon e Sant-Albin Roazhon an 23 Mezheven 1744.
- Christophe-Paul ː markiz Robien, beskont Pleneventer; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1720 ha kadoriad gant togeus 1724 da 1756. Dedennet war arkeologiezh ha natur, eñ eus savet ur gambr-studi war traoù ha tresadennoù o tennañ war Breizh a-bezh. Aet eo da Anaon e Sant-Albin Roazhon ar 5 Mezheven 1576. E-kerzh dispac'h gall e oa lemet e dastumad ha roet da Gêr Roazhon. Degouezhet eo Mirdi Arkeologiezh ha Tudouriezh, er bloaz 1855, staliet e Palez ar Skol-Veur Roazhon.
- Paul-Christophe-Céleste ː markiz Robien, mab an arkeologour, bet ganet e Sant-Albin-Roazhon ar 5 Gwengolo 1731; kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1749; kadoriad gant tog eus 1750 da 1785; divroet e-kerzh an Dispac'h Gall e varvas e Hambourg an 23 Ebrel 1799.
- Louis-Antoine-Rischild, baron Grivel; bet ganet e Brest an 20 Genver 1827; eil amiral; en devoa dimezet an 3 Eost 1858 Louise-Henriette Rouxel de Villefréron, herez kastell Krenan. Aet eo da Anaon e Dakar, Senegal, e-kerzh miz Meurzh 1883, ha sebeliet er Fouilh
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995