Hilion
Hilion | ||
---|---|---|
Ar vourc'h. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Hilion | |
Anv gallek (ofisiel) | Hillion | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Sant-Brieg | |
Kanton | Langaeg (betek 2015) Tregaeg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22081 | |
Kod post | 22120 | |
Maer Amzer gefridi | Mickaël Cosson 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Brieg | |
Lec'hienn web | Blog ofisiel ar gumun | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 246 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 171 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 25 m bihanañ 0 m — brasañ 86 m | |
Gorread | 24,76 km² | |
kemmañ ![]() |
Hilion (skrivet Hillion e galleg) a zo ur gumun eus eus kanton Tregaeg, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bras eo eo ar gumun-se (gorread: tost da 2 500 ha peogwir ez eus div barrez en unan: Hilion ha Sant-Reunan.
Hir eo an aod ivez: 12 km, peogwir eo Hilion ur c'hourenez (kelc'het gant "mirlec'h naturel Bae Sant-Brieg", an hini vrasañ e Breizh).
- Tevennoù Bon Abri (180 spesad struzh, 36 spesad laboused hag 7 spesad divelfenneged)
- Ur porzh bihan: E «Saint-Guimond»
- Teir zraezhenn: Traezhennoù «Bon Abri», «Lermot» hag ar Gerveur (La Grandville).
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Aula Helyoni, XIIvet; Hillion, 1219; Hyllion, 1216; Hylion, Hilion, 1224; Hillion, 1287; Hylion, 1330; Hillion, 1516
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En gul, e sourin en argant karget gant teir brizhenn erminig en sabel ouzh red ar sourin
Diforc'h ardamezioù Roland de Hilion (1278)
Kuzul ar Gumun ː 29 Ebrel 1989
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Orinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Istor Hilion 'zo teñval met un dra za o sur: Ar Romaned hag ar C'halianed a oa staliet eno (kavet e oa bet roudoù porzh kozh, tiez-annez, ur templ, un hent eus ar Romaned...).
- Betek ma'c'h erruas ar Vrezhoned e oa kazi didud an dachenn. Riwal, roue Domnonea a oa staliet e Hilion. Kastell Riwal e oa ar c'hastell kentañ e Hilion lec'hiet e Leshilion («Licellion», skrivet ivez «Lissilion»).
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe parrez katolik Sant-Reunan e 1870 diwar goust parrez Hilion.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 80 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,45 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 21 a viz Ebrel 1944 e kouezhas un nijerez F-5B (marilhet 42-67367) eus aerlu ar Stadoù-Unanet e Hilion; tapet e voe an nijour d'an Alamaned[3].
- Mervel a reas daouzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur milour.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Maen-hir «Carquitté»
- Hent ar Romaned er Pontoù-Nevez
- Villa Granville hag an annezadenn Hôtellerie (ma voe dizoloet moneiz keltiek, aspadennoù Romaned hag ivez un arched graet e plom gant an endalc'h (IIIe kantved) eus amzer ar C'halianed-ha-Romaned.
- Iliz Sant-Yann-Vadezour (XIVvet-XVvet kantved)
- Maner «Licantois» (XVIvet kantved),, maner ar werjeoù (XVvet K.)
- Kouldri «Clos-Guéguen« (XVIvet kantved), hag ivez kouldrioù Kerbihan ha Bonabry
- Kalvar Bonabry (XVIIvet kantved)
- Chapel Sant-Laorañs ha Sant-Maour (hag ar feuteun Sant-Maour e-kichen), Chapel Sant-Erwan et Sant-Matulin ar gwernoù, chapel Sant-Loup et Sant-Jili e Bonabry
- Kroaz Meheut (kroaz kozh Sourdrais) ha kroaz Terterien (1832) savet el lec'h ma oa ur chapel gozh
- Kastell Bonabry, Kastell ar Gwernoù ha dreist-holl kastell "Gwenngoad"
- Iliz Sant-Reunan (XIXvet kantved)
- Trenbont ar Pontoù Nveez savet war ar Gouesan gant Louis Harel de la Noë (1913)
- Tredanva dre dour ha stankell Pont-Rolant (1935).
- Meskl Hilion: 10 % eus kenderc'h Bro-Frañs war tost da 100 km peulioù (sevel meskl)
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 | |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
2122 | 2235 | 2858 | 3232 | 3591 | 3786 | 4001 | 4049 | 4066 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1925 : Georges Palante, prederour.
Tud liammet gant Hilion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant Ronan.
- Patrice Carteron, melldroader, en deus bevet eno.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Auffray [4] | Treustellet etre argant ha sabel a c'hwec'h pezh, e leon en aour balirant |
![]() |
Guéguen [5] | En argant e wezenn-olivez geotet; e c'hrenn balefarzh en erminoù, karget gant div kadvouc'hal en gwad peuliek |
![]() |
Micault [6] | En glazur, e alarc'h en argant melezouriñ war vord ur veunteun ivez en argant, hag heuliet ouzh kab gant un heol en aour |
Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Ballabio | 2003 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (br) Hilion war lec'hienn Geobreizh
- Hilion infos
- Glad Hilion war lec'hienn dielloù an departamant
- mirlec'h naturel Bae Sant-Brieg
- Ti ar Bae / Maison de la Baie
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008 Michèle Gaillard : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XIV. Province ecclésiastique de Reims (Belgica Secunda). De Boccard. 2006
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Aotrounez la Grandville
- ↑ Aotrounez la Villecolué hag ar C'hlos, en Hilion ; la Crois-Hulin, e Ploufragan
- ↑ Ur c'habiten gwarded-aod Hillion e 1758, en eus kemeret perzh ouzh Emgann Sant-Kast e 1758