Sevel meskl

Sevel meskl pe ar mesklerezh a zo sevel tri spesad meskl dour mor mat da zebriñ : Mytilus edulis e Norzh Europa (betek Breizh) ha Kanada, Mytilus galloprovincialis war aodoù ar Mor Kreizdouar, Spagn, Portugal hag aodoù Bro-C'hall ar Meurvor Atlantel, ha Mytilus platensis war aodoù Chile.
Doareoù sevel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meskleg (liester mesklegi) a vez graet eus an takadoù meskl, a c'hall bezañ parkoù graet gant peulioù bras rodellet gant kordennoù e fibr kokoz, plantet en takadoù lec'h ma 'z eus mareoù bras. Lakaet e vez ar munus meskl (meskl yaouank) war ar c'hordennoù. Ret eo dezho bezañ goloet gant ar mor pa 'z eo uhel ar mare. Goude 12-15 miz e c'hallont bezañ dastumet gant ar vesklerien (pa 'z eo izel ar mor).
Implijout nedennerezhioù a zo un teknik all : ur gordenn vras dalc'het war c'horre gant boueoù, ha kordennoù all evit ar munus.
Gant radelloù : kordennoù a zo staget ouzh ar radelloù, a-istribilh a-zerc'h. Kreskiñ a ra ar munus warno.
-
Sevel meskl gant nedennerezhioù e Genoù Kotor e Montenegro.
-
Un atant meskl e Zeland-Nevez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Debret e vez meskl gant an dud abaoe miliadoù a vloavezhioù.
Krouet eo bet ar sevel meskl war beulioù e 1235, en Anse de l'Aiguillon (genoù ar Sèvre niortaise) e Poatev, war-lec'h peñse ur beajour iwerzhonat anvet Patrice Walton. Abaoe ar mare-se e vez plantet renkennadoù peulioù koad en aod gant mesklaerion ar c'hornad-bro-se.
Ken bras ha ken tolpet e oa ar meskl e 1950 ma voent distrujet gant ur c'hleñved. Neuze eo e voe klasket lec'hioù all evit sevel ar c'hregin-se. Erruout a reas ar sevel meskl e Bae Sant-Brieg er bloavezhioù 1960 hepken.
Roadennoù ekonomikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn 700 000 tonenn a veskl a vez produet bep bloaz en Europa, gant un digresk ingal abaoe 1999[1].
|
Produiñ e tonennoù (2003) | |||||
| Republik Pobl Sina | 683 237 | 43,0 % | 1añ | ||
| Spagn | 248 827 | 15,6 % | 2l | ||
| Italia | 100 000 | 6,3 % | 3e | ||
| Frañs | 68 000 | 4,3 % | 6vet | ||
| Stadoù all | 489 400 | 30,8 % | — | ||
| Hollad | 1 589 464 | 100 % | — | ||
Produet e vez 68 000 tonenn bep bloaz e Frañs eta, ha bevezet e vez 100 000 tonenn, setu perak e vez enporzhiet ar peurrest eus an Izelvroioù, Iwerzhon ha Spagn[2].
-
Ur ravanell meskl e Loch Cairlinn (Norzhiwerzhon).
-
O walc'hiñ meskl en ur feurm e Genoù Kotor e Montenegro.
-
Chalant mesklerezhe porzh L'Aiguillon-sur-Mer e Vande.
Lec'hioù produiñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Europa an Norzh (Mytilus edulis)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Norzh Breizh a zo ul lec'h produiñ pennañ. Meskl-park bae Menez-Mikael-ar-Mor a voe ar produ kentañ eus ar mor da vezañ roet dezhañ un anvadur orin gwarezet (AOG) e Frañs e 2006 (en Il-ha-Gwilen hepken). 17 494 tonenn a voe produet e Norzh Breizh ha 3 500 tonenn e Su Breizh er bloavezh 2015/2016[3]. Brudet eo ivez meskl-park Pennestin.
E Bro-C'hall : Normandi, Bae Somme ha aod Mor an Hanternoz.
- Parkoù meskl e Norzh Bro-C'hall
-
Bae Wissant e Pas-de-Calais.
-
Pas-de-Calais.
-
Bae Wissant e Pas-de-Calais.
-
Munus meskl-park e deroù o c'hresk, e bae Somme.
Europa ar Su hag an aod atlantel (Mytilus galloprovincialis)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-C'hall eo brudet Charron, e norzh Charente-Maritime. Enez Ré ha Diazad Marennes-Oléron, e Charente-Maritime e zo lec'hioù produiñ all. Brudet e Rías Baixas, e Galiza.
Er Mor Kreizdouar e vez produet meskl e stank Thau.