Hent-houarn Lannuon Plouared

Eus Wikipedia
Linenn hent-houarn
Plouared – Lannuon
Ti-gar Plouared
Riez Breizh Breizh
Kêrioù PlouaredLannuon
Istor
Digoradur 1881
Tredanadur 2000
Korvoerien
Spisverkoù teknikel
Niv. ofisiel 446000
Hirder 16 km
Treuz Boutin (1,435 m)
Tredan 25 000 V – 50 Hz
Forzhioù 1
Kemennerezh BAPR
Tremenerezh
Perc'henn SNCF
Korvoer SNCF
Tremenerezh TGV, THR Breizh

Ul linenn hent-houarn zo etre Plouared ha Lannuon, niverennet 446000 en anvadur RFF (Réseau ferré de France).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Eost 1865 e voe kemmet anv ti-gar Plouared da Blouared-Lannuon, evel ma oa bet goulennet gant maer Lannuon ar mare. Ar c'hemm-se a c'hoarvezas pevar miz goude digoradur al linenn Hent-houarn Brest Roazhon. Da-heul e c'houlennas dilennidi Lannuon ma vefe ouzhpennet un tamm linenn betek Lannuon. Dek vloaz goude e voe aotreet ur c'horvoiñ "gallus" d'an embregerezh Compagnie des chemins de fer de l'Ouest (CCFO).

D'an 31 a viz Kerzu 1875 e voe fiziet al linenn da CCFO[1]. Da heul an aotre-mañ e vez digoret al linenn d'an 13 a viz Du 1881.

D'ar 15 a viz Even 2000 e voe echuet tredanaat al linenn evit ma c'hellfe mont an TGV betek Lannuon.

Tres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • PK = Poent Kilometrek, an hed adalek porzh-houarn Plouared war al linenn Pariz-Brest.
Ehan kumun PK
Plouared
Linenn war-du an hent-houarn Brest-Roazhon
530,921
Kerozern (klozet e 1993) Ploubêr 538,519
Lannuon (kozh)) 547,146
Lannuon (nevez) 547,217
Ti-gar Kerozern

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) Picard, Alfred (1884). Les chemins de fer français – Tome 3. Paris : Hachette|BnF, 2012 (ISBN 978-2-01-257422-9)

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Picard 1884.
Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.