Bro gozh ma zadoù
Titl | Bro gozh ma zadoù |
---|---|
A dalv evit tiriad | Breizh |
Diazezet war | Hen Wlad fy Nhadau |
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | kanaouenn brezhon |
Bro orin | Frañs |
Yezh an oberenn pe an anv | brezhoneg |
Deiziad embann | 1898 |
Sonaozer | James James |
Testenn gant | Frañsez Jaffrennou |
Tonegezh | mi bouc'h muiañ |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran |
Mirdi Breizh - Kan Bro Gozh ma Zadoù |
Bro Gozh ma Zadoù eo kan broadel Breizh bet savet diwar hini Kembre — Hen Wlad fy Nhadau e anv — a zo bet krouet e kreiz an XIXvet kantved.
Kan broadel Kernev-Veur, Bro Goth Agan Tasow, zo bet savet war ar memes patrom.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e Kembre...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evan James, gwiader ha barzh anezhañ (Ieuan ap Iago e anv drouiz), a oa bet ganet e Caerffili (Kembre) e penn-kentañ 1809 (badezet e oa bet d'an 11 a viz C'hwevrer) ha deuet e oa d'ober e annez da Bontypridd e 1847 gant e familh. Hervez ar vojenn e vije bet savet ton ur ganaouenn gant e vab James James, soner telenn anezhañ p'edo o pourmen a-hed glann ar Stêr Rhondda ma oa staliet labouradeg c'hloan e dad. P'edo ouzh e ganañ d'e dad e voe savet ar son (tri foz hepken) gantañ. Da gentañ e oa anvet Glan Rhondda (glann ar Rhondda). Kanet e voe evit ar wech kentañ e 1856, e miz Genver pe C'hwevrer, en ur chapel gembreat anvet Capel Tabor e Maesteg, gant ur vaouez eus Pontypridd, Elizabeth John hec'h anv.
Kreskiñ a reas brud ar ganaouenn war-lerc'h an eisteddfod bet dalc'het e Llangollen e 1858, hag embannet e voe e 1860 gant John Owen (Owain Alaw Pencerdd e anv drouiz) e-barzh Gems of Welsh melody en ur reiñ he zitl — Hen Wlad fy Nhadau ("Bro gozh ma zadoù") — dezhi evit gwir. Kanet e voe ivez gant an tenor kembreat Robert Rees (pe Eos Morlais c'hoazh) da geñver eisteddfod 1874 e Bangor. E 1905 e oa bet kanet kent ur c'hrogad rugbi ouzh skipailh zelandneveziat an All Blacks.
Dre forzh bezañ kanet dre ar vro e oa deuet Hen Wlad fy Nhadau da vezañ kan broadel nann-ofisiel Kembre e-kichen hini Breizh-Veur, God Save the Queen.
...degouezhet e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]William Jenkyn Jones a oa bet ganet e Cei Newydd (Kembre) d'an 29 a viz Meurzh 1852. Pastor protestant anezhañ e oa aet d'ober e annez d'An Oriant kerkent ha 1882 ha da c'houde e Rosporden, Kemper ha Pont-'n-Abad. Deuet da Vreizh evel misioner an emsav protestant kembreat a oa o tiorren eno abaoe dibenn an Impalaeriezh c'hall kentañ en devoa desket brezhoneg buan-kenañ. Gantañ e oa bet savet kentañ troidigezh Hen Wlad fy Nhadau e brezhoneg hag embannet e
TELEN AR C'HRISTEN
CANTICOU SPIRITUEL
A
VEULEUDI DA ZOUE
DA GANA
ER RE-UNIONOU HAG ER FAMILLIOU
e 1895 e Kemper e ti an aotrou Cotonnec.
Dindan an titl Doue ha va bro (Tôn : Bro va Zadou), pemp poz a yae d'ober ar Cantic 77 a-gevret gant un diskan :
Ô va mamm-bro ! cared a rann va bro,
Keit ma vô'r môr 'vel mur en dro,
Ra vezo libr atao va bro.
Estreget gerioù orin kan broadel Kembre en devoa ouzhpennet daou boz all evit tagañ ouzh ar vezventi a rae freuz ha reuz e Breizh d'an ampoent. Daou zoare all, damgemmet an eil kement hag egile, a oa bet embannet e 1910 ha 1926.
Ganet e oa bet Frañsez Jaffrennou (Taldir e anv drouiz) d'ar 15 a viz Meurzh 1879 e Karnoed. E 1897 e oa war e studi e skolaj Sant Jarl Sant-Brieg m'edo o paouez kregiñ da zeskiñ kembraeg gant e gelenner brezhoneg Frañsez Vallée. Chañsoù zo en defe klevet kanañ Hen Wlad fy Nhadau pa oa aet, a gevret gant Frañsez Vallée ha Bretoned all, d'an eisteddfod a oa bet dalc'het e Kerdiz e miz Gouere 1899. Daoust ma ne oa ket bet kadarnaet gant Taldir gwech ebet e tiskouez bezañ anat en devoa azasaet gerioù brezhonek Jones ha n'eo ket reoù gembraek James evel m'en devoa disklêriet e-barzh niverenn 52 ar gelaouenn An Oaled[1] e 1935 da gentañ-penn. Embannet e voe e azasadenn er gazetenn gatolik La Résistance (Croix de Morlaix) d'ar 27 a viz Genver 1900 dindan anv BRO GOZ MA ZADOU (HENVELIDIGEZ). Pevar foz e oa hag an diskan :
O ma Mam-Vro ! me gar ma Bro.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma Bro.
Lakaet e oa bet e-barzh e levr An Delen Dir aet e-maez e 1900 ha diouzhtu en devoa graet berzh e-touez studierien Roazhon o devoa he dibabet da gan arenkiñ.
Dibabet e oa bet evel kan broadel Breizh e-kerzh kendalc'h Kevredigezh Vroadel Breizh bet dalc'het e Lesneven d'ar 5 a viz Gwengolo 1903.
Pozioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ni, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro!
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
- Diskan
O Breizh, ma bro, me 'gar ma bro.
Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro,
Ra vezo digabestr ma bro!
Breizh, douar ar sent kozh, douar ar varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed.
Pep menez, pep traoñienn d'am c'halon zo ker,
Eno 'kousk meur a Vreizhad taer!
- Diskan
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv;
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !
- Diskan
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh,
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz.
Dihunet out bremañ, ma Breizh!
- Hervez an doare embannet (e falc'huneg) e-barzh Kanomp Uhel, embannet gant Kendalc'h e 1960, lakaet e peurunvan, hag adembannet e-barzh al levrig Gwir Vretoned, embannet evel stagadenn d'an niverenn 27 eus Skol, e 1964 ha kempennet gant Poellgor Bro Gozh ma Zadoù e 2012.
Un doare all a oa e-barzh Kanomp Uhel 1957, anvet Bro goz on tadou.
Ar Bro gozh hag an Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1982
Kanet e voe gant 150 dilennad eus Breizh da-geñver digoradur prosez an Amoco Cadiz e Chicago, SUA.
- 2004
- Bro gozh ma zadoù, gant Tri Bleiz Die, Pladenn Milendall[2]
- 2009
- E miz Mae 2009 e oa bet kanet er Stade de France e Pariz gant Alan Stivell da-geñver ar c'hrogad mell-droad etre Roazhon ha Gwengamp[3].
- 2012
- Kan bale Sant Albin, gant Daonet, Pladenn Donemat[4]
- 2014
- Ur skoliad eus Diwan en doa klasket kanañ Bro gozh e Kan ar Bobl ; ne oa ket bet degemeret.
- Nolwenn Leroy an hini he deus kanet Bro gozh d'an 3 a viz Mae er Stade de France e Pariz da-geñver ar c'hrogad mell-droad etre Roazhon ha Gwengamp evit gourfenn Kib Frañs 2014[5].
- 2017
- Bro gozh ma zadoù gant Rozenn Talec, pladenn Breizh eo ma bro !.
- 2021
- Aziliz Manrow ha Gilles Servat o deus kanet an doare ofisiel war leurenn Tro Bro-Frañs e Brest e 2021[6].
- Lakaet da don broadel ofisiel Rannvro Breizh[7].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- MP3 (1)
- MP3 (2)
- Teuliad klevet Bro gozh ma zadoù MP3
- Bro gozh kanet
- Ton ha son skrivet e-barzh Breizh Partitions
- (br) Poellgor Bro Gozh ma Zadoù
- Broadelourien c'hall a-enep ar vro gozh en abadennoù mell-droad Les autonomistes et leurs alliés gant Riposte Laïque .
E You tube
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- gant an Orchestre Symphonique de Bretagne
- er bladenn "Breizh eo ma bro"
- "Défi Bro Gozh", gant Kaelig
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troet e oa bet e brezhoneg gant Daniel Doujet - ORIN BRO GOZH MA ZADOÙ - hag embannet e miz Ebrel 1997 e-barzh niv. 81 ar gelaouenn Al Lanv.
- ↑ Tri Bleiz Die
- ↑ (fr) Stade de France : Renaissance d'une nation, Agence Bretagne Presse, 10/05/2009
- ↑ Daonet on air
- ↑ (fr) Nolwenn Leroy chante le Bro gozh ma zadou Ouest-France, 03/05/2014
- ↑ Bro Gozh ma zadoù war YouTube, kanet gant Aziliz Manrow ha Gilles Servat
- ↑ (fr) Le « Bro gozh ma zadoù » devient l’hymne officiel de la Bretagne Le Télégramme, 25/11/2021