Arthuret
Arthuret zo ur barrez eus kêr Carlisle, e gwalarn Bro-Saoz, e Cumbria, tost da harzoù Bro-Skos, ma c'hoarvezas Emgann Arfderydd er VIvet kantved.
Ar barrez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div gêriadenn zo anezhi: Longtown hag Easton. Div stêr zo ouzh he bevenniñ: ar stêr Esk er c'hornôg, hag ar stêr Lyne er c'hreisteiz. 2,434 a dud a oa o vevañ enni hervez niveradeg 2001.
Ul lec'h a bouez eo bet moarvat rak unan eus an eizh lec'h meneget er c'hentañ kartenn moullet eus Bro-Skos e oa, e 1570, graet gant Abraham Ortelius. Sed ar seizh lec'h all meneget: Carlisle, Kirklinton, Jedburgh, Wark, Coldstream, Norham ha Berwick (Logan Mack 1926).
Mojenn Arzhur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nepell diouzh an iliz e c'hoarvezas Emgann Arfderydd, meneget e Vita Merlini Jafrez Menoe hag en Annales Cambriae, hag a vije c'hoarvezet er bloaz 573.
Iliz Arthuret
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Begg, Ean. & Rich, Deike (1991). On the Trail of Merlin. ISBN 0-85030-939-5
- Glennie, John S. Stuart (1869). Arthurian Localities. Pub. Edinburgh. P.68.
- Mack, James Logan (1926). The Border Line. Pub. Oliver and Boyd. P.51.
- Skene, W.F.(1988). Arthur and the Britons in Wales and Scotland. ISBN 0-947992-23-5.
|
|