Taolenn doueed Hellaz ha Roma

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Setu un daolenn eus an doueed gresian ha roman a glot kenetrezo, hag ivez un nebeud doueed kelt pe c'halian a glot mui pe vui.


Anv an Doue gresian Karg Arouez Anv an doue roman Anv an doue kelt (pa glot)
Afrodit Doueez ar garantez Ur melezour, ur goulm, un alarc'h, ur rozenn. Alies e vez gwelet en he noazh. Gwener (Venus)
Apollon Doue ar sonerezh, ar varzhoniezh, an diouganerezh; bleniañ a ra karr an Heol Al lirenn, al lore; an delphin, ar bleiz; alies e vez ar Muzezed (merc'hed an Awen) gantañ Apollo Belenos
Ares Doue ar brezel Ur c'hi, ur bultur, ur goaf, un tokarn Meurzh (Mars) Teutates
Artemis Doueez an hemolc'h, doueez al loar Alies gant ur wareg ha saezhioù Diana
Asklepios Doue ar medisinerezh --- Eskulap
Atena Doueez ar furnezh Ur gaouenn, ur wezenn-olivez. Alies gant ur goaf hag un tokarn war he fenn. Minerva Belisama
Boreas Avel an hanternoz --- Aquilo
Kronos Tad an doueed --- Sadorn (Saturnus)
Demeter Doueez an Edeier hag an Trevadoù Ar penn-ed Keres
Dionysos Doue ar gwini hag ar gwin; degas a ra awen d'ar varzhed ha sonerien Ur gurunenn iliav, rezin Bacchus
Enio Doueez ar brezel --- Bellona
Eos Doueez tarzh an deiz --- Aurora
An Erinied --- --- Ar Furied
Eros Doue ar garantez Ar wareg hag ar saezhioù, gwelet evel ur bugelig askellek Kupido
Hades Doue an ifernioù korn ar builhentez, arouez pinvidigezh an douar Pluton Dispater
Hebe Doueez ar yaouankiz --- Juventus
Hefaistos Doue an tan, ar govelioù Ur morzhol Vulcanus
Hera Doueez ar briedelezh, diwallerez ar gwragez Ar paun Juno
Herakles Haroz Gwisket e vez gant kroc'hen leon Nemea Herkules Ogmios
Hermes Doue an hentoù, ar veajourien, ar c'henwerzh, hag al laeron; kannad an doueed Gwialenn ar peoc'h, pe gwialenn Verc'her Merc'her (Merkurius) Lug
Hestia Doueez an oaled --- ---
Hypnos Ar c'housked --- Somnus
Ilitia Skoazellerez ar gwilioudiñ --- Lukina
Leto --- --- Latona
Ar Moira --- --- Ar Parkezed / Merc'hed an Tonkadur
Odisseus Haroz an Odisseia --- Ulises
Pan Doue ar vesaerien --- Faunus
Persefone Doueez an Ifernioù ---- Proserpina
Poseidon Doue ar mor, a c'hall lakaat gwallamzer da sevel ar forc'h tribizek, sachet e vez e garr gant loened-mor Neptun (Neptunus)
Tuche , Fortuna
Zeus Mestr an doueed, An tan-taran, an erer Yaou (Jupiter) Taranis