Aurora

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Aurora, livet gant Guercino, 1621-23 (livadur terest er c'h-Casino Ludovisi, Roma), ur skouer a liverezh barok.
Aurora ha Titon, priñs Troia, livet gant Francesco de Mura

Aurora eo doueez tarzh an deiz gant ar Romaned. Klotañ a ra gant Eos mojennoù Hellaz, hag Ushas gant an Hindoued.

Bemdez e tifluk da nijal dre an oabl, da gemenn ar beur nevez. C'hoar eo da Sol, an heol, ha da Luna, al loar. Un toullad mat a briedoù he deus, ha pevar mab, ar Pevar Avel, a zo kar da Anemoi Hellaz, evit pevar c'horn an oabl.

  • Aquilo, pe Septentrio, avel an hanternoz, a zo Boreas e gregach
  • Auster , avel ar c’hreisteiz, a zo Notos e gregach
  • Favonius, avel ar c’hornog, a zo Zefiros
  • Volturnus , avel ar mervent , a zo Euros

Ur serc'h dezhi e oa Titonus, ha goulenn a reas Aurora digant Zeus reiñ dezhañ bezañ divarvel. met ankouaat a reas goulenn aryaouankiz peurbadel war un dro. Hag ar paourkaezh Titonus a zalc'h da goshaat, ha da goshaat.


[kemmañ] Liamm diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all