Sonedenn
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ur sonedenn zo ur barzhoneg, anezhañ un hollad pevarzek werzenn, gant div bedergwerzenn da gentañ ha div deirgwerzenn goude.
Taolenn |
Italia [kemmañ]
Gant Petrarca, en Italia ar XVvet kantved, eo bet brudet ar sonedenn, a seblante bezañ un doare kanaouenn en e raok.
Implijet eo bet en holl yezhoù Europa goude.
Saozneg [kemmañ]
Brudet eo sonedennoù William Shakespeare e saozneg.
Spagnoleg [kemmañ]
Kentañ den a skrivas sonedennoù spagnoleg e voe Íñigo López de Mendoza, markiz Santillana (1398-1458), a savas 42 sonedenn Er XVIvet kantved e voe implijet gant : Diego Hurtado de Mendoza, Hernando de Acuña, Fernando de Herrera, Gutierre de Cetina, ha re all .
Ar varzhed vrudetañ a savas sonedennoù: Lope de Vega, Góngora, Quevedo, Calderón, Sor Juana ha Cervantes.
Galleg [kemmañ]
E galleg eo bet implijet ar sonedenn gant Ronsard, Baudelaire ha Hérédia dreist-holl.
E brezhoneg [kemmañ]
(da glokaat) Implijet eo bet ar soneden gant tud Gwalarn:
- Roparz Hemon,
- Youenn Drezen,
- Kenan Kongar
- ha re all
Abaoe an eil brezel-bed n'eo ket bet implijet stank.
- div droidigezh gant Mark Kerrain, diwar Baudelaire ha Laforgue