Boreas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skrapidigezh Oritia gant Boreas, œnochoé apulian dremmoù ruz diwar zorn Livour Salting, v. 360 kent JK, mirdi al Louvre

Boreas (Βορέας e gregach) eo anv avel yen an hanternoz e mojennoù Hellaz. Talvezout a ra e anv kement hag avel an hanternoz, pe an hini a zebr.

Unan eus an Anemoi eo, kar ha par eo d'an Aquilo latin. Avel ar goañv eo, kreñv hag imoret fall. Diskouezet eo bet evel un den kozh askellek, gant blev ha barv hir, ur grogen gantañ. Hervez Pausanias n'eo ket treid en doa Boreas met naered. Koulskoude eo treid denel askellek a weler dezhañ en oberennoù arzel.

Liammet e veze e anv ouzh ar c'hezeg. Lavaret e veze e oa tad da zaouzek ebeul, goude kemeret gantañ stumm ur marc'h, diwar kezekenned Eric'hthonios, roue Troia. Al loened-se a oa brudet da redek er parkadoù greunek hep kerzhout war ar plant.

Plinius a gave dezhañ, en e Istor Naturel (iv.35 ha viii.67) e c'halle ar c'hezekenned kaout ebeulien hep skoazell marc'h. Hellaziz a grede edo Boreas o chom e Trakia.

Tad e oa Boreas

Diwezhatoc'h e oa bet kaoz eus Boreas evel tad Butes ha Lycurgus (diwar mammoù disheñvel), hag evel serc'h d'an nimfenn Pitys.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all