Faunus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Faunus Barberini, e München
Addelwenn eus Faunus o tañsal, dirak Casa del Fauno e Pompeia.
Faunus, livet gant al livour hungarat Pál Szinyei Merse
Faunus Vienna


Faunus, pe Faunus Lupercus, a oa doue kornek ar maezioù e mojennoù Roma an Henamzer, heñvelekaet ouzh Pan tud Hellaz (kemmadur p/f), hag unan eus ar re goshañ, an di indigetes.


Mab e oa da Picus, mab-bihan da Saturnus, ha tad da Latinus, roue al Latined, a oa mab d'e wreg Fauna), pa zegouezhas Énéas en Italia. Hervez skridoù zo avat e oa mab da Saturnus ha Kirke.

Doue ar maezioù e oa Faunus, pa oa Silvanus doue ar c'hoadoù. Diwaller ar chatal e oa Faunus dreist-holl, ha reiñ a rae dezho frouezhusted, neuze e veze graet « Inuus » anezhañ, o diwall a rae diouzh ar bleidi, ha se zo kaoz e veze graet « Lupercus » anezhañ (eus Lupus : « bleiz ») neuze.

Gouest e oa da gas gwallhunvreoù d'an dud, hag ’Incubis (« gwallhunvre » a veze graet anezhañ ivez.

Taolenn

[kemmañ] Diouganer

Un diouganer e oa ivez, hag en noz e kleved anezhañ oc'h embann orakloù. Se zo kaoz e veze graet Fatuus (an Diouganer) anezhañ ivez. E ziouganoù a deue en hunvre hag armouezhioù kevrinus a gleved er c'hoadoù pe bodoù nevet: ur c'hoad nevet a oa nepell diouzh Tibure hag unan all war ar menez Aventin.

[kemmañ] Lupercales

En enor dezhañ e veze lidet al Lupercales, d'ar 15 a viz C'hwevrer. En deiz-se e veze daouzek luperques, beleien Faunus, oc'h aberzhiñ ur bouc'h d'o doue e mougev Lupercal (e harz ar Menez Palatin) ma oa bet maget Romulus ha Remus gant ar vleizez. Neuze, gwisket gant kroc'hen ur bouc'h en-dro d'o dargreiz, ez aent da redek dre gêr Roma. Gant lêrennoù eus ur bouc'hken e skourjezent ar maouezed a-benn o frouezhusaat.


[kemmañ] Eus Faunus d'ar faoned

Ar faoned eo mibien Faunus, a zo bet heñvelekaet ouzh satired Hellaz.

[kemmañ] Eus Faubus da Valentin

En 496 e voe berzet al lid pagan-se gant ar pab Gelasius Iañ. E-lec'h se e tibabas Valentin Terni evel sant paeron an amourouzien ha danvez-priedoù hag e embannas e vefe enoret ganto d'ar 14 a viz C'hwevrer, a oa deiz gouel ar sant dija .

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all