Pompei (Henamzer)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Pompei a zo ur gêr roman.

Istor[kemmañ]

Distrujet e voe gant dislonkadenn ar menez-tan Vesuvio e 79. Goloet e voe ar geoded gant meur a wiskad ludu (un ugentad metrad bennak) ken ne oa bet adkavet nemet goude 1 600 bloaz dre zegouezh. Ar furchadennoù a reer adalek 350 bloaz o deus lakaet war wel titour a-bouez ha resis war ar vuhez a rene annezidi ur gêr e barr an Impalaeriezh roman. Hiziv eo ul lec'h touristel eus ar re vrudetañ, hag a sach gweladennerien e-leizh da Italia, hag unan eus an takadoù dibar enskrivet e roll ar Glad bedel gant an Unesco.


Pompei dindan un oabl louet
Pompei e Campania ar Romaned, 79.

Lec'hiadur[kemmañ]

Lec'hiet eo Pompei e gevred Napoli, tost ouzh ur gêr modern anvet Pompei ivez. Gwechall e oa tostoc'h ouzh ar mor.

Er I kantved e oa Pompei unan eus ar gêrioù staliet tro-dro d'ar menez Vesuvio, stumm ur pikern dezhañ. Kresket en doa ar poblañs diwar vrud vat a zeue eus strujusted an douar. Kêrioù ha kêriadennoù all, evel Herculanum, a zo bet distrujet dre ar memes gwallzarvoud.

Orin[kemmañ]

Diazezet eo bet Pompei er VIvet kantved kent Jezuz-Krist gant an Osked pe Oskaned a oa o annez e kreiz Italia. Hervez ar vojenn e teuas di pemp meuriad hag eus ar sifrenn 5 e teu an anv (tost e oa ar yezhoù italek ouzh ar yezhoù keltiek). Ur porzh goudoret mat anavezet gant merdeerien gresian ha fenikian e oa Pompei en a-raok. Pa teuas an Etruskaned gant mennozhioù aloubiñ e klaskas an Osked sevel un emglev gant ar Gresianed o doa travadennoù e pastell-vro Napoli, met aloubet e oe an takad gant ar Samnited er Vvet kantved kt JK. Brasaet e voe kêr er mare-se.

Murlivadurioù[kemmañ]

Pompeii-wall painting.jpg

Pennadoù kar[kemmañ]