Fauna
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Fauna a oa gwreg Faunus, ha mamm an doue Latinus, unan eus roueed vojennel Latium, e mojennoù Roma an Henamzer.
A-wechoù e larer e oa c'hoar da Faunus, hag e oa Fatua hec'h anv.
Diwall a rae ar gwragez da vezañ gaonac’h.
[kemmañ] Doueezed all
Dindan an anv Fauna e lavarer a-wechoù emañ
- Bona Dea, un doueez anvet Marica ivez, un nimfenn neuze, kontet a-wechoù da vezañ mamm Faunus, hag a-wechoù all gwreg Faunus (ha neuze mamm Latinus), pe c'hoar pe merc'h Faunus, met atav diwallerez ar merc'hed, ar werc'hded, ar strujusted
- Terra (doueez), doueez an douar.