Bellona

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Bellona a oa doueez ar brezel (bellum a zo brezel, e latin) gant ar Romaned. Merc'h e oa da Forcis ha Ceto, euzhviled o devoa bet bugale ken euzhus all: ar Graied hag ar Gorgonezed. Gwreg e oa da Veurzh, a-wechoù c'hoar dezhañ.

He far e mojennoù Hellaz eo Enio met brudetoc'h egeti eo Bellona. O-div int skeudenn ar brezel gwadek ha diroll.

Mojennoù[kemmañ]

Dister eo ar mojennoù diwar he fenn, ma kreder ne oa ket roman a orin, met numenat pe etrusk. Re all a soñj e oa doueez ar brezel gant ar Romaned a-raok bezañ distroadet gant Meurzh, savet evel patrom an doue hellazat Ares.

En oberennoù arzek he gweler gant un tokarn, ur c'hleze, ur goaf. Nemet n'eo ket labezet a wad evel Enio. Alies e vez pignet en ur c'harr-brezel, gant hec'h armoù, o tiskar kement tra a vez war-hent, an Euzh hag ar Marv o vale dirazi: he fennad naered o fuc'hal en-dro d'he dremm entanet, tra ma vez ar Vrud o nijal en-dro dezhi hag o c'hervel, gant he zrompilh, an Trec'h hag ar Faezhidigezh.

Hi eo a weler en delwenn ar "Marseillaise" gant ar c'hizeller gall François Rude.