Mont d’an endalc’had

Kegin-derv

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Garrulus glandarius)
Kegin-derv

Ur gegin-derv.


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Corvidae
Genad : Garrulus
Anv skiantel
Garrulus glandarius
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Garrulus glandarius leucotis
Treset gant Keulemans (1877)

Ar gegin-derv (liester : kegined-derv)[1], pe kegin (liester : kegined)[2], a zo ur spesad golvaneged eus ar c'hoadoù hag ar garzhaouegoù, Garrulus glandarius an anv skiantel anezhañ.

Deskrivet e voe ar spesad gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) e 1758[3] evit ar wech kentañ, Corvus glandarius (kentanv) e anv skiantel d'an ampoent.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bevañ a ra diwar voued a bep seurt hag a gav er gwez pe war an douar : divellkeineged (organegoù noazus en o zouez), eskell-kroc'hen, frouezh (mouar da skouer), greun, had, krignerien bihan, laboused yaouank ha vioù. Anavezet eo ar spesad en abeg ma vergn boued, mez (derv) peurgetket, d'e guzhat evit ma vo adkavet gantañ kenkent hag arruet ar goañv.

Annez hag isspesadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver ar pevar isspesad ha tregont[4] anezhañ en Eurazia.

  • G. g. interstinctus, e reter menezioù Himalaya,
  • G. g. iphigenia, e Krimea (arvor hanternoz ar Mor Du),
  • G. g. japonicus, en inizi Honshū, Ōshima ha Kyūshū (kreiz, kreisteiz Japan),
  • G. g. kansuensis, e kreiz Sina,
  • G. g. krynicki, e biz Turkia hag ar C'haokaz,
  • G. g. leucotis, Hume, 1874, eus kreiz Myanmar da greiz ha kreisteiz Indez-Sina,
  • G. g. minor, e kreiz Maroko ha Menezioù Atlas hanternoz Aljeria,
  • G. g. oatesi, e gwalarn Myanmar,
  • G. g. orii, en enez Yakushima (kreisteiz Japan),
  • G. g. pekingensis, e reter Sina,
  • G. g. persaturatus, e biz India (kreisteiz Asam),
  • G. g. rufitergum, e Bro-Skos, Bro-Saoz, Kembre ha gwalarn Frañs,
  • G. g. samios, e Samos (gevred Mor Egea),
  • G. g. sinensis, e hanternoz Myanmar, kreisteiz ha reter Sina,
  • G. g. taivanus, e Taiwan,
  • G. g. tokugawae, e Sado (un enezenn er-maez da Honshū, e kreiz Japan),
  • G. g. whitakeri, e hanternoz Maroko ha gwalarn Aljeria.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
  • ██ Tiriad Garrulus glandarius.
  • Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Notennoù ha daveennoù

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]