Runan

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Runan
Gwenn ha Du3.png Kumun eus Breizh
Iliz Itron-Varia Runan, ar c'halvar hag ar gador-brezeg
Iliz Itron-Varia Runan, ar c'halvar hag ar gador-brezeg
Anv gallek (ofisiel) Runan
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Pontrev (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22269
Kod post 22260
Maer
Amzer gefridi
Yvon Le Bianic (PS)
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn web http://www.pontrieuxcommunaute.com/Runan.asp
Poblañsouriezh
Poblañs 233 ann. (2016)[1]
Stankter 46 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 38″ Norzh
3° 12′ 37″ Kornôg
/ 48.6938888888889, -3.2102777777778

48° 41′ 38″ Norzh
3° 12′ 37″ Kornôg
/ 48.6938888888889, -3.2102777777778

Uhelderioù kreiz-kêr : 78 m
bihanañ 25 m — brasañ 102 m
Gorread 5,12 km²
Breizh5dept.svg
Lec'hiañ ar gêr
Runan


Runan (distaget: [ry'nãːn]) a zo ur gumun eus Breizh, hag ur bourk bihanik, e kanton Bear, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Runan eo ar run uhelañ war ar gribenn etre ar Yeodi hag an Treñv, uheloc'h an douaroù tro-war-dro.

Ar Yeodi a ra an disparti gant Prad.

Emañ bourk Runan tostik d'an hent bras a gas eus Gwengamp da Landreger, etre Ploueg ha Peurid.

En Henamzer, e oa Runan ur c'hroazhent meur. An hent roman o tont eus Gwengamp en em zaouhantere : etrezek Pleuvian, war ar reter (dre ar Manati, etre Hengoad ha Planiel), hag etrezek Plougouskant, war ar C'hornôg (dre Bontrod, e Peurid-ar-Roc'h). E Leidour, e Peurid, an Hent Bras Koz en em zaouhanter adarre, evit mont, dre Gersaliou, da Penn ar Pont, er Roc'h-Derrien, hag alese da Lannuon.

Kumunioù amezek

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • R. de Saint-Jouan (1990) : Ar stumm Runargant a gaver en un diell diasur diwar-benn madoù Marc'heien an Templ e Breizh. Roet evit ar bloaz 1182, ar pezh-se zo bet savet sur-awalc'h en XIIIvet kantved (Eskoptioù kozh, VI.137)
  • B. Tanguy : Runargant, 1182 ; Runargan, 1414 ha 1421, Runazhan, 1439 ; Runazgan ha Runargan, 1444 ; Runazgan, 1465 ; Runargan, 1672.[2]

Talvoudegezh

  • hervez J. Rigaud 1890 : "Anv Runan a zeuje eus Run-ar-Gann", evit komz eus gourennoù d'ar c'houlz ar foarioù.
  • hervez Michel Lascaux : aluzenerezh marc'heien Malta.
  • hervez R. de Saint-Jouan : diwar ur chapel, en he gichen foarioù bet aozet dre lizheroù an dug Yann V : 2 Mezheven 1414, 19 Mae 1421, 28 Meurzh 1436 ...[3]
  • alies a zo bet kavet ivez diwar Run Argant, evel embannadurioù Flohic (1998). Komzet ez eus bet ivez diwar un ehanlec'h war hent Compostella, e-lec'h e vije laosket ur skodenn.
  • hervez B. Tangui : diwar run + anv den Adgan (*ad-gan = diskennidi), kavet ivez en ar IXvet kvt e dielloù abati Redon, ivez er bloaz 1251 e-barzh ur skrid abati Beauport, o komz, evit Ploueg ar Vor, un den anvet Jafrez mab Adgan".[4]

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg treut.
  • Hent ar groaz, en iliz, zo anezhañ kroazioù koad ouzh ar mogerioù, gant frazennoù brezhonek war pep hini. Pa vint peurvrein ne chomo roud brezhonek ebet ken en iliz.
  • Ur pennad gallek diwar zorn Gabriel Lefebvre, person Runan, a zo e pajenn VII Pipi Gonto (1908).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Iliz Runan a vije bet savet en ul lec'h dediet d'an doue Belenos(Daveoù a vank). (Gwelout kaozeadenn war an anv a-us). Michel Lascaux a gas dimp da c'houzout diwar mojenn Derv Teutates, e dri c'hef e kreiz ur c'hrugell-vein, gouestlet gant an drouized, e lech m'emañ an iliz. Ma n'eo ket dibosubl an dra se, dav e vije digas menegioù pe prouennoù bennak. Mes, war-bouez bezañ martezeadennoù, n'ez eus roud ebet diouzh an traoù-se betek-henn, nag evit un doue pe "templ" keltiek, na roman pe galian ha roman. O vezañ Runan an uhelder ar vro, un dorgenn, e oa evel-se ur spisverk evit an hentoù kozh. Dre ma oa ur c'hroazhent, posubl eo e vefe bet un aoter bihan gouestlet d'un doue pe un doueez bennak (evel Carmenta, da skouer). Anvioù seurt se a zo dija er vro, evel Berc'hed, en tu all d'ar Yeodi, war hent Ar Roc'h-Derrien da Garaez.
  • Runan a oa un drev eus Ploueg. Chapel Itron-Varia a zo degouezhet "tref ou fillete" Ploueg adalek 1439, ha chomet betek an Dispac'h.
  • Bet e vije Sant Visant Ferrer, ar beleg katalan, o prezeg er gador vaen a zo e korn ar vered. Ur chapel da Sant Visant zo etre Runan ha Prad.
  • Kumun Runan a zo bet savet e penn kentañ 1790.

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • 23 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[5], d.le. 4,86% eus ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [6].
    • Eugène Jugon, prizoniet en Emgann Rossignol e Belgia e miz Eost 1914.
  • Eil Brezel-bed: seizh den a varvas abalamour d'ar brezel[7].
  • Dre skrid-embann ar prefed, 02 Meurzh 1973, Runan a zo staget ouzh Pleuzal adalek ar In Ebrel 1973. Met, dre skrid-embann 18 Mezheven 1986, an div gumun a zo distaget adalek ar In Gwengolo 1986.

XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • E miz Eost 2009 e oa bet ur pennad en Ouest-France skrivet gant ar barzh gallek Yvon Le Men ma rae anv eus chapel Runan (Titl ar pennad : "J'entends Mozart dans la chapelle de Runan"). Displijet bras e oa bet tud ar barrez, a lavar "iliz" a-viskoazh.

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz katolik Itron Varia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(adaozadur war ar stern)

"Ar chapel Itron-Varia, hirie iliz ar barrez, a zo ur savadur brav eus fin ar XVvet kvt" (cf J. Rigaud, p. 317)

An iliz (fin XIVvet / deroù XVvet) a zo bet enrollet an 19 a viz Kerzu 1907. Ar c'halvar (fin XVvet), enrollet ar 4 Kerzu 1951; Moger ar vered enrollet ar 6 Meurzh 1925

Diavez

Diabarzh

  • Kroazioù koad zo ouzh ar voger en-dro d'an iliz, d'ober hent ar groaz, ha brezhoneg warne (skeudennoù a vo digaset a-benn nebeut)

Chapel Sant-Visant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet diskaret. Ar vein a zo aet da adfichañ maner Kergoniou, e Prad.

Kastell Leztrezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

fin XVIvet kvt / deroù XVvet kvt.

Enrollet ar 7 Genver 1944

Maner Kerigomar / Kergouac'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XVIII vet

Plasenn ar bourk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet enrollet ar 14 Genver 1944

Monumant ar Re Varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered Runan, adalek 1790 : Le Roux; F. Pasquiou; Le Berre; L. Pasquiou; P. Le Berre; Le Borgne; Coualan; Y. Pasquiou; G. Le Gac; J. Le Gac; Coz, (c. 1860). Listenn da glokañ

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krennlavar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Hir ha moan, Evel iliz Runan.
  • Runan, 'lec'h ma'c'h a daou vras d'ober un' bihan. Kemend-all a vez lavaret diwar-benn Pleuvihan ivez.

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jean Rigaud : Géographie historique des Côtes-du-Nord. Imp. Francisque Guyon. Saint-Brieuc. 1890
  • Michel Lascaux : Runan, l'église des Chevaliers de Malte. Pays d'accueil du Trégor / Bro Dreger, 1987
  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  3. Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  4. Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  5. Monumant ar re varv
  6. Monumant ar re varv
  7. Monumant ar re varv