Pipi Gonto

Eus Wikipedia
Pajenn gentañ
adembannadur 1925

Pipi Gonto zo un dastumad danevelloù diwar zorn Dir-na-Dor (Dir-na-Dorr a vije skrivet bremañ), anv pluenn Erwan Charlez Mari ar Moal (1874-1957), aozet en ur skritur tregeriek.
E gwirionez eo tri levr disheñvel zo bet en anv-se : daou embannet ha moulet e Sant-Brieg, e 1902 ha 1908, hag unan embannet e Kemper ha moulet e Brest e 1925.

Embannadur kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1902 e voe kentañ embannadur Pipi gonto, gant an ti-moullañ Prudhomme, e Sant-Briek ; in-8 e oa e vent, 225 pajenn a oa ennañ, ha 7 skeudenn gant E. Dudoret[1].

Pajennoù Danvez

V-VII KINNIG[2] gant ERVOAN AR MOAL
IX-XI KENSTSKRID
1-19 Pipi ar Bourdou ha Yan an Asanter[3]
21-63 Ki ar Pen-Maro
An torfed. (23-26)
Hent ar binijen. (27-31)
Kastel ar Milouriou. (32-36)
Ar pred. (37-40)
Ar gwele. (40-45)
Kambr ar Milouriou. (46-52)
An tan-gwall. (52-57)
Ar pen-Maro. (57-63)
65-94 Hostaliri ar Jistr mad
An diaoul en hostaliri Arnus. (67-73)
Arnuz hag an Diaoul oc'h ober ar gwin-ardant. (74-80)
Al leur-neve. (81-86)
Eur vammen a varo. (86-89)
Arnus dêvet gant ar gwin-ardant. (89-94)
95-116 An Ankou dimezet
Per. (pajennoù 97-99)
Per war-lerc'h an Ankou. (99-103)
Per war hent ar maro. (103-106)
Ar pez a oa war an hent-ze. (107-109)
Park ar vue ha park ar maro. (110-112)
Maro Per. (112-116)
117-149 An Diaoul-Pôtr
Lutun an Displeg. (119-124)
Pardon Plouvôr. (125-130)
Da varc'had an diaoul. (130-136)
An Diaoul-Pôtr. (139-144)
An taol jech divezan. (144-146)
Penoz e achu an Diaoul-Pôtr. (146-149)
151-186 Pôtr e skourje lêr
Ar skourje burzudus. (153-163)
Ar Blei hag ar skourje lêr. (164-167)
Personik en toull ar Blei. (168-181)
Pep hini d'e gêr. (182-186)
187-225 Ar Pen-Baz dero
Emzivaded ! (189-193)
Eur skoïlh. (193-210)
Dindan gazel Ie. (210-222)
An distro. (222-225)

Ur pennad diwar-benn al levr a oa bet embannet en Annales de Bretagne[4], gant Georges Dottin.

Doare-skrivañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Skrivet e veze an ar son /ã/
  • Ne veze ket skrivet ar "z" na vez ket distaget e yezh Treger : bue, blei, neve, met divezan.

Eil embannadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1908 e voe embannet ul levr all, anvet Pipi Gonto ivez, gant kontadennoù nevez avat, bepred gant Prudhomme Sant-Brieg ; ment in-8, VIII-184 fajenn[5]. Hini ebet eus ar c'hontadennoù ne oa en embannadur 1902.

  • Ur c'hentskrid gallek, pemp pajennad anezhañ, zo diwar-benn unvaniñ ar yezh, KLT nevez-flamm e 1908, hag a zispleg lod eus an doareoù leonek a gaver amañ hag ahont e-barzh ar skrid.
  • Ur c'hentskrid brezhonek zo goude.
  • Ar c'haz du
  • Beaj Fanch Ar Minous da Bariz
  • Kovizion eur pôtr Yaouank
  • Eun nosvez Nedeleg
  • Job an ti-all pezig en pemp tolen. pezh c'hoari fentus.
  • Kloareg Kersaozon

Geriaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • anvañ[6] (skrivet hanvan), evit envel.

Trede embannadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1925 e teuas trede embannadur Pipi Gonto   E Kemper e ti Ad. Le Goaziou, leorier – 7, streat Sant-Fransez  ; in-4 eo ar vent, 240 pajenn zo el levr.
Arabat eo bout souezhet gant stumm leonek ar ger straet, pa lenner e diwezh trede embannadur Pipi Gonto :  Peurvoullet gant Ti-Moullerez La Presse Libérale du Finistère – 4, streat ar C'hastell, Brest – an 31 a viz Eost 1925.

  • War ar golo :
DIR-NA-DOR (E. AR MOAL) — PIPI GONTOMARVAILHOUMouladur neve reizet
Un erminig gant al lugan  Evit ar yez hag ar Vro 
E KEMPER - E TI AD. LE GOAZOU, LEORIER - 7, STREAT SANT-FRANSEZ - 1925
  • A-raok an talbenn ez eus bruderezh evit  Gwechall-goz e oa..., Marvailhou  G. MILIN (priz : 10 real),  Eur zac'had marvailhou  Yvon CROQ (Eostig Kerinek) (20 real) ha  Bilzig  F. AL LAY (20 real), gant ar meneg "Evit ar frejou-kas dre ar post 15 dre gant ouspenn."
  • Tresadennoù giz keltiek/iwerzhonat zo e penn hag e dibenn pep kontadenn, hogen n'eus meneg ebet eus anv o aozer(ez) neblec'h. Un unarouez bihan zo e korn gevred tresadenn pevare tal ar golo[7].

Disheñvel eo diouzh an embannadurioù diagent : 6 kontadenn nevez zo en trede embannadur, met lamet ez eus bet div gontadenn hag un tamm pezh a oa e levr 1908.

Pajennoù Danvez

(Gwarez) Moulet a zo bet ivez
pemzek leor war baper Holland,
niverennet eus a 1 da 15.
I-II EUR GIR A-ROK[8]
III-IV KENTSKRID[9]
LODENN GENTAN
1-28 Ki ar penn-maro
29-46 Ostaliri ar jistr mad
47-58 An Ankou dimezet
59-79 An Diaoul-Pôtr
80-103 Pôtr e skourje ler
104-128 Ar Penn-baz dero
EIL LODENN
131-151 Ar c'haz du[10]
152-165 Eun nozvez Nedeleg
166-238 Kloareg Kersaozon[11]
239 (Taolenn)

Div lodenn zo el levr

  • el lodenn gentañ e kaver 6 eus 7 kontadenn embannadur 1902,
  • en eil lodenn e kaver 3 eus 6 kontadenn embannadur 1908.

Eus an daou levr all e vank 4 c'hontadenn:

  • eus al levr kentañ:
    • Pipi ar Bourdou ha Yan an Asanter, moarvat ne oa ket kavet mat a-walc'h.
  • eus an eil levr
    • Beaj Fañch Ar Minous da Bariz...
    • Kovizion eur pôtr Yaouank
    • Job an ti-all

Unvaniñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'an unvaniñ degaset gant emglev ar skrivagnerien e 1908 e voe kemmet doare-skrivañ geriennoù zo, en ur virout doareoù tregeriek ("z" ebet e gerioù evel "anaveet, anean, bean, de, gweenn, ive, koueet, neve, ru, trugare", hag all).

e 1902[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • pajenn 68 : ar mestro, an treo
    • pajenn 69 : skwiz ê
    • pajenn 106 : lez da voto
    • pajenn 107 : treo all
    • pajenn 108 : (karget a) zonezono, parko
    • pajenn 109 : dellido, pividik a vado
    • pajenn 121 : sonjo
    • pajenn 196: kildroenno

Ouzhpenn al liesterioù en o e kaver ivez lod en ou:

  • toullou (106); juntou, a-wechou (107); e waziou, sailhou-pik (108)

e 1908[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust ma lavar an oberour klask unvaniñ, e vir alies doareoù tregeriek, ken e kaver an daou zoare aliezik (hag a-wechoù an daou stumm er memes frazenn):

  • a-wechoù eo, a-wechoù e :
    • pajenn 21 : n'e ket Itien eo ken n'e ken gantan, diskarg eo e gonsians, n'e ket mantrus
    • pajenn 68 : n'e ket d'ac'h
    • pajenn 69 : n'e ket gwir, n'e ket sec'hed, pan e toull
    • pajenn 96 : N'e ket se eo se.
    • pajenn 112 : vel eo dleet, n'e ket gwir
  • a-wechoù o, a-wechoù ou :
    • pajenn 18 : ivinou, stalafou, a galonou, deliou ha boto, serr da c'heno
    • pajennoù 68 ha 89 : tudou; pajenn 93 tudo
  • a-wechoù er-meaz (hervez distagadur Leon) a-wechoù er-maez, e-kichen da vez
    • pajenn 18 : er-meaz da distanan
    • pajenn 67, 68 : er-meaz
    • pajenn 69 : otro (aotrou); d'ac'h (deoc'h) ;
    • pajenn 110 : er-maez, 'maez
  • kemmadur d/z a-wechoù, kemmadur ebet a-wechoù all:
    • pajenn 21 : da zen, da derc'hel
  • verboù zo a echu gant a, re all gant an:
    • pajenn 21 :flastra, paran
  • pajenn 67 : fazi: 35 vla, e-lec'h 35 pla.

e 1925[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    • pajenn 28 : war-zu
    • pajenn 29 : ar mestrou, an traou, skuiz eo,
    • pajenn 53 : lez da votou, (karget a) zonezonou,
    • pajenn 54 : parkou, dellidou
    • pajenn 60 : sonjou
    • pajenn 108 : kildroennou
    • pajenn 232 :
      • emean (skrivet bremañ emezañ), pakan (pakañ), d'ean (dezhañ), warnan, aman, heman...
      • tennou, a-wechou, taoliou
    • pajenn 233 : sur oun

Er XXI kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pipi Gonto. Emgleo Breiz. 2001. Adembannadur e falc'huneg, ha n'eo ket er skritur orin. Ret e vefe gwiriañ peseurt kontadennoù zo bet adembannet neuze.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Er pajennoù 15, 59, 77, 113, 137, 177 ha 205.
  2. Skrivet e "Kervabrouz" (Koadoud, Aodoù-an-Hanternoz), "an de kentan ar bla 1902".
  3. Goap eus Kerneviz ; anv eus Dreyfus e-barzh : daoust hag abalamour da se ne voe ket adembannet ? dister a-walc'h eo an danvez.
  4. Pennad an Annales de Bretagne : [1].
  5. Doare 1908 Pipi Gonto war lec'hienn an Institut de Documentation Bretonne et Européenne.
  6. anvañ
  7. Galv d'an arbennigourien !
  8. Sinet : E. AR MOAL.
  9. Disinadur.
  10. A gaved en embannadur 1908.
  11. A yelo d'ober lodenn gentañ ar romant Roue al Lazh.