Roue al Lazh
Roue al Lazh zo ur romant brezhonek, skrivet gant Erwan ar Moal hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1996. 154 pajennad en holl zo etre an teir rann, pe tri fennad, anezhañ.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En notenn d'al lennerien (pajenn 7, hogen hep niverenn warni) e lenner e oa bet embannet al lodenn gentañ e Kroaz ar Vretoned (n'eo ket skrivet pegoulz). Pa baouezas Vallée gant ar sizhunieg ne voe ket embannet ar peurrest.
Diwezhatoc'h, hervez an notenn bepred, e voe embannet an div lodenn all, gant an titl Roue al Lazh, e Feiz ha Breiz, renet gant Perrot, hogen kemmet e voe brezhoneg an oberour, re dregeriek moarvat d'ar rener.
E 1996 e vije bet adwelet ar brezhoneg hag adtregeriekaet.
Un dra zo ha ne lenner ket en notenn: skrid al lodenn gentañ a gaver ivez en dibenn embannadur Pipi Gonto, gant Buhez Breiz e 1925, pajenn 166, hag anvet Kloareg Kersaozon.
Keñveriañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa geñverier ar pajennoù kentañ e weler
- pajenn 166/1925: Ar 27 a viz meurz, ar blâvez ... an tornod ... pep-hini ... e c'hir ... Gwasoc'h ... stourm ouz ... Ouz hennez ne c'honeer...
- pajenn 9/1996: D'ar 27 a viz Meurzh, er bloavezh ... an tornaod ... pep hini ... e c'her ... Gwashoc'h ... stourm ouzh ... Ouzh hennezh ne c'honezer nep gwech...