Kaozeal:Pipi Gonto
Ur frazenn lamet: *https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pipi_Gonto&type=revision&diff=1704814&oldid=1704639 Gant gwir abeg? Sklaer eo ec'h eo yezh Treger, met gallout a ra neb n'eo ket dall souezhiñ o kavout stummoù leonek zo skrivet amañ-ahont : pajenn 44 ..."eus a guz-heol betek sav-heol"...da gomz outi" ; 45 : "an diaoul a laoskas ... war e zaoulin ... e zilhad ... e zorn ... da zañsal ... " ... Bianchi-Bihan (kaozeal) 31 Mae 2016 da 20:12 (UTC)
- Evezhiadennoù eus ar c'hentañ. Lenn a c'haller ivez koulskoude :
- "War ar gomz, e tigor an nor, hag e lamp er gampr, e daou zorn serret; [...]." 1925/14
- "Re diês e vije kontan hiroc'h d'ec'h ar spont, [...]." 1925/21
- N'eo ket ken splann-se, din-me.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Mez 2016 da 07:00 (UTC)
Daou zorn zo bet war-dro ar skrid. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mez 2016 da 10:12 (UTC)
- Marteze, ya ; n'on ket evit lâret... dre ziouer a skiant-prenet war an danvez.--Prieladkozh (kaozeal) 1 Mez 2016 da 10:27 (UTC)
Setu perak e talveze ar boan keñveriañ ar stummoù dishenvel. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mez 2016 da 10:41 (UTC)
- D'ar mare m'eo bet moullet al levr (1925) e krede ar voullerien "reizhañ" ar skridoù a aozent gant ar plom. Den ne oar diouzh doare orin The Lord of the Rings J. R. R. Tolkien : c'hwec'h embannadur disheñvel zo, moullet e c'hwec'h lec'h, ma kaver gwech he tried to [...], gwech all he tried and [...] ; reizh eo an daou stumm, met petra a oa bet skrivet gant Tolkien ?
« Setu perak e talveze ar boan keñveriañ ar stummoù dishenvel » : perak skrivañ kement-se e 2007 hag e 2016 hep ober al labour e-kerzh an 9 bloaz a zo aet e-biou ? Forzh penaos, diaes e vefe lakaat ar c'hemmoù war kont ar skrivagner kentoc'h eget war hini ar voullerien. Un studiadenn didalvez, neuze, na rafe nemet stadañ ar c'hemmoù hep o displegañ. --80.12.110.201 1 Mez 2016 da 10:48 (UTC)
- Hag ezhomm zo da vezañ ken flemmus-se ? Bewech ma vez kaoz eus traoù skrivet gant an implijer Bianchi-Bihan e teu tud 'zo da bismigañ, hep bezañ kalonek a-walc'h da gemer un anv-implijer da-vat, kaeroc'h 'zo. Trawalc'h bremañ !--Prieladkozh (kaozeal) 1 Mez 2016 da 11:09 (UTC)
- Anavezet mat eo doareoù uvel ha doujus ar roñfl dantek ... An hini a gompreno al liamm etre Tolkien ha Moal ra zisplego. Hag evel-just, studiadennoù ar re all zo didalvoud. Bianchi-Bihan (kaozeal) 1 Mez 2016 da 19:31 (UTC)
Leonekadurioù
[kemmañ ar vammenn]Unan all:
- p 152: e lec'h ma 'z oun ganet
Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mez 2016 da 15:45 (UTC)
- "[...], damdost d'ar geriaden elec'h ma'z oun ganet." dija en embannadur 1908 (Eun nosvez Nedeleg, pajenn 54).--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:02 (UTC)
- http://bibliotheque.idbe-bzh.org/data/cle_11_fevrier_2016/cle_14_18_fevrier_2016/cle17/cle_17/cle_18/Pipi_Gonto_Marvailhou_neve_.pdf Un displegadur zo moarvat er rakskrid db unvaniñ ar yezh (tennet eus an embannadurioù all) Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:21 (UTC)
- Ar pezh ne dalv ket evit ar gontadenn Eun nosvez Nedeleg na gaver ket en embannadur 1902...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:55 (UTC)
- ?? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:58 (UTC)
- Ne gaver ar gontadenn Eun nosvez Nedeleg nemet en eil (1908) ha trivet (1925) embannadur : neuze ez eo diaes skrivañ e oa-houmañ bet leonekaet o vezañ ma kaver "elec'h ma'z oun" hag "e-lec'h ma 'z oun" e-barzh an daou. Den ne oar penaos e oa bet skrivet gant an oberour er penn-kentañ, amañ emañ an dalc'h, a gav din...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2016 da 17:18 (UTC)
- ?? Bianchi-Bihan (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:58 (UTC)
- Ar pezh ne dalv ket evit ar gontadenn Eun nosvez Nedeleg na gaver ket en embannadur 1902...--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2016 da 16:55 (UTC)
Ar skrivagner a oa Tregeriad, a lare on. Ma skriv oun eo dre ma'z eo leonekaet, diouzh reolennoù ar skritur KLT nevez savet (e 1908), a-hervez. D'am meno eo ret gwelout efedoù an emglev, komprenet en doareoù disheñvel memestra:
- e geriadur Vallée e lenner emoun, ac'hanoun, diwar leonekaat splann (ha n'ouzon), pajenn 278.
- e Pipi Gonto 1908 e lenner :
- doun (46), oun (33, 35,36, 37, 41), sounn (32), pa emañ ar stummoù tregeriek en "on",
- ac'hanon (35, 36), kalon, kontañ (43), lonket, respont, spont (36, 38), pa'z eus stummoù leonek en "oun".
Traoù leonekaet zo, re all n'int ket. Kement ha keñveriañ, e An Aotrou kerlaban gant Perrot:
- aoun (3,10), dourn (6, 7, 10, 14), evidoun-me (4), mignouned (16), oun (4, 8)
Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Mez 2016 da 04:36 (UTC)
Digomprenus...
[kemmañ ar vammenn]... din an dra-mañ : *https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Pipi_Gonto&type=revision&diff=1708299&oldid=1708296 Ma vefe skrivet Sant Brieg e galleg e vefe ret skrivañ e galleg er pennad ? N'ouzon ket hag un dra a-bouez eo (din n'eo ket) skritur an anvioù-lec'h er skritur rak-KLT, el levr na war ar golo, met ma'z eo ken a-bouez n'eus nemet sevel ur rannbennad gouestlet dezho. Me 'grede e oa sklaer d'an holl e oa skrivet ar wikipedia-mañ e peurunvan. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gou 2016 da 13:16 (UTC)
- N'em eus graet nemet bezañ RESIS e-keñver ar pezh a gaver en embannadur a zo kaoz anezhañ. FEDOÙ ha netra ken. Grit pezh a garit rak n'emaon e-sell da gemer perzh en ur groaziadeg nevez.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Gou 2016 da 13:41 (UTC)
Din eo disheñvel komz eus anv-lec'h hag eus golo : klasket em eus sklaeraat ar poent-se er pennad, evit plijout d'an holl (ha bezañ fur ha foll). N'eus kaoz ebet eus "kroaziadeg". Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Gou 2016 da 13:53 (UTC)
- Evel-se bezet graet...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Gou 2016 da 14:30 (UTC)
- Ha lenn a c'haller bremañ daou dra : anv al lec'h evel m'eo merket war ar golo (hep liamm), evel ma'z eo skrivet Dir na dor (ha resisaet e skrivfed "dorr" hiriv), hag anv ar gêr ma voe moulet skrivet evel ma vez graet bremañ, Sant-Brieg. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2016 da 13:10 (UTC)
Rummadoù
[kemmañ ar vammenn]Lakaet eo bet al levr e daou rummad, rummad: levrioù 1902, rummad: levrioù 1908 abalamour ne oa ket ar memes levr (goude ma'z eo ar memes anv): evit kaout displegadurioù, lenn ar pennad. Evit kaozeal eo amañ e vo graet evel kustum. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 Gou 2016 da 13:10 (UTC)