Mont d’an endalc’had

Papoua Ginea-Nevez

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Papoua-Ginea Nevez)
Papua New Guinea
Papua Niugini

Kan broadel
O Arise, All You Sons ("O savit, holl vibien")
Ger-stur
Unity in diversity ("Unvaniezh el liested")
Kan stadel
God Save the King


  • ██ Papoua Ginea-Nevez

  • Yezhoù ofisiel Saozneg
    Tok Pisin
    Hirimotoueg
    Kêr-benn Port Moresby
    (Pot Mosbi)
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    462 840 km²
    2%
    Poblañs
    • Hollad
    Stankter

    10 185 363 (2024)
    22 zen/km²
    RiegezCharlez III
    Kentañ ministrJames Marape
    Gouel broadel Bob Dadae
    MoneizKina (PGK)
    Kod pellgomz675
    Kod war ar Genrouedad.pg

    Papoua-Ginea Nevez, berraet ivez e PNG, diouzh hec'h anv ofisiel Stad dizalc'h Papoua-Ginea Nevez, a zo ur riez en Okeania diazezet en hanterenn reter enez Ginea Nevez hag un toullad brav a inizi evel Inizi Salomon an Norzh (Bougainville), Preden-Nevez, Iwerzhon-Nevez. Deuet eo da vezañ dizalc'h e 1975.

    Aozadur melestradurel

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Ur Stad unanel e tlefe bezañ bet Papoua Ginea-Nevez da gentañ. E 1975, avat, e voe un emsavidigezh en enez Bougainville hag aon ez eus bet gant ar gouarnamant ez aje kuit ar broviñs-se a oa hini binvidikañ er vro. Pouezus-bras e oa mengleuzioù Bougainville evit armerzh ar vro nevez ha kalz paouroc'h e vije bet ma vije digevredet Bougainville. D'en em ziwall diouzh an dra-se ec'h aozas ar gouarnamant kreiz un doare gouarnamant proviñsel evit ar broviñs-mañ ha neuze evit an 18 arall.

    1. Central
    2. Chimbu (Simbu)
    3. Eastern Highlands
    4. Breizh-Nevez ar Reter
    5. East Sepik
    6. Enga
    7. Gulf
    8. Madang
    9. Manus
    10. Milne Bay
    1. Morobe
    2. Iwerzhon-Nevez
    3. Northern (Proviñs Oro)
    4. Bougainville (North Solomons)
    5. Southern Highlands
    6. Western Province (Fly)
    7. Western Highlands
    8. Breizh-Nevez ar C'hornôg
    9. West Sepik (Sandaun)
    10. Distrig ar Gêr-benn Vroadel