Oidipoüs

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Oidipoüs (dehou) hag ar Sfiñs, gant Hermes (kleiz)
Stamnos attikat, c. 440 KJK
Mirdi al Louvre, Pariz

Oidipoüs (Οἰδίπους, IPA /oi'dipous/ [1], « troad koeñvet » en henc'hresianeg, Οιδίποδας Oidipodas e gresianeg a-vremañ) zo un haroz ha roue Thebai e gwengelouriezh Hellaz kozh.
Brudet eo dre zaou ober : diskoulmañ luziadell ar sfiñs ha bezañ graet daou dorfed hep gouzout dezhañ, lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm.
Troioù ha gwalldroioù Oidipoüs a zo danvez teir zrajedienn gant Sofokles.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez ar wengelouriezh henc'hresian e oa an doue Zeus hendad Labdakos, mab Polydoros ha diazezer tierniezh al Labdakided, roueed Thebai. E vab Laios a voe roue Thebai d'e dro.
Un torfed a reas Laios p'en devoe darempredoù revel gant ur paotr yaouank anvet C'hrysippos, en em lazhas en abeg d'ar vezh a-c'houde bout bet gwallet.Pelops, tad ar paotr yaouank, a vallozhas an torfedour hag e lignez da zont. Un orakl a gemennas da Laios e donkadur : mar deuje ur mab dezhañ, ar mab-se e lazhje e dad hag a zimezje d'e vamm.
Daoust da strivoù Laios e voe ganet ur mab gant e wreg Iokaste. Divizout a reas ar roue hag ar rouanez kaout an dizober eus ar bugel, a zilezjont war ur menez e Kithairon gant e dreid liammet dre ur spilhenn vras – alese an anv Oidipoüs, « troad koeñvet ».
Ne varvas ket ar bugel avat ; dastumet e voe gant ur mêsaer-deñved anvet Forbas ha kaset da roue Korinthos, Polybios, en desavas gant e wreg Merope evel o mab dezho.

Pe voe en e oad gour ez eas Oidipoüs da c'houlenn kuzul digant orakl Delfi, a ziouganas e donkadur dezhañ : lazhañ e dad ha dimeziñ d'e vamm. Pa grede da Oidipoüs e oa Polybios e dad e tec'has kuit eus Korinthos.
War an hent a gase da Dhebai e voe dotuet gant un ave. Tabut a voe, hag Oidipoüs a lazhas an toucher hag e dreizhad. Hep gouzout dezhañ en devoa lazhet e dad Laios.

Pa oa o tostaat da Dhebai e klevas Oidipoüs a-zivout ur sfiñs, un euzhvilez he c'horf leon hag he fenn maouez, a sponte kêr dre blaouiañ kement den na oa ket gouest da ziskoulmañ he luziadelloù. Mont a reas daveti, ha klevet al luziadell-mañ :

« Pe loen zo pevarzroadek da veure, daoudroadek da greisteiz ha trizroadek da noz ? »

« Mab-den an hini eo, », a respontas Oidipoüs, « rak war e barlochoù e vez e deroù e vuhez, war e zaou droad e kreiz e vuhez ha gant ur vazh-kamm e diwezh e vuhez. »

En em strinkañ er goullo a reas ar sfiñs trec'het, ha pobl Thebai ha kinnig tron Laios ha gwele Iokaste da Oidipoüs.
Ren war Dhebai a reas Oidipoüs neuze, ha dimeziñ d'e vamm, a roas pevar bugel dezhañ : daou vab, Polyneikes hag Eteokles, ha div verc'h, Antigone hag Ismene. Sevenet e voe diougan an orakled eta.

Diwezhatoc'h e voe ar vosenn o wastañ Thebai, hag an divinour dall Teiresias a lavaras da Oidipoüs e oa kement-se ur c'hastiz a-berzh an doueez Hera en abeg da zrouklazh Laios, roue kozh Thebai.
E-kerzh e enklask e kavas Oidipoüs e oa-eñ muntrer Laios, a oa e dad gwirion. En em grougañ a reas Iokaste pa verzas e oa dimezet d'he mab ha da vuntrer he gwaz ; pa welas ar reuz en devoa degaset e kemeras Oidipoüs div spilhenn a-ziwar sae ar rouanez hag e tarzhas e zaoulagad.

Da heul ar gavadenn-se e voe forbannet Oidipoüs gant pobl Thebai, hag eñ ha mont en harlu. Echuiñ a reas e vuhez e Kolonos tra ma oa e vibien Polyneikes hag Eteokles o wastañ Thebai d'o zro e Brezel ar Seizh Penn, a gasas Antigone d'ar marv ivez pa voe lazhet gant hec'h eontr Kreon, breur Iokaste ha roue nevez Thebai.

  • Meur a ziwezh zo da vuhez Oidipoüs e skridoù Henc'hres.
En darn vuiañ anezho e tarzh Oidipoüs e zaoulagad a-benn na welet disoc'h e dorfedoù, hag ez a en harlu. Hervez Homeros avat e chom da ren war Dhebai[2] ; gwech ez a en harlu da Golonos kent marv e vibien (Sofokles), gwech e ra goude o marv (Aisc'hylos).[3]
En holl skridoù avat e vallozh Oidipoüs e vibien, ar pezh a zo pennabeg da Vrezel ar Seizh Penn.
E skrid Sofokles e kendalc'h Iokaste gant he buhez betek an emgann etre he mibien ; pa ne zeu ket a-benn d'o sioulaat en em lazh gant ur c'hleze.

Un haroz dasprenet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oidipous dallet
(Louis Bouwmeester, war-dro 1896)

Oidipoüs zo unan eus an nebeud harozioù ha n'int ket bet ankouaet, zoken pa oa ar gristeniezh o teurel an dismegañs war barzhoniezh ha c'hoariva an Henamzer.

E deroù unan eus ar romantoù gallek kentañ, Le roman de Thèbes (1150-1155) e lenner diwar-benn  Edipopus , en devoa lazhet e dad ha dimezet d'e vamm kent red an istor, a c'hoarvez gant e vibien Polyneikes hag Eteokles.[4] Ur  bouc'h lik  eo Edipopus hervez ar c'hloareg dianav a aozas ar skrid, en enep da Iokaste a zo lakaet da bimpatrom ar gasted. D'ur pec'her eus ar re washañ eo troet Oidipoüs neuze, pa ne oa nemet ur reuziad anezhañ e mojenn an Henamzer.
Adalek an Azginivelezh hepken, hag an distro d'ar skridoù hen, ez adkavas an haroz ur staelad dereatoc'h.

Er pezh-c'hoari Œdipe gant Pierre Corneille (1659) n'eus ket anv a likentez ken, nag a wadorged zoken : ur roue reizhwir a savete ar geoded dre an emvuturniañ eo Oidipoüs, un den a zever a stourm ouzh itrikadennoù gwallsiek an doueed.
En Œdipe Voltaire (1718) ez eus un emsaviad gwirion eus Oidipoüs, pa yud  Deoc'h eo ma zorfedoù !  da zoueed Olympos, ar pezh a oa tost d'ul ledoued evit ar gristenien e deroù an XVIIIvet kantved.
E-tro an Dispac'h Gall e voe Oidipoüs un emsaver a stourme a-enep Neñv ar relijion gristen hag a-enep tiranted ar bed-mañ.

Ur prederour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oidipoüs hag ar Sfiñs
Dominique Ingres (1808)
Walters Art Museum, Baltimore

Hervez ar barzh alaman Friedrich Hölderlin (1770-1843), en displegoù a ouzhpennas d'e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles (1804)[5], ez eo Oidipoüs un haroz ankeniet, spontet m'eo gant e zic'halloud, hag ur prederour a zo o klask ar wirionez. Un tirant n'eo ket, ar pezh a zegasas un sell nevez war an haroz, evel m'eo bet skeudennet gant Ingres dre e zaolenn vrudet Oidipoüs hag ar Sfiñs e 1808, ma weler Oidipoüs o stouiñ dirak ar sfiñs en un doare a zo damheñvel ouzh hini Ar soñjer gant Auguste Rodin (1882).
Ar prederour Georg Hegel (1770-1831) a lakaas Oidipoüs da ziagentad an holl brederourien : hag eñ un den troet war an ober, na soñj ket e heuliadoù e daol pa lazh e dad ha pa zimez d'e vamm hep gouzout dezhañ, e tro an haroz da brederour p'en em gav dirak ar sfiñs ha pa glask kompren ster an Istor. Prederourien all a zegemeras soñj Hegel a-hed an XIXvet kantved. Setu amañ ali Arthur Schopenhauer (1788-1860), en ul lizher deiziadet 11 a viz Du 1815 a gasas da Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832) :

 An nerzh-kalon da vont betek penn ar c'hudennoù eo danvez ar brederourien. Ret eo dezho bout evel Oidipoüs Sofokles, a gendalc'h dizehan gant e glask, mennet m'eo da sklaeraat e donkadur spouronus, zoken pa zivin ne zeuio nemet euzh ha braouac'h gant ar respont.
Hogen e kalon an darn vuiañ ac'hanomp ez eus un Iokaste a asped Oidipoüs, abalamour d'an doueed, da chom hep klask pelloc'h ; ha plegañ a reomp dezhi, setu perak emañ ar brederouriezh er stad m'emañ. 
[6]

E 1905 ez embannas ar skrivagner aostrian Hugo von Hofmannsthal (1874-1929) e droidigezh alamanek eus Oidipous Sofokles : König Ödipus[7] ; e 1903 en devoa embannet e bezh-c'hoari Ödipus und die Sphinx[8], ma lakae pouez war drouklazh an tad ha hoal ar vamm goude bezañ lennet labourioù Sigmund Freud.
Adalek deroù ar bloavezhioù 1930 ha damkaniezh  kemplezh Oidipoüs  S. Freud e steuzias an haroz e koun an dud, ha ne chomas anezhañ nemet ur bazenn en emdroadur bugale mab-den.

Oidipoüs er bredelfennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Sigmund Freud e c'hoarvez gant pep paotr, pa vez 4 pe 5 bloaz, ur stad vredel zibar a zo kenpred gant donedigezh al luzadoù revel kentañ : hep gouzout dezhañ e vez desachet ar paotrig gant hoal e vamm, ha gwarizi a vag ouzh e dad rak ur c'hevezer e vez e-pad ar mare berr-se.  Kemplezh Oidipous  a reas S. Freud eus ar stad-se e diorroadur bredelfennel pep bugel gourel.[9]
Gant ar bredvezeg suis Carl Gustav Jung (1875-1961) e voe stadet e c'hoarvez  kemplezh Elektra  gant ar merc'hedigoù.[10]

Oidipoüs en arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz arzourien er bed a-bezh zo bet awenet gant mojenn Oidipoüs.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hoariva Henc'hres
  • Homeros (dibenn an eizhvet kanved kt JK) en e Ilias, XXIII, 679 hag en e Odysseia, XI, 270 sqq..[2][11]
  • Aisc'hylos (~523 – ~456 kt JK) a c'hounezas priz Keoded Dyonisia e -467 kt JK gant un trifezh gouestlet da vojenn Oidipoüs : Laios, Oidipoüs ha Seizh enep Thebai ; an trede pezh hepken zo deuet betek ennomp.[12]
  • Pindaros (~522 – ~443 kt JK) a skrivas diwar-benn Oidipoüs en Eil Kanenn Olimpek.[13]
  • Brudet eo Sofokles (~496 – ~406 KJK) evit ar pezhioù thebaiat, un trifezh a-zivout mojenn Oidipoüs ivez : Oidipoüs roue, Oidipoüs e Kolonos hag Antigone.[14]
  • Ac'haios Eretria (484 – ? kt JK) a skrivas un drajedienn anvet Oidipoüs.[15]
  • Euripides (~480 – ~406 kt JK) a skrivas tri fezh-c'hoari a denn da vojenn Oidipoüs : Foinissai ("Merc'hed Fenikia"), C'hrysippos hag Oidipoüs.[16]
  • Nikomac'hos (pempvet kanved kt JK) a skrivas ivez ur pezh-c'hoari anvet Oidipoüs[17]
  • Ksenokles Kozh (pempvet kanved kt JK ivez) a skrivas un Oidipoüs ivez, a zo aet da get.[17][18]
C'hoariva Henroma
C'hoariva a-vremañ
Danevelloù
Romantoù

Sonerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kizellerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oidipoüs ha Forbas
Félix Lecomte, 1771
Forbes hag Oidipoüs
Antoine-Denis Chaudet, 1801

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • William Smith & Charles Anthon, A New Classical Dictionary of Greek and Roman Biography, Mythology an Geography (en)
Levrenn 1, 636 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4572-1)
Levrenn 2, 436 p. : Kessinger Publishing, 2006, (ISBN 978-1-4286-4561-5)

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Forvo
  2. 2,0 ha2,1 The Ancient Library] (en)
  3. Distagadur henc'hesianek
  4. Le roman de Thèbes, Le Livre de Poche, 1995, (ISBN 978-2-253-06387-2) (fr) (ha skrid henc'hallek orin).
  5. Spiegel (de)
  6. Meneget gant ar bredelfenner hungarat Sándor Ferenczi (1873-1933) e La figuration symbolique des principes de plaisir et de réalité dans le mythe d’Œdipe (1912), Psychanalyse I, Oeuvres complètes - Tome I : 1908-1912, Payot, 1990, (ISBN 978-2-228-88153-1) (fr) ; gwelet ivez Psycha (fr)
  7. Spiegel (de)
  8. Hugo von Hofmannsthal Gesammelte Werke — Dramen II, 1892-1905, Fischer Taschenbuch Verlag, 1979, (ISBN 978-3-596-22160-8) (de)
  9. Sigmund Freud, Über Psychoanalyse, Franz Deuticke, 1930 (de)Cinq leçons sur la psychanalyse, Payot, 2013, (ISBN 978-2-228-90926-6) (fr)
  10. Carl Gustav Jung (1913), Versuch einer Darstellung der Analytischen Psychologie, en Gesammelte Werke/4, Walter Verlag, 1990, (ISBN 978-3-530-40704-4) (de) ; e gwengelouriezh Henc'hres, Elektra a lazhas he mamm Κλυταιμνήστρα Klytaimnestra, he devoa itriket evit lazhañ he fried Agamemnon, tad Elektra.
  11. Homère, L'Iliade et l'Odyssée, Pocket, 2009, (ISBN 978-2-2661-9058-9) (fr)
  12. Eschyle, Tragédies complètes, Folio, 1982, (ISBN 978-2-0703-7364-2) (fr)
  13. Pindare, Oeuvres compètes, La Différence, 2004, (ISBN 978-2-7291-1512-8) (el) (fr)
  14. Sophocle, Théâtre complet, Flammarion, 1993, (ISBN 978-2-0807-0018-6) (fr)
  15. The Ancient Library (en)
  16. Euripide, Tragédies complètes, Folio, 1989, (ISBN 978-2-0703-8191-3) (levrenn 1), (ISBN 978-2-0703-8192-0) (levrenn 2) (fr)
  17. 17,0 ha17,1 Edith Hall & Simon Goldhill, Sophocles and the Greek Tragic Tradition, Cambridge University Press, 2009, (ISBN 978-0-521-88785-4) (en)
  18. The Ancient Library (en)
  19. Sénèque, Tragédies, Les Belles Lettres, 2011, (ISBN 978-2-251-80019-6) (fr) (la)
  20. Pierre Corneille, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Voltaire.
  21. John dryden & Nathaniel Lee, Oedipus, a Tragedy, Gale Ecco, 2010, (ISBN 978-1-170-60614-8) (en)
  22. Voltaire, Œdipe, Presses Universitaires de Saint-Étienne, 2004, (ISBN 978-2-8627-2323-5) (fr) – A-gevret gant oberenn Pierre Corneille.
  23. André Gide, Théâtre, Gallimard, 1942, ASIN B003BPTXJU (fr)
  24. Jean Cocteau, La Machine infernale, Le Livre de Poche, 1992, (ISBN 978-2-2530-0916-0) (fr)
  25. Jean Anouilh, Antigone, La Table ronde, 2008, (ISBN 978-2-7103-3040-0) (fr)
  26. Lars Norén, Sang, L'Arche, 1999, (ISBN 978-2-8518-1424-1) (fr)
  27. Wajdi Mouawad, Incendies, Actes Sud, 2009, (ISBN 978-2-7427-8336-6) (fr)
  28. Friedrich Dürrenmatt, La mort de la Pythie, L'Âge d'Homme, 1990, (ISBN 978-2-8770-6034-9) (fr)
  29. Jacqueline Harpman, Mes Œdipe, La Renaissance du Livre, 2006, (ISBN 978-2-87415-641-0) (fr)
  30. Henry Bauchau, Œdipe sur la route, Éditions 84/J'ai Lu, 2000, (ISBN 978-2-290-30152-4) (fr)
  31. Didier Lamaison, Œdipe roi, Folio Policier, 2006, (ISBN 978-2-07-030292-5) (fr) — Ur romant polis skrivet diwar pezh-c'hoari Sofokles eo.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.