Friedrich Hölderlin
Friedrich Hölderlin | |
---|---|
![]() Friedrich Hölderlin | |
Obererezh | barzhonegoù |
Ganedigezh | 20 a viz Meurzh 1770 e Lauffen am Neckar |
Marv | 6 a viz Even 1843 e Tübingen |
Yezh skrivañ | alamaneg |
Luskad lennegel | klaselezh, romantelezh |
kemmañ ![]() |
Johann Christian Friedrich Hölderlin ([ˈjoːhan ˈkrɪsti.aːn ˈfriːdrɪç 'hœldərliːn]), ganet d'an 20 a viz Meurzh 1770 ha marvet d'ar 6 a viz Even 1843, a oa ur barzh lourennel alaman a bouez bras evit luskadoù alaman ar "skolioù" klasel ha romantel.
Ul levezon bras-kenañ en deus bet war al lennegezh hag ar brederouriezh europat, dreist-holl war oberennoù Rainer-Maria Rilke, Georg Trakl, Hermann Hesse ha Paul Celan.
Kemer a reas perzh e luskad an derc'helouriezh alaman, hag aweniñ a reas prederourien evel Martin Heidegger pe Theodor Adorno.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ganet e oa Friedrich Hölderlin d'an 20 a viz meurzh 1770 e Lauffen am Neckar, Baden-Württemberg.
Daou vloaz e oa pa varvas e dad digantañ : 36 vloaz e oa, ha merour madoù kouentoù. E 1774 ec'h addimezas e vamm, Johanna Christina Hölderlin, 26 vloaz, d'ar c'huzulier Gock, Bürgermeister ("maer") Nürtingen, a varvas e 1779.
Troidigezhioù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Barzhonegoù gant Friedrich Hölderlin zo bet troet e brezhoneg gant Alan E. ar Berr hag embannet e niverenn 142 ar gelaouenn Al Liamm :
- Da Ziotima (p. 356)
- Kan-tonkad Huperion (p. 357)
- Gouelvan Menon (p. 358)