Polyneikes
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Thebes |
| Anv e yezh-vamm an den | Πολυνείκης |
| Doare mervel | marvet en emgann |
| Lec'h douaridigezh | Tombs of the children of Oedipus near Thebes |
| Tad | Oidipous |
| Mamm | Jokasta |
| Breur pe c'hoar | Ismene, Antigone, Eteocles |
| Pried | Argia |
| Bugel | Thersander, Adrastus, Timeas |
| Karg | king of Thebe (Troade) |
| Brezel | war of the Seven against Thebes |
| Deskrivet en URL | https://datapills.eu/storia/mitologia-greca/5517-la-tragica-saga-di-polinice-rivincita-e-caduta-di-un-principe-esiliato |

Polyneikes (henc'hresianeg Πολυνείκης / Polyneíkês, "kalz a riotoù") a oa mab da Oidipoüs, ha d'e bried Iokaste. Dimezet e oa da Argia, merc'h da Adrastos, ha bugale o doe : Thersandros, Adrastos ha Timeas.
Oidipoüs, goude bezañ lazhet e dad Laios, a oa dimezet d'e vamm, ha bet bugale ganti : Polyneikes neuze, hag Eteokles, Antigone, Ismene.
Pa voe anavezet kement-se e voe kaset kuit Oidipoüs eus kêr Dhebai, ha harluet da Golonos (a zo dodenn an drajedienn Oidipoüs e Kolonos gant Sofokles). E zaou vab avat a chomas d'ober war-dro o zamm rouantelezh.
Divizet e voe gant an daou vreur ren e Thebai pep hini d'e dro, bep eil bloaz. Met pa deuas ar c'houlz e nac'has Eteokles lezel e lec'h gant Polyneikes, ha setu Polyneikes da Golonos da c'houlenn bennozh e dad. E-lec'h bennozh avat e klevas e vallozh.
Hag abalamour d'ar mallozh-se e varvas an daou vreur en un emgann evit ar galloud (danvez an drajedienn Ar Seizh a-enep Thebai gant Aisc'hylos). Kreon, breur da Iokaste, deuet da roue nevez e Thebai, a zifennas neuze seveniñ al lidoù-kañv ret evit Polinikes. Petra a reas an div c'hoar ? Sed aze dañvez an drajedienn Antigone holl-vrudet gant Sofokles.
