Hungaria

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Unaniezh Europa
| |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Magyarország | |||||||
| |||||||
Kan broadel | Himnusz | ||||||
Yezh ofisiel | Hungareg | ||||||
Kêr-benn | Budapest | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
93 030 km² 0.74% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
9 580 000 (2024) 103/km² | ||||||
Prezidant | Tamás Sulyok | ||||||
Kentañ ministr | Viktor Orbán | ||||||
Gouel broadel | 15 a viz Meurzh, 20 a viz Eost | ||||||
Moneiz | Forint (HUF) | ||||||
Kod pellgomz | 36 | ||||||
Kod Internet | .hu |
Hungaria, en hungareg Magyarország (distaget : [ˈmɒɟɒrorsaːɡ] (LFE)), a zo ur vro dizalc'h e kreizig-kreiz kevandir Europa. Budapest eo ar gêr-benn (gant tremen 2 vilion a annezidi). E-touez ar c'hêrioù bras all e c'haller menegiñ Debrecen, Miskolc, Szeged ha Pécs. En-dro da Hungaria emañ Slovakia en hanternoz, Ukraina er biz, Roumania er reter, Serbia, Kroatia ha Slovenia er c'hreisteiz, hag Aostria er c'hornôg.
E-touez an 10 milion a dud a zo er vro, ez eus 99% anezhe hag a zo Hungariz. Tremen an hanter anezho zo katoliged ha war-dro 20% zo protestanted.
Hungaria zo ezelez eus Unaniezh Europa, Strollad Visegrád, an AFNA, an ABK hag an ABU.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Danav hag an Tisza eo an div stêr vrasañ. Lenn vrasañ Kreizeuropa eo al Lenn Balaton, e kornôg ar vro.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud : Istor Hungaria.
E miz Du 1956 e teuas ouzhpenn 4000 tank eus al Lu Ruz da flastrañ an emsavadeg enep-komunour hag enep-soviedel a oa diwanet er vro. Nagennet e oa bet ar galloud komunour gant kalz skrivagnerien, skiantourien ha micherourien hungariat, hag emgannoù a voe gant ar Sovieted er vro a-bezh adalek ar 23 a viz Here. 3000 den a voe lazhet gant ar Sovieted.
Levrlennnadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al Liamm niv. 61, 1957, niverenn ispisial diwar-benn Hungaria.
- KOSTIOU Jeremi, Ar C'hi daou lost a-enep Orbán, e Le Peuple Breton/Pobl Vreizh, miz Gouere/Eost 2018, niv. 654/655, pp. 30-31.
Hungariz vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivagnerien :
Melldroaderien :
|
Izili hag arsellerien ar Frankofoniezh |
|
---|---|
Izili | ![]() |
Arsellerien | Aostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina |
1 Izili kevredet. |