Istor Hungaria
Hungaria zo ur vro eus Kreiz Europa anvet evel-se abaoe ar Grennamzer Uhelañ, pa voe aloubet plaenennoù Pannonia gant an Hungared (pe Magyared), deuet eus ar reter goude meur a bobl all (Huned, Avared). An aspadennoù koshañ eus bezañs mab-den er vro a gaver e Vértesszőlős : eno e oa bet kavet, e 1965, binvioù maen eus ar Paleolitik hag un tamm askorn den (war-dro 300 000 bloaz kozh).
Gant ar Romaned e voe aloubet douaroù a oa er gornaoueg d’an Danav, etre 35 kent JK ha 9 kent JK. Adalek neuze ha betek dibenn ar Patrom:Ive kantved e oa eno ur broviñs roman, Pannonia. E-pad ur pennad e voe levezonet ar vro, evel ar peurrest eus an Impalaeriezh roman, gant doareoù-bevañ ar Romaned, o c’hêrioù, o ziez, o hentoù… Met lakaet e voe fin d’ar sevenadur roman-se gant aloubadegoù pobloù deuet eus ar reter.
Kouezhañ a reas Impalaeriezh roman ar C'hornôg en he foull, er Vvet kantved, da-heul tagadennoù ar pobloù german, met pobloù all a erruas war o lerc’h. Da gentañ e voe Huned, hag a savas un impalaeriezh vras, dindan ren Attila war-dro 435. Gwechall e selled ouzh Attila evel hendad an Hungared. Bremañ avat e soñj d’an istorourien e teu an anv Hungaria, n’eo ket eus hini an Huned, met eus hini unan eus ar pobloù magyar a erruas en Europa asambles gant ar Vulgared, ur bobl hag a oa anvet "On-Ogur", ar pezh a sinifie en ur yezh turkek kozh "(pobl an) Dek Saezh". Erruout a rejont e Pannonia gozh er VIIvet kantved.
Aloubadeg an Hungared
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Erruout a reas an Hungared (anvet ivez Magyared) e-kreiz Europa e dibenn an IXvet kantved, o tont eus kreisteiz Rusia. Dindan ren Árpád hag e ziskennidi e veve an Hungared en daou du d’an Danav, en ur vro vrasoc’h eget Hungaria vremañ. E-pad ur c’hantved e voe spontet tud kreiz Europa gant ar vrezelourien-se hag a breizhe ar broioù tro-war-dro. Goude emgann Lechfeld, e Swabia, ma voent faezhet e 955 en em lakajont da ren ur vuhez all : en em staliañ a rejont da vat e diazad an Danav, o’n em veskañ gant an dud a oa o chom eno hag o vevañ diwar al labour-douar. Kristenien e teujont da vezañ hag unvanet e voe ar vro gant Stefan (István), kentañ roue Rouantelezh Hungaria adalek 1001.
Rouantelezh Hungaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kurunennet e voe Stefan, hervez a gonter, d’an deiz kentañ eus an eil milved, ar pezh a c’hallfe bezañ ar 25 a viz Kerzu 1000 pe ar 1añ a viz Genver 1001, en Esztergom. Anavezet e voe e c’halloud gant ar pab Jelvestr II. Ar roue nevez a stagas neuze d’ober eus Hungaria ur stad e-giz stadoù feodel kornaoueg Europa. Sevel a reas ur rouedad eskoptioù dre ar vro ha lakaat a reas sevel manatioù hag ilizoù. An hungareg a veze skrivet betek neuze gant ur skritur heñvel ouzh ar runoù germanek. Dindan ren Stefan en em lakajod d’ober gant al lizherenneg latin ; al latin e oa hiviziken yezh ofisiel ar velestradurezh ha kement-se a badas betek 1844.
Astennet e voe ar vro diwar-goust an amezeien : e 1102 e voe staget rouantelezh Kroatia ouzh Hungaria. E 1241 e voe taget ar vro gant Mongoled ; distrujet e voe arme ar roue Béla IV en emgann Mohi ha kalz a dud a voe lazhet er vro a-bezh. Mont a reas an arme vongol kuit avat goude marv o fenn Ögedei. Savet e voe difennoù war an harzoù gant Béla, difennoù hag a dalvezas pell diwezhatoc’h, ha kaset e voe bagadoù Alamaned da boblañ an harzoù-se.
Rouantelezh Hungaria a voe e barr he brud er XVvet kantved, dindan ren ar roue Sigismund (1387–1437), a voe Impalaer Santel Roman ivez, hag ar roue Matthias Corvinus (Matyáš Korvín). Gant “Mátyás“ e voe astennet domani ar rouantelezh, gwarezet e voe ar vro diouzh an Durked, ha bleuniañ a rae an arzoù hag ar skiantoù.
Goude marv Mátyás avat, dindan ren Vladislav II, ez eas ar stad war baouraat. Muioc’h-mui a c’halloud a oa gant an noblañs uhel. E 1514, daou vloaz a-raok marv ar roue Vladislav II, e voe un emsavadeg vras a gouerien, renet gant György Dózsa. Moustret e voe an emsavadeg-se en un doare garv gant an noblañs renet gant János Zápolya.
An Durked
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E deroù ar XVIvet kantved e oa deuet an Impalaeriezh Otoman da vezañ ur galloud bras, unan eus ar re vrasañ er bed. En em astenn a rae betek harzoù Hungaria, er c’hreisteiz. Noblañs Hungaria, e-lec’h bezañ war evezh ha prest da zifenn ar vro, a oa prederiet gant o zamm galloud dezho, a-dal da hini ar roue.
E 1521 e kouezhas kreñvlec’h hungarat Nándorfehérvár (Belgrad hiziv) etre daouarn an Durked, hag e 1526 e voe trec’het an arme hungarat en Emgann Mohács. Ar roue yaouank Loeiz II Hungaria ha Bohemia a varvas en emgann-se, kenkoulz ha Pál Tomori hag a oa e penn an arme hungarat. Goude-se e voe rannet Hungaria e teir lodenn : unan en hanternoz hag er gornaoueg, "Hungaria Roueel", a oa renet gant Ferdinand Habsbourg da gentañ ha gant impalaerien all eus an tiegezh Habsbourg goude, tud hag a veze anvet da rouaned Hungaria ; unan e-kreiz, en-dro da v-Buda hag a oa aloubet gant an Durked ; hag unan all er reter, Priñselezh Treuzsilvania, emren met stag ouzh an Impalaeriezh Otoman.
E 1683 e voe taget Vienna gant an Durked met faezhet e voent. Ar Brezel Bras a-enep an Durked, renet gant gant ur c’hevre ennañ Aostria-Hungaria ha Polonia-Lituania, hag Impalaeriezh Rusia ouzhpenn diwezhatoc’h, a badas betek 1699. E meur a emgann (emgann Buda (1686), eil emgann Mohács (1687)) e voe faezhet an Durked. E dibenn ar XVIIvet kantved e voe adkemeret ar broioù hungarek diganto. Gant feur-emglev Karlowitz (1699) e voe lakaet fin d’ar brezel, hag a-benn 1718 e oa distaget Hungaria penn-da-benn diouzh ar yev otoman.
Impalaeriezh Aostria-Hungaria
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XVIIIvet kantved e kreskas kalz poblañs Hungaria, dre ma oa peoc’hus ar vro, ha peogwir e teuas enbroidi d’en em staliañ enni, Alamaned, Serbed ha Roumaned dreist-holl.
Laouen e oa Hungariz e vije aet an Durked kuit, met buan a-walc’h e teujont da gaout displijadur o welet e oa renet o bro gant Aostria. Kalz Hungariz a oa protestanted (kalvinourien) ha katoliged e oa o mistri. E Treuzsilvania e oa bet un tamm emrenerezh da vare an Impalaeriezh ottoman hag echu e oa ganti dindan impalaeriezh Aostria.
Meur a emsavadeg a voe en XVIIIvet ha XIXvet kantved a-enep an Habsbourged : an holl a c’hwitas avat. Ferenc II Rákóczi a renas unan eus 1703 da 1711 ; trec’het e voe an emsavidi hogen gounit a reas an noblañsoù hungarat un nebeud gwirioù. An emsavadeg anavezetañ a c’hoarvezas e 1849 ha renet e voe gant Lajos Kossuth. Lañs a oa gant ar mennozhioù broadelour en Hungaria, abaoe Mare ar Sklêrijenn ha goulennet e veze e teufe an hungareg da vezañ implijet evel yezh ar stad hag ar skolioù. Er bloavezhioù 1820 e voe bodet un dael gant an impalaer Franz Iañ ha da-heul e teuas un nebeud kemmoù evit ar velestradurezh hag an tailhoù. Met faezhet e voe emsavadeg Kossuth, a vez kounaet hiziv c’hoazh bep bloaz en Hungaria, d’ar 15 a viz Meurzh. Ne voe flastret an emsavidi avat nemet peogwir e voe skoazellet an Aostrianed gant ar Rusianed.
E 1866 e voe faezhet Aostria gant Prusia ha neuze e rankas an impalaer, gwanoc’h, degemer un emglev e 1867, da ober eus an impalaeriezh un unaniezh div vro bar, Aostria-Hungaria.
E-barzh Hungaria e oa estreget hungaregerien avat ha ne oa ket gwall laouen ar pobloù all (Slovaked, Kroated, Roumaned) o rankout plegañ dirak o mistri nevez ha bezañ hungarekaet.
Hungaria eus 1914 betek 1945
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hungaria a gemeras perzh er Brezel-bed Kentañ, a-du gant Aostria, evel-just. Goude ar brezel e voe diskaret Impalaeriezh Aostria-Hungaria ha savet e voe ur stad hungarat kalz bihanoc’h eget Hungaria an Impalaeriezh.
E dibenn ar brezel e oa bet savet ur republik berrbad, e miz Du 1918, renet gant Mihály Károlyi. E miz Meurzh 1919 e c’hoarvezas un dispac’h komunour ha savet e voe Republik Soviedel Hungaria gant Béla Kun en he fenn. Buan avat e voe diskaret ar republik soviedel-se, pa voe aloubet ar vro gant arme Roumania. Tec’hout a reas Béla Kun ha pennoù bras all da Vienna d’ar 1añ a viz Eost. Erruout a reas soudarded Roumania e Budapest d’ar 6 a viz Eost. Goude ur pennadig ma oa bet adsavet ar republik kentañ e teuas Hungaria da vezañ ur rouantelezh, renet gant ur rejant, an amiral Miklós Horthy, e-lec’h Karl Iañ Aostria a rene evel Karl IV war Hungaria kent dibenn ar brezel hag a oa aet d’an harlu da Suis.
Pa voe sinet feur-emglev Trianon ha hini Saint-Germain-en-Laye e kollas Hungaria 78% eus he douaroù a voe staget ouzh stadoù amezek. Ul lodenn vat eus an hungaregerien en em gavas neuze e stadoù all tro-dro, e Tchekoslovakia hag e Roumania, dreist-holl. Etre an daou vrezel e oa renet ar rouantelezh gant an amiral Miklós Horthy, dezhañ muioc’h-mui a c’halloud betek dont da vezañ un diktatour. A-hed ar bloavezhioù 1920 ha 1930 e c’houlennas Hungaria e vije adwelet bevennoù ar stad, met nac’het e voe gant ar stadoù amezek ha gant ar galloudoù bras a oa bet trec’h er Brezel-bed Kentañ. Neuze e klaskas Horthy ober emglev gant Hitler. Garedonet e voe pa voe staget ouzh Hungaria, e-pad an Eil Brezel-bed, tammoù eus Slovakia, Yougoslavia ha Roumania. E 1941 e tisklêrias Hungaria brezel d’an Unvaniezh Soviedel, a-du gant an Alamaned.
E miz Gwengolo 1944 e erruas an armeoù soviedel en Hungaria. Un arsav-brezel a voe sinet gant Horthy. E miz Here neuze e voe lakaet Ferenc Szálasi e penn Hungaria gant an Alamaned, e-lec’h Miklós Horthy. Ur gouarnamant faskour da vat a voe savet, e-keit ha ma oa an armeoù soviedel oc’h aloubiñ ar vro. E penn kentañ 1945 e voe peuraloubet gant armeoù an Unvaniezh Soviedel ha Roumania.
Hungaria goude an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel e broioù all reter Europa, aloubet ivez gant an Unvaniezh Soviedel, e voe kemeret ar galloud gant ar gomunourien, tamm-ha-tamm. D’an 18 a viz Eost 1949 e voe embannet Republik Pobl Hungaria (Magyar Népkőztársaság). E penn ar strollad komunour hag e penn ar vro e voe, da gentañ, Mátyás Rákosi. Goude marv Stalin e erruas Imre Nagy er galloud ha krediñ a reas an dud e oa ar renad o vont da cheñch. Met moustret e voe Dispac'h Hungaria e diskar-amzer 1956, gant arme an Unvaniezh Soviedel deuet da Hungaria. Harzet ha krouget e voe Imre Nagy ha kalz Hungariz a dec’has da vroioù all. János Kádár e voe mestr ar vro goude ha dindan e ren e voe Hungaria unan eus broioù pinvidikañ reter Europa.
Trede Republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1989 ez eas d’an traoñ ar renadoù komunour e broioù komunour reter Europa. Fin a voe lakaet en Hungaria ivez d’ar sistem ma ne oa nemet ur gostezenn bolitikel. Mont a reas kuit eus Hungaria ar soudarded soviedel a oa enni. Embannet e voe Trede Republik Hungaria, gant ur vonreizh hag a oa ur stumm kempennet diwar hini 1949. Ur vonreizh nevez penn-da-benn a voe degemeret e 2011 avat. E 1990 e voe dilennet kannaded, dre un dilennadeg digor d’an holl. Mont a reas Hungaria e-barzh NATO e 1999 hag e-barzh Unaniezh Europa e 2004. N’he deus ket c’hoazh degemeret an euro avat. Abaoe 2010 emañ an tu-kreñv gant ar gostezenn bolitikel Fidesz ha renet eo ar vro gant Viktor Orbán.