Imre Kertész
Imre Kertész zo ur skrivagner hungarat ganet e Budapest d'an 9 a viz Du 1929. Brudet eo evit bezañ bet bac'het e kampoù nazi Auschwitz ha Buchenwald etre 1944 ha 1945. Dezrevelliñ a ra e vuhez en ul lodenn vat eus e oberennoù. En o zouez emañ Kaddis a meg nem született gyermekért (Kadish evit ar bugel na vo ket ganet).
Aet eo gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 2002 (Kentañ Hungarad loreet).