Mont d’an endalc’had

Bulad-Pestivien

Eus Wikipedia
Bulad-Pestivien
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bulat-Pestivien
Bro istorel Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Kallag
Kod kumun 22023
Kod post 22160
Maer
Amzer gefridi
Olivier Charles
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web http://www.bulat-pestivien.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 415 ann. (2020)[1]
Stankter 13 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 25′ 46″ Norzh
3° 19′ 46″ Kornôg
/ 48.4294444444, -3.32944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 200 m
bihanañ 189 m — brasañ 307 m
Gorread 31,23 km²
Lec'hiañ ar gêr
Bulad-Pestivien

Bulad-Pestivien (['byːlat pis'tiːən]) zo ur gumun e Breizh e kanton Kallag, e Kerne-Uhel hag e kornôg departamant Aodoù-an-Arvor.

  • Régis de Saint-Jouan : Penstyffyen, 1368 ; Pestivien, 1670 ; Buzlat, 1620 ; Bulat-Pestivien, 24.11.1876.
  • Bernard Tanguy : Pestivien, 1306, 1330 ; Pestiffien, ~ 1330 ; castrum de Pestivien, 1354 ; Penstffyen, 1368 ; Pestiffien, 1405 ; paroisse de Pestivien, 1465 ; chapelle Nostre-Dame de Buzglat, 1465 ; Buzlat, 1588, 1620 ; Bulat, 1670.
  • Talvoudegezh : Penn ar stivien (an eiennoù)
  • Diasur evit Bulat

Brizhet etre argant ha sabel (familh Pestivien, aet da get e 1776).

  • Mervel a reas 71 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,05 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
  • Mervel a reas daouzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].

Brezelioù didrevadennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas ur soudard e 1946.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
2003
2003

Ur wezenn-derv e “Tronjoly”, ouzhpenn 1 000 bloaz a-hervez.

  • Iliz katolik Itron-Varia.
Diavaez
Diabarzh
  • Chapel Sant-Bleaz Pestivien
  • Chapel Santez Anna Radeneg
  • Feunteun ar C'hog.
  • Feunteun ar Seizh Sant.
  • Feunteun ar Werc'hez (1718).
  • Maner Bodiliav (XVvet-XVIvet kantved) : Mirdi Manerioù Breizh.
  • Monumant ar re varv.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pell amzer eo bet an tiegezh de Kerouartz, perc'henned vras ar barrez, o terc'hel an ti-kêr.

de Bégaignon
Plezek etre argant ha gul

ːAotrounez Koadgoureden

Bodilio
En argant e seizh melionenn geotet, 3, 3, 1.
Chapelle (de la)
En gul e dreustell en erminoù.
Koadgoureden
En gul e groaz koñchek en argant.
Pestivien
Brizhet etre argant ha sabel.
Bulad-Pestivien o prientiñ Redadeg 2008

Ar Brezhoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
  • E 2006 e oa bet nac'het gant an enseller akademiezh digeriñ ur c'hlas divyezhek er gumun. A-benn ar fin e oa bet digoret ur c'hlas divyezhek e miz Gwengolo 2007.
  • E distro-skol 2023 e oa 33 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (100 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4].

Kelenn d'an oadourien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Goude pardon Bulad, Eus pep toull e teu kouhad (kaouad).

Pardon ha foar ar c'hezeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lec'h pirc'hirinded eo Bulad abaoe an XIIIvet kantved. Ur pardon a vez bep bloaz d'an dibenn-sizhun goude an 8 a viz Gwengolo (Gouel ginivelezh ar Werc'hez Vari). Kregiñ a ra da nav eur noz ha boas ez eur da guitaat an iliz e-kreiz an Oferenn da-heul ar pardoner (ar beleg pennoferenner) da brosesioniñ betek lec'h an Tantad, a vez enaouet neuze. Da c'houde ez eer en-dro d'an iliz da genderc'hel gant an Oferenn. N'eus nemet e Bulad e vez graet er mod-se. Ur foar ar c'hezeg a vez ivez, d'al Lun goude ar pardon, abaoe 1747. Lakaet e vez delwenn Gwerc'hez Bulad war ziskouez en iliz e-pad ar pardon. En oferennoù e vez kanet kantikoù brezhonek, en o zouez : Itron Varia Vulad evel-just, Da Feiz hon Tadoù Kozh...
D'ar Gwener da noz : oferenn (al lodenn vrasañ anezhi e brezhoneg), tantad, tan artifis, soubenn evit ar birc'hirined ha bal disko
D'ar Sadorn : oferenn vras, soubenn evit ar birc'hirined, lein (merenn) en div ostaleri eus ar barrez, chapeled e brezhoneg ha gousperoù
D'al Lun : oferenn ha foar ar c'hezeg, marc'had bras, kirri kozh war blasenn ar skol, merenn en div ostaleri eus ar barrez hag e-kichen sal ar festoù

  • Les Médiévales (miz Eost 2010)

Skol sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Darempredoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  3. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. (br)Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019