Lennegezh vrezhonek kollet
Diwar studi Danvez Breizh ez eus bet goulakaet gant meur a zen e vije bet chomet dianav kalz oberennoù brezhonek savet er Grennamzer ha distrujet p'en doe kollet ar brezhoneg e statud; al lennegezh vrezhonek kollet a reer eus ar re-se. Pinvidigezh al lennegezh vrezhonek dre gomz en doa degaset arguzennoù ouzhpenn gant roudoù ur brozodiezh ouiziek. Kemeret eo bet al lennegezh kollet-se da zanvez studi gant Yann-Ber Piriou.
Adkavout roudoù al lennegezh kollet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studioù kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skrivañ a reas Roparz Hemon e 1926[1] : "Eul lennegez a c'hell mont da goll. Hogen dibaot a wech ez a krenn da get : roudou anezi a chom, du-mañ, du-hont. Ha diwar ar roudou-se, dastumet hag anotaet, e c'heller deski meur a dra… Ar c'henta (labour d'ober) a zo klask petra zo miret anezi gand ar bobl, a c'henou da c'henou, a rumm da rumm… An eil a zo studia lennegeziou ar broiou tro-war-dro, Bro-Saoz ha Bro-C'hall, da skouer, o deus amprestet marteze un dra bennak diganimp. »
Daou-ugent bloaz goude e tisplegas Arzel Even, hag eñ ur brezhoneger aet da gelenner skol-veur e Bro-Gembre, ma voe lakaet war wel gant Léon Fleuriot o studiañ ar spisc'herioù henvrezhonek
(M’)hon eus ur vrasskeudenn eus henstad hor yezh, ha gouzout a reomp (kenkoulz hag ar c’hembraeg hag an iwerzhoneg) ur yezh skiantel, implijet evit skridoù a yezhadurezh, a lezennouriezh, a vezekniezh hag a steredoniezh, d’ur mare ne oa ket ar galleg ur yezh lennegel zoken.
Hag e kendalc’he war ar prantad da heul, hini ar c’hantvedoù ma voe al lennegezh europat o tiwanañ :
Ur rendael hir a zo bet e-touez ar ouzeien a-zivout emledidigezh « danvez Breizh » - penaos eo deut mojennoù keltiek rik, gwriziennet en hengounioù koshañ Breizh-Veur hag Iwerzhon, d’en em silañ el lennegezh c’hallek hag ac’hann da aloubiñ Europa a-bezh. Joseph Bédier a roe ar perzh pouezusa~~d’an delennourien ha danevellourien a Vreizh-Vihan, a oa brudet dre-holl en XI-XIIvet kvd.; divyezhek ma oant, e oant barrek da adaozañ e galleg mojennoù ha kanennoù kaerañ o bro.
Roet eo bet ar perzh brasañ d’ar Vreizhiz gant gouizieien all ivez, hervez Arzel Even, Alamaned (Heinrich Zimmer, Brügger), Kembreiz (T. Stephens, WJ Gruffydd) hag ur Stadunanat, Robert Loomis. Er c'hontrol ez eus bet tud all hag o doe klasket pouezañ war orin breizhveurek Danvez Breizh ha diskouez m’eo deuet kalz a zanevelloù dre an Normaned aet da aloubiñ an enez vras. Gwezhall ec’h embannas seurt mennozhioù Joseph Loth Ferdinand Lot ha Jean Marx.
Enklaskoù nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkroget eo bet al labourioù-se gant Léon Fleuriot, Gwenael an Dug, Yann-Ber Piriou hag Herve Bihan ken eo fonnus an testennoù, testennigoù peurvuiañ, a c'hell lakaat da verzout ez eus bet lenneien o sevel skridoù ha kanoù, kantvedoù a-raok ma skrivas Ivonig Omnes un nebeud gwerzennoù war marz un dornskrid deiziadet er XIVvet kantved, ar skrid anavezet evel an destenn lennegel vrezhonek kentañ betek-henn. Ha diouzh ar stumm varzhoniel e c’heller goulakaat e veze tud a lennegezh o sevel seurt oberennoù.
E 1987, nebeud amzer a-raok ma tremenas-eñ ec’h embannas Léon Fleuriot un testenn a-bouezh m’eo dastumet ar perzh brasañ eus e glozadurioù war sevenadur kozh Breizh en e derou[2] ha ne chom nemet bruzunoù eus al lennegezh henvrezhonek a c’heller goulakaat bezañ bet.
Marvnad Yezekael
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Léon Fleuriot en deus diskouezet e c'hellfe bezañ bet troet Maronad Judikael, un hir a varzhoneg latin savet da-geñver tremenvan Yezekael, roue Domnonea, diwar an henvrezhoneg[3]. Neuz ur meulgan gwerzaouet a oa anvet gorchan e predeneg (kembraeg) zo war ar varzhoneg-se, a zo bet skrivet gant Ingomar, manac'h e Sant-Meven en e Historia regis sancti Judicaeli[4]. Anat eo e heñvelidigezh gant kanoù kembraek arkaek evel Gorchan Urien Rheged pe Gorchan Tudfwlch.
Vita Gurthierni
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e levr Les origines de la Bretagne[5]. e veneg Léon Fleuriot ez eo bet savet Vita Gurthierni[6] en XIvet kantved, hag ez eus enni elfennoù kozh-kenañ a vire hengounioù eus Arvorig diwar-benn Vortigern, ar roue predenek kozh, ha n'eo ket diwar ur manac'h er memes anv bet o sevel abatioù e bro Gemperle. Hervez gwelet e oa troet an destenn en ur feson tost diwar un danevell henvrezhonek. Lenn a reer en destenn : "Mab e c'hoar a lazhas ha "nesciebat enim esse amicum sibi" (ger-ha-ger: "rak ne ouie ket e oa e vignon"). Ar meskaj etre kar ha mignon a oa lavaret car o-daou e henvrezhoneg a ziskouez anat e oa bet implijet ur skrid henvrezhonek evel patrom. Meur a vrizhtroidigezh skouerius all a c'hellfe bezañ kavet en teul-se hervez Léon Fleuriot.
Ar sonerien Kadiou, Pontel ha Garin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kensinet e voe un diell en anv Hoel II, kont Kerne, gant "Cadiou, citharista" er bloaz 1069[7] ha pa greder e veze ar soner-se e servij an dug ez eus peadra da soñjal e oa anezhañ ur c'haner brezhonek eilet gant e venveg kerdin dianav (un delenn pe ur benveg all). Ha pa gane e tibune moarvat pezhioù lennegezh gwerzaouet a zo bet kollet, dre ma ne oant ket bet skrivet pe dre ma oa bet distrujet an dornskridoù. E 1079, ur "joculator" all, Pontellus, a voe aotreet lakaat e anv war un diell savet evit ar memes kont Hoel. Hervez testenioù savet diwezhatoc'h e verzer pegen brudet e oa ar ganerien hag ar sonerien vreizhat er broioù tro-war-dro da Vreizh. Rolant, arc'heskob Dol a roas un douar d'ur soner, Garin e anv, "evit an amzer ma chomo bev"[8].
Ar werzaouriezh vreizhat er Grennamzer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]"Un doare gwerzaoua dezhañ e-unan a anavezomp d'ar brezhoneg krenn. Ober a rae neket hepken gant klotennoù dibenn hogen gant klotennoù diabarzh" a zispleg Abeozen e Damskeud hol lennegezh kozh (1960). Estreget gwerzennoù Ivonet Omnes (kreiz XIVvet kantved) ne gaver ket testennoù hir gant klotennoù diabarzh a-raok ar XVvet kantved (en Dialog etre Arzur Roe d'an Bretounet ha Guinclaff). Koulskoude pa'z eo un arz skrivañ teknikel-tre ne c'hell ket bezañ bet gwriziennet e Breizh hep un hengoun hir a-walc'h hag un aozadur evit e deskiñ.
Herve Bihan en deus diskouezet [9] e oa daou hengoun disheñvel hag a gaver er varzhoniezh krennvrezhonek ha ne chom nemet roudouigoù eus an hini kentañ, an hini kempleshañ oc'h ober gant enklotennoù hag adklotennoù. Gwerzennoù Ivonig Omnes eo ar skouer anavezetañ ha gwelet a reer, e marzoù an dornskrid adskrivet gantañ, daou arroud eus div varzhoneg enklotennet. Skouerioù all zo e-barzh 457 gwerzenn An dialog etre Arzur, Roe d'an Bretounet ha Guynglaff(1450) ha tammoù gwerzennoù enklotennet zo e-barzh misterioù krennvrezhonek[10]. Tostoc'h eo reizhiad gwerzaouiñ enklotennet Breizh ouzh hini Kerne-Veur eget hini Kembre. Seizh mister kerneveurek zo bet adkavet ha mat e vije o studiañ pizh evit kompren peseurt eskemmoù sevenadurel a voe etre ar bed roman hag hini an hollad Breizh-Kerne-Veur. N'eus nemet skridoù dister an hengoun kozh beuzet e mor ar luskad relijiel hag a implije ur werzaouriezh nevez. Koulskoude e kaver Sonnet e brezonec (sonedenn e brezhoneg) savet e 1554 gant François Moeam gant enklotennoù hag a zo un destenn disakr (hep perzhioù relijiel).
Sevel a ra Herve Bihan ur c'hraf a bouez p'en em c'houlenn e pe lec'h e veze desket ar reizhiad enklotenniñ d'an danvezioù-barzhed[11]. Kavout a ra dezhañ e c'halle bezañ kelennet er skoldioù, (skoldy e krennvrezhoneg) pa veze lec'hanvioù aet da get e Breizh. E diwezh an XVIIIvet kantved e voe deskrivet hini Iwerzhon evel staliet er maezioù.
Jafrez Menoe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tabut war mammennoù brezhonek implijet gant Jafrez Menoe
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E raklavar e Historia Regum Britanniae e tispleg Jafrez Menoe en doa savet e levr diwar Britannici sermonis liber vetustissimus ("ul levr eus ar re goshañ e yezh Breizh"). Abaoe an XIXvet kantved e veze lakaet e douetañs koulz al levr-se ha gwirionded istorel an Historia, met ur vartezeadenn sirius a voe degaset gant Léon Fleuriot ha, muioc'h c'hoazh, gant Gwenael an Dug ha Claude Sterckx, diwar Chronicon Briocense ("Kronik Sant-Brieg" 377-1415, bet skrivet adalek 1394 hag echuet kent 1420[12], troet hag embannet ganto o-daou[13]) ha diwar Vita Goeznouei[14], zo meneget ennañ ur skrid a c'hellfe bezañ Levr Oberoù Arzhur pe ur skrid kollet[15].
Adkavadennoù ar skridoù istorel latin kozh-tre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel m'he deus displeget Anna Donnard e 2008[16] ez eus anv eus un Historia Britannica e-barzh Vita sancti Goeznovei (n'eus nemet ar prolog anezhi) ma kredas Arthur de la Borderie implijout ar meneg-se evit goulakaat e 1882 ez eo "librum vestustissimum" Jafrez Menoe. Ne voe ket degemeret an dra-se gant arbennigourien war Danvez Breizh, p'eo deiziadet dornskrid ar Vita er XVvet kantved ha ne oa ket asur an deiziad ma oa savet. Hiziv eo bet embannet gant Gwenael an Dug ez eus peadra da grediñ e vefe bet savet gant an Ao. Gwilhou, beleg ha chapalan eskob Leon, Eudon ha deiziadet eo mat er bloaz 1019, pell a-raok ma skrivas Jafrez Menoe e Historia. Koulskoude ne gav ket da Hubert Guillotel, André-Yves Bourgès[17] ha Bernard Tanguy e voe savet ar Vita, ken abred diwar stumm kozh anv Aber-Benead, Bazlananda, a vefe ur furm modernoc'h dezhi. War ar memes dornskrid e kaver 173 (pe 206 hervez André-Yves Bourgès) c'hwec'htroadeg latin a zo bet anavezet gant Gwenael an Dug evel lodenn un destenn ma ra Per ar Baod meneg dioutañ hag anvet gantañ Levr Oberoù Arzhur[18].
N'eus ket bet adkavet testenn istorel vrezhonek ebet, met roudoù ken kozh un hanezouriezh kreizennet war ar spas predenek a laka da grediñ e voe tud o sevel anezhi en henvrezhoneg.
Danvez Breizh savet e Breizh-Veur pe e Breizh-Vihan ivez ?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvioù-tud brezhonek el lennegezhioù gallek ha normanek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket bet degemeret gant an holl arbennigourien war al lennegezh arzhurian orin brezhonek ar c'hontadennoù diniver a rae berzh bras goude 1150 en Europa a-bezh, ha troet e meur a yezh hag a reer "Danvez Breizh" anezho. Lañset e voe ar c'hiz gant romantoù Chrétien de Troyes ha laeoù Marie de France. Chrétien de Troyes a blede gant istorioù a denn d'ar Roue Arzhur, ar roue a gaver anv anezhañ e-barzh dornskridoù Nennius er Grennamzer uhelañ. Marie de France he deus disklêriet hec'h-unan he doa divizet skrivañ al laeoù a Vreizh he doa klevet[19]. Reiñ a rae anvioù brezhonek da harozioù he laeoù hag e c'hoaveze he istorioù e Breizh (Sant-Maloù). Dedennus eo al lae a gont istor Guigemar, da lâret eo Guyonvarc'h[20], a-hervez, pa weler ar memes anv e-barzh Erec et Enide savet gant Chrétien de Troyes.
Kinnig a ra Marie de France ur stumm all eus al lae anvet "Guigemar" e-barzh "Eliduc". Un eil titl a gaver ouzhpenn anv ar gwaz, anvioù e wreg hag e serc'h, Guidelüec ha Guilliadon. Lod a gred ez eus bet un destenn vrezhonek o welout m'emañ ar stagell "ha" en titl.
Diskouezet eo bet gant Léon Fleuriot e c'heller adkavout gwrizioù an anvioù tud e romantoù Arzhur savet e romaneg ouzh o c'heñveriañ gant an anvioù koshañ a gaver e Breizh, evel re diellevr Redon (IXvet kantved). Modret, Lanval, Guigemar, Viviane, Graislemier, Lunette, Eliduc, Galahad, Guivrez zo distummadurioù eus Modrot, Ianuual, Guiamar, Ninian, Gradlon meur, Iunet, Liduc, Gulohet/Gulhoet, Guivrec/Guevroc a zo anvioù daspugnet e Breizh Vihan.
An darn vuiañ eus an arbennigourien war al lennegezh n'o deus ket merzet e voe ambrouget Gwilherm an Alouber gant un niver bras a Vretoned ken e c'helljont pouezañ war al lennegezhioù saoznek, kembraek, romanek ha pelloc'h c'hoazh, pa zimezas roue ar Saozon, Herri II, gant Eleanora Akitania a oa e penn un dalc'h hag a vode ul lodenn vras eus su rouantelezh Bro-C'hall.
Tristan, haroz breizhat
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lodenn eus Danvez Breizh a denn da Dristan a vefe diwanet en Arvorig, hervez Beroul ha Tomaz Breizh, an daou o skrivañ e normanek[21]hag, an oberourien gentañ a venegas e anv etre 1150 ha 1175. Ha goude bezañ bet o chom en Iwerzhon hag e Kernev-Veur e vefe distroet da Vreizh, hervez an istor, a-raok mervel e Karaez[22]. Lakaet eo da roue al Loonoois en istor ha da grediñ eo ez eus anv eus Bro-Leon eno. Gaston Paris en doa embannet e teue Danvez Breizh eus Breizh-Veur hepken ha ne wele tra ennañ hag a zeue eus Breizh. War-dro ar bloaz 1000 koulskoude e veze implijet an anv Tristan e Breizh, pa voe roet d'an aotrou a rene e Gwitreg goude 1030, Driskan Gwitreg[23].
Deskrivet eo bet Tristan evel un telenner eus an dibab koulz gant Marie de France ("Tristram, ki bien saveit harper…") ha gant Tomaz Breizh ha brudet-tre e voe telennourien Vreizh evel m'en diskouez menegoù skrivagnerien ar broioù all d'ar mare-se.
Erec ha Enide, marvailh tiernac'hel wenedek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Rachel Bromwich[24] eo posupl liammañ anvioù pennañ an oberenn gentañ awenet gant Danvez Breizh gant Breizh war eeun, pa komprener m'eo bet tudennoù an danevell gwerzennet gant Chrétien de Troyes war-dro 1170 ur gwir anv koublet gant kêrbenn Bro-Wened. Werec aet da Erec a vije ar priñs brezhon Gwereg en doe kemeret Gwened Kêr-Wened digant ar Franked e 578 hag e c'hell kompren anv Enide evel hini ar gêr he-unan. Un dodenn vojennel, hini ar "Pok Balc'h", a voe anavezet gant Rachel Broomwich[25] ha menegañ a ra Chrétien de Troyes en deus kemmet ur gontadenn troioù-kaer d'un neuziadur kaer[26]. Gant Jean-Claude Lozac'hmeur eo bet kinniget un deveizadur eus an danevell tiernac'hel-se ma'z eo bet diskouezet ennañ e timez Gwereg gant ar vro m'en doa aloubet[27]
Telennourien vrezhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Roparz Hemon ez eo bet lakaet war wel ha troet e brezhoneg ar varzhoneg hensaoznek Sir Orfeo, 580 gwerzenn enni, savet e rannyezh kreisteiz Bro-Saoz war-dro ar pevarzekvet kantved[28]. Tri dornskrid zo deuet betek ennomp. An istor, anat eo, eo hini Orpheus hag Eurydike. Hogen, hag aze emañ an dalc'h, hervez ali an holl ouizieien, ar vojenn c'hresian a zo mesket gant ur vojenn geltiek, mojenn ar wreg skrapet digant he fried gant Roue ar Bed all. Hag ar vojenn geltiek a zo kalz pouezusoc'h er varzhoneg eget an hini c'hresian. Splann ha didro e tispleg an oberour e voe displeget an istor gant « harpours in Bretaine », telennourien e Breizh-Vihan. E diwezh an oberenn e lenner:
Telennerien e Breiz-Vihan
A glevas ar brud, hag ur c'han
O deus savet, hervez o giz.
Kan Orfeo hag Herodis
Ez eo anvet. Ha me ivez
Am eus e zispleget em yezh.
Damvenegoù barzhed okitanek kozh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En eil hanterenn an XIIvet kantved e skrivas Bernat de Ventadorn, un troubadour okitanek brudet, ar bevaradenn-mañ :
Tan trac pensa d'amor |
Poan karantez a c'houzañvas |
Hervez Marcel Carrières eo bet kopiet gant ar varzhed okitanek gwerzennoù zo eus Merlin ar Strobineller pe Blandin a Gerne, marvailhoù e galleg savet diwar patromoù e brezhoneg.
Geoffrey Chaucer awenet gant ur gontadenn vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Studiet ez eus bet gant Roparz Hemon[29] unan eus ar marvailhoù a ya d'ober The Canterbury Tales savet e diwezh ar XIVvet kantved gant Geoffrey Chaucer e krennsaozneg. "The Frankeleyns Tale" eo he zitl orin ha troet eo bet Marvailh ar Franklin gant Roparz Hemon[30].
Meur a stumm eus ar gontadenn-se a gaver e Europa a-bezh, ha daoust ma c'hell bezañ bet troet diwar al latin, Chaucer e-unan a bouez war he mammenn vrezhonek en ur prolog klotennet lakaet e penn kentañ ar gontadenn :
Thise olde gentil Britons in hir dayes |
Ar Vreiziz koz, uhelwad-se, en o amzer |
Troidigezh Roparz Hemon
Diouzh a lavar Chaucer e c'hoarvez ar gontadenn "In Armorik, that called is Britayne…", nepell eus "Penmark" ha daou zen o deus anvioù latin, neuz ar brezhoneg warno, Arverugus of Kayrrud ha Dorigene. N'eus ket bet kavet roud ebet eus un destenn vrezhonek damheñvel.
Pennadoù nes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roparz Hemon, "Eun Danevell goz a Vreiz". E-barzh Gwalarn, niv. 6, 1926.
- Joseph Anglade, Les Troubadours et les Bretons, Montpellier, 1929.
- Rachel Bromwich, "Celtic Dynastic Themes and the Breton Lays". E-barzh Études celtiques, Levrenn XI, feskennad 2, 1961, p. p. 439-474.
- Abeozen, Damskeud eus hol lennegezh kozh, reizhet + daou meneger, Embannadurioù Al Liamm, 1962. Embannet a-dammou en a-raok e-barzh Al Liamm en niverennoù 84 betek 87.
- Arzel Even, « Hol lennegezh kollet ». E-barzh Al Liamm, niv. 111, Gouhere-Eost 1965, p. p. 252-260. Adembannet gant Hor Yezh, niv. 229, Meurzh 2002, p. p. 27-31.
- Marcel Carrières, "La littérature bretonne perdue". E-barzh Ar Vro-Gwirionez, niv. 36, Ebrel 1966.
- Léon Fleuriot. E-barzh Jean Delumeau (rener embann), Documents de l’Histoire de la Bretagne, Toloza, Privat, 1971, p. p. 156-159.
- Gwenaël Leduc, L'Historia britannica, avant Geoffroy de Monmouth. E-barzh : Annales de Bretagne. Levrenn 79, feskennad 4, 1972. p. p. 819-835.
- Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, Payot, 1980, p. 278-279.
- Yann-Ber Piriou, Contribution à une histoire de la littérature bretonne perdue (Al lennegezh vrezhonek kollet), tezenn difennet e Skol-Veur Roazhon 2 e 1982 (diembann).
- Léon Fleuriot, Sur quatre textes bretons en latin : le «Liber vetustissimus» de Geoffroy de Monmouth et le séjour de Taliesin en Bretagne. E-barzh : Études Celtiques, feskennad 18, 1981. p. p. 197-213. Brassellet d'an 2 a viz Mae 2024.
- Léon Fleuriot, « Langue et société dans la Bretagne ancienne". E-barzh "Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne. Levrenn I, p. p. 7-28, Champion-Slatkine, 1987. (ISBN 285043L042X)
- Léon Fleuriot, "Lais et romans bretons". E-barzh "Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne. Levrenn I, Champion-Slatkine, 1987. (ISBN 285043L042X)
- Léon Fleuriot, Jean-Claude Lozachmeur, Louis Prat, Récits et poèmes celtiques, Paris, Stock-plus, 1981. Troidigezh barzhoneg Judikael e galleg.
- Marie-Thérèse Brouland, Le Substrat celtique du lai breton anglais : Sir Orfeo, Paris, Didier Erudition, 1990.
- Jean-Claude Lozac'hmeur, "Pour une nouvelle herméneutique des mythes : essai d'interprétation de quelques thèmes celtiques". E-barzh Bretagne et pays celtiques : mélanges offerts à la mémoire de Léon Fleuriot, PUR & Skol, 1992, p. 398.
- Bernard Tanguy, "Et Maxime débarqua à Portus Calvosus… Quelques réflexions sur la géographie bretonne en Léon, d'après Le Livre des Faits d'Arthur et la Legenda sancti Goeznovei". E-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Levrenn CXXVII, 1998, p. p. 237-240.
- Anna Donnard, "[https://www.academia.edu/2423360/La_Chronique_de_Saint_Brieuc_le_Livre_des_faits_d_Arthur_et_le_Librum_Vetustissimum_de_Geoffroi_de_Monmouth o, 1992.
- La Chronique de Saint Brieuc, le Livre des faits d’Arthur et le Librum Vetustissimum de Geoffroi de Monmouth]", e Aktaoù 22vet Kendalc'h Kevredigezh etrebroadel an Arzhurianed, Roazhon, 2008. Brassellet d'an 28. a viz Ebrel 2024.
- Herve Bihan, An Dialog etre Arzur Roe d’an Bretounet ha Guynglaff : Le dialogue entre Arthur roi des Bretons et Guynglaff, Roazhon,PUR, 2014, TIR.(ISBN 9782)
- André-Yves Bourgès, Le Dossier littéraire de saint Goëznou et la controverse sur la datation de la Vita sancti Goeznovei, suivi en annexe de la vita de saint Ténénan, Morlaix, Les Lettres Morlaisiennes, 2020, 248 p.
- Herve Bihan,"Diwar-benn al lennegezh krennvrezhonek".E-barzh Hor Yezh, niv. 305, Meurzh 2021, p. p. 9-23.
- Jennifer Looper, "L'épisode de la Harpe et de la Rote dans la légende de Tristan. Étude sur le symbolisme de deux instruments de musique", E-barzh Cahiers de civilisation médiévale, niv. 152), octobre-décembre 1995. pp. 345-352. Brassellet d'an 27 a viz Ebrel 2024.
- Bernard Merdrignac, "Des auteurs inspirés?", e-barzh Les saints bretons entre légendes et histoire : Le glaive à deux tranchants, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 2008. (ISBN 978-2-7535-3032-4). Doare enlinenn brassellet d'an 15 a viz Ebrel 2024.
- Yann-Ber Piriou,"Sur la trace des lais bretons". E-barzh Mélanges en l'honneur de Francis Favereau, Pennadoù dibabet en enor da Frañsez Favereau, A festschrift in honour of professor Favereau, Skol Vreizh, 2018, p. p. 607-617. (ISBN 9782367580746)
- Lennegezh
- Patrick Marquand, "War roudoù hol lennegezh kollet". E-barzh Al Liamm, niv. 463, Meurzh-Ebrel 2024. Danevell war dodenn kest an testennoù kollet.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Eun Danevell goz a Vreiz", E-barzh Gwalarn, niv. 6.
- ↑ Léon Fleuriot, « Langue et société dans la Bretagne ancienne… », 1987.
- ↑ L. Fleuriot, « La gorchan de Iudicael », J. Delumeau (dir.), Documents de l’histoire de la Bretagne, Toulouse, 1971, p. 156-159.
- ↑ E Levr Aneirin, un dornskrid deiziadet eus 1265, e kaver pevar gorchan evit harozed eus Bro an Norzh.
- ↑ Léon Fleuriot, Les origines de la Bretagne, p. 278<.
- ↑ "Vita Gurthierni", Cartulaire de Quimperlé, Embannadurioù Maître-de-Berthou, eil embannadur., Roazhon, 1904, p. 42-46.
- ↑ "Un acte de l'an 1069 nous a même conservé le nom celtique d'un des officiers de Hoël, et cet officier, nommé Cadiou, s'honore tant de son instrument qu'il signe Cadiou, Citharista". Teodor Kervarker. E-barzh "Les Joculatores bretons, Garin, Cadiou, Pontel, Rivallon", Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Levrenn XX, 1893.
- ↑ Kervarker, Les Joculatores bretons…
- ↑ Herve Bihan, An dialog etre Arzur, Roe d'an Bretounet ha Guynglaff…
- ↑ Herve Bihan a ra dave d'ar Basion(a-raok 1530), d'ar Résurrection, da Vuhez Santez Barba (1557), ha da z-Dismantrou Ïeruzalem
- ↑ Ar ger barzh a gaver e karnedoù notenniñ Kervarker.
- ↑ (fr) Molinier Auguste, Les Sources de l'histoire de France - Des origines aux guerres d'Italie (1494). IV. Les Valois, 1328-1461., veze Pariz : A. Picard et fils, 1904, p. 29, rannbennad 3119.
- ↑ Gwennaël Le Duc et Claude Stercx (éd.), Chronicon Briocense. Chronique de Saint-Brieuc, fin du XIVe siècle, éditée et traduite d'après les manuscrits BN 6003-BN 8899 (Archives départementales d'Ille-et-Vilaine 1 F 1003, rakskrid gant hiniLéon Fleuriot, Roazhon, 1972.
- ↑ Vita sancti Goeznovei
- ↑ Kinniget e voe ar vartezeadenn ganto e 1972, e Kendalc'h ar Gevredigezh etrebroadel arzhurian, e Naoned.
- ↑ Anna Donnard, "La Chronique de Saint Brieuc, le Livre des faits d’Arthur et le Librum Vetustissimum de Geoffroi de Monmouth". sellet ouzh al liamm el levrlennadur
- ↑ André-Yves Bourgès, Le Dossier littéraire de saint Goëznou et la controverse sur la datation de la Vita sancti Goeznovei,…
- ↑ Le Livre des Faicts d'Arthur. An destenn adkavet a c'hellfe bet bezañ bet savet a-raok an Xvet kantved.
- ↑ Marie de Frace, raklavar, Museum Britannicum ms. el levraoueg Harleian, niv. 978.
- ↑ Patrick Kernévez, André-Yves Bourgès, Généalogie des vicomtes de Léon (XIe, XIIe et XIIIe siècles). E-barzh Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Levrenn CXXXVI, 2007, p. 157-188.
- ↑ Anv Thomas de Britanje, e krennalamaneg, a gaver en oberenn Wolfram von Eschenbach.
- ↑ E wreg, Izold he daouarn gwenn, a douellas anezhañ dre warizi, a oa merc'h Hoel, dug Breizh, hervez ar marvailh.
- ↑ Yann-Ber Piriou, meneget gant Léon Fleuriot e 1987.
- ↑ Rachel Bromwich, Celtic Dynastic Themes and the Breton Lays. E-barzh Études celtiques
- ↑ Goude bezañ bet poket gant Erec Enid a zo dilhad cheuc'h ganti, distrobinellet eo bet gant ar pok.
- ↑ …un conte d'aventure une belle conjunture.
- ↑ Jean-Claude Lozac'hmeur, Pour une nouvelle herméneutique des mythes : essai d'interprétation de quelques thèmes celtiques. Mélanges Léon Fleuriot.
- ↑ "Orfeo hag Herodis", Al Liamm, niv. 51, miz Gouere-Eost 1955.
- ↑ Roparz Hemon, "Eun danevell goz a Vreiz", Gwalarn, niv. 6, p. 67
- ↑ Ar ger krennsaoznek frankeleyn, testeniekaet evel lesanv abaoe fin an XIIvet kantved, diwar ar ger Anglek-ha-normanek fraunclein, a dalveze "perc'henn ur font, perc'henn douar dieub ha n'eo ket ganet nobl". (hervez www.etymonline.com)