Lez-kastizañ Etrebroadel

Eus Wikipedia
Logo al Lez-kastizañ Etrebroadel

Al Lez-kastizañ Etrebroadel (saozneg : International Criminal Court, ICC) a zo ul lez-kastizañ peurbadus ma varner an dud tamallet a vezañ graet torfedoù-brezel, torfedoù a-enep Mab-den pe gouennlazhoù.

Da-heul Emvod diplomatelezh kannaded-veur ABU e voe sinet Statud Roma, ma oa raktreset krouiñ al Lez-kastizañ, d'ar 17 a viz Gouere 1998. D'ar 1añ a viz Gouere 2002 e voe krouet al Lez-kastizañ ez-ofisiel. E Den Haag (Izelvroioù) emañ sez al Lez-varn, met ar prosezoù a c'hall bezañ aozet forzh pelec'h.

E miz Gouere 2011 e oa bet peurwiriekaet Statud Roma gant 116 Stad (193 Stad a zo anavezet gant ABU), ar pezh a dalvez e tegemeront aotrouniezh al Lez-kastizañ. 35 Stad (SUA ha Rusia en o zouez) o deus sinet ar Statud, met n'eo ket bet peurwiriekaet ganto. Stadoù zo evel Sina pe India a zo savet a-enep al lez-kastizañ, ha n'o deus ket sinet ar Statud. Hiziv an deiz ez eus bet aozet 6 enklask gant al Lez-kastizañ : Ouganda, Republik Demokratel Kongo, Republik Kreizafrika, Darfour (Soudan), Republik Kenya ha Libya. En holl ez eus bet tamallet 16 den : seizh anezho a zo war dec'h, daou anezho a zo marv (pe lakaet da varv), pevar anezho a zo bac'het ha tri anezho a zo en em ginniget o-unan dirak al Lez-varn. D'ar 26 a viz Genver 2009 e krogas prosez ar c'hongolad Thomas Lubanga, tamallet abalamour d'e dorfedoù-brezel. Ar prosez kentañ aozet gant al Lez eo.


Sez al Lez-kastizañ Etrebroadel e Den Haag

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn ar 116 Stad ezel eus al Lez-kastizañ. Orañjez: Statud Roma sinet, gwer : statud Roma peurwiriekaet

D'an 22 a viz Even 2011 e oa 116 Stad ezel eus al Lez-kastizañ[1] :

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]