Genitivel (Troad)
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad c'henitivel (saoz.: genitive case) evit komz eus un droad yezhadurel pennañ a dalvez da verkañ ar fed m'emañ un anv-kadarn da vezañ stag ouzh un anv-kadarn all.
Taolenn |
Ar genitivel hag al liammoù perc'hennañ [kemmañ]
Daoust ha ma talvez puerliesañ ar genitivel da verkañ ul liamm perc'henniezh etre an dou anv-kadarn stag an eil ouzh egile ganti, n'eo ket hemañ e arc'hwel nemeti dre ret hag implijoù resis all e c'hell kaout ivez o kemmañ a yezh da yezh. Disheñvel eo neuze an droad genitivel diouzh an droad-perc'hennañ hag an droad perc'hennet dre ma ne c'hell talvezout an troadoù-se nemet da verkañ ul liamm perc'henniezh.
Arc'hwelioù nann-perc'hennañ ar genitivel [kemmañ]
Unan eus implijoù all ar genitivel eo ar fed ma c'hell talvezout da sevel adverboù, da skouer.
E-touez an arc'hwelioù liammet ouzh ar genitivel emañ ar re-mañ:
- perc'hennañ (kv. "troad-perc'hennañ", d.s. "karr ma mamm":
- lodennañ (kv. "troad partitivel"), d.s. "ur strollad tud":
- kemer perzh en un ober, o verkañ ar graer yezhadurel/rener pe ar gouzañver, d.s. "ma c'hemer" = "kemer ac'hanon"
- ober dave d'un dra bennak, d.s. e latin De Bello Gallico ("eus/diwar-benn Brezel Galia")
- merkañ an orin, d.s. "Paotred Breizh"/"Paotred a Vreizh")
- deskrivañ perzhioù un dra, ul lec'h pe un den bennak, d.s. "tud a enor"
- sevel gerioù kevrennek, d.s. e gouezeleg Skos ball coise = "melldroad", diwar cas (nominativel) -> coise(genitivel)
Yezhoù skouer [kemmañ]
Implijet e vez an droad c'henitivel gant meur a yezh dre ar bed, en o zouez: an arabeg, an armenieg, an euskareg, an tchekeg, ar finneg, ar jorjieg, an alamaneg, ar gresianeg, an islandeg, an iwerzhoneg, al latin, al latveg, ar poloneg, ar roumaneg, ar ruseg, ar sañskriteg hag an turkeg.
Yezhoù baltek-finnek [kemmañ]
Implijet e vez an droad c'henitivel gant ar yezhoù baltek-finnek, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer:
- E finneg, merket gant al lostger "-n" (o kenglotaat alies gant stumm an akuzativel):
- maa (nominativel: "bro") —> maan
- lumi ("erc'h") —> lumen
Enebet e vez ivez ouzh an droad partitivel, merket gant al lostger "-(t)a", da skour
- joukko miehiä ("ur strollad tud")
Yezhoù slavek [kemmañ]
Meur a implij he deus ar c'henitivel e vez an droad c'henitivel er yezhoù slavek, en o zouez ar ruseg hag ar poloneg, estreget an implij perc'hennañ pennañ:
- Perc'hennañ:
- Nominativel: "Вот Антон" ("Setu Anton").
- Genitivel: "Вот карандаш Антона" ("Setu kreion Anton").
- Nac'hañ:
- Nominativel: "Мария дома?" ("Hag er gêr emañ Maria?").
- Genitivel: "Марии нет дома" ("N'emañ ket Maria er gâer")
- Genitivel-Partitivel: "Я выпил воды" ("Evañ a ris dour")
- Akuzativel: : "Я выпил воду ("Evañ a ris an dour")
Yezhoù germanek [kemmañ]
Implijet e vez ar genitivel gant yezhoù germanek 'zo, en o zouez an alamaneg hag an islandeg, da skouer:
- En alamaneg:
- das Heft der Schülerin ("levr ar skoliadez")
- Claudias Buch ("Levr Claudia")
Yezhoù turkek [kemmañ]
E turkeg ec'h implijer an droad c'henitivel, merket gant al lostger "-(vogalenn)n", evit merkañ ar perc'hennañ, implijet ur wezh pa vez amstrizh an anv-kadarn perc'hennet, ha div wezh pa vez strizh, da skouer:
- Strizh
- Nominativel: kadın ("maouez") ayakkabı ("botez")
- Genitivel : Kadının ayakkabısı ("botez ar vaouez")
- Amstrizh
- Nominativel: kadın ("maouez") kıyafet ("dilhad")
- Genitivel : Kadın kıyafeti ("dilhad ur vaouez")
Yezhoù semitek [kemmañ]
En arabeg ne vez implijet an droad c'henitivel nemet er yezh lennegl, da skouer:
- En arabeg klasel:
- Nominativel: baytun ("un ti")
- Genitivel: bābu baytin ("dor un ti") bābu l-bayti ("dor an ti")
Implijet e vez ivez ar genitivel a-gevret gant araogennoù resis, da skouer:
- bābun li-baytin ("un nor evit un ti")