Troad inesivel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad inesivel (saoz.: inessive case, diar ar latin: inesse "bezañ en un lec'h") evit komz eus un droad-lec'hiañ o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "e" e brezhoneg.

Implijet e vez an droad-mañ gant ar yezhoù finnek-ougrek, en o zouez ar finneg, an estonieg hag an hungareg, hag ivez gant an euskareg hag al lituaneg, da skouer:

  • "en ti"
finneg: talossa
estonieg majas
hungareg: házban
euskera: etxean
lituaneg: name